Yann ar bombarder, pe ar gouriz plouz

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    Da ostizien va Bro 
 
Gwechall gwechall, neb n’en doa ket daoulagad a oa dall. D’an amzer-se, Yann ar Bombarder a rede ar vro, brudet dre ma veze dalc’hmat o vont-dont eus an eil maner d’egile, hag a dreist holl eus an eil tavarn d’eben, gwech war e dreid e-unan, gwech war gein eskernet un teuz a varc’h : ur marc’h Laouig ken treut ma c’houlenne an dud digant Yann penaos ne veze ket troc’het dre an hanter gant livenn gein ar marc’h !…

***

Yann ar Bombarder ne rae nemet pismigañ an ostizien. Ur wech edo o tistagañ ur rouladenn en un davarn, ha kalz a dud a deue eno d’e glevet o son ar vombard : ha setu Yann deut mat d’an ostiz, dre ma sache dour d’ar vilin. Met chistr an ostiz o vezañ trenk, an dud a nebeutaas ; an ostiz a yenaas ouzh Yann hag a c’houlennas digant ar bombarder arc’hant e voued hag e evaj, pe e vije krouget. 

– Ma ! eme Yann, mont a rin d’ar groug neuze mar fell deoc’h, rak arc’hant n’am eus ket ; met koulskoude ur gavadenn am eus graet : penaos lakaat ar chistr trenk da zousaat. 

– Dres ! eme an tavarnour, a zo mat evidon-me. Gwerzh din da gavadenn. Pegement e fell dit kaout ? 

– Pemp skoed warn ugent, pe netra. 

– Emaomp e-barzh ; koulskoude ker eo. 

– Ac’hanta, emañ Yann, setu amañ va c’havadenn : ret eo fardañ ur gordenn blouz, hir ha stank ; treiñ anezhi seizh gwech nav dro en-dro d’ar varrikenn, ha div ur goude, an evaj an trenkañ a deu da vezañ dous-mel.

***

Hag int kerkent d’ar bern plouz, da fardañ ar gordenn vurzhudus, an ostiz o sachañ plouz diouzh ar bern. Yann o kordennañ dre ma tenne, hag o pellaat bep an tammig. Ar bombarder a zegouezhas evel-se betek an hent ; eno e kinnigas daou liard d’ur paotrig evit treiñ ar gordenn en e lec’h. Ar paotr a droas, hag an ostiz a denne plouz diouzh ar bern. 

…Penaos ’ta ? Yann, tapet pemp skoed warn ugent gantañ, a droc’has kuit en ul lavaret « n’eo ket un touell touellañ un toueller. »

N’eo ket ret lavaret e chomas trenk chistr an tavarnour. Hemañ avat a drenkas muioc’h-mui e spered outañ, ken na droas e dammig empenn e laezh kaouledek, pa welas e oa bet touzet gant Yann ar bombarder. 

***

Hag abaoe eo deut ar c’hiz dre ar Vro da lavaret eus un ostiz, pa n’ez a ket mat an traoù gantañ en e stal : « Hemañ en deus tapet ur gouriz-plouz. »