ar Pare d’ar re vouzar

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Tri bloaz a oa bet, d’an Nedeleg, abaoe ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, botaouer-koad e Sant Tei. Ya, tri bloavezh diouzhtu-diouzhtu, ha bouzar me ’lavar deoc’h, bouzar diouzh an daou du. Ha c’hoazh, hep dezhañ gouzout doare penaos : nijet e oa ar c’hlevoud diouzh e zivskouarn hep lavaret da belec’h ez ae na netra, e-giz ma nij al labous diouzh e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoazh evel ma tec’h al laer, eeun dirazañ, pa vez bet oc’h ober e dro en un tiegezh bennak. Bouzar, hep douetiñ penaos na perak, ma n’eo ket un druez, Aotroù Doue ! Ret eo lavaret, emichañs ; ur barrad avel fall en doa kavet e du da vont en e zivskouarn, ha ne c’helle ken dont a-benn da gaout an hent da zont er-maez diouto ; hag e chome, al loen fall anezhañ, da c’hoari troiñ-distroiñ, da gantreal a-barzh penn Noun al Ludueg, e-giz ul logodenn o firbouchat a-raok mervel en un trap logod.

Koulskoude an droug n’oa ket bet ken gwazh a-dalek an deiz kentañ, nann ! Met petra ’verne kement-se, peogwir en em astenne ar c’hleñved a vloaz da vloaz, siwazh d’ar paourkaezh Noun al Ludueg. Rak en em astenn a rae, ha Soaz Gamm a ouie at ez ae divskouarn he gwaz war izelaat.

Er bloaz kentañ, Noun a gleve c’hoazh trouz gant ar pezhioù dek gwenneg a leze Soaz da gouezhañ a-dreñv e gein ; e-pad an eil bloavezh, ne gleve mui nemet trouz ar pezhioù eizh real ; hag abaoe dibenn an trede bloavezh, pegen alies bennak ma leze Soaz he fezh ugent real da gouezhañ a-dreñv e gein, Noun ne rae van ebet.

Marteze en dije klevet trouz ar pezhioù aour, met tiegezh botaouer-koad Sant Tei ne anaveze ket ar boutonioù melen-se, hep toull na gar ; a-boan ma oa deut o brud betek eno.

Petra ober ? Netra ! Ha setu graet e soñj gant Noun :

– Arabat din klemm, emezañ d’e hini gamm ; an den a chom den, evit dezhañ bezañ bouear, n’eo ket gwir ? Hag e vefen gwelloc’h evit en em chalañ, me ? An Aotroù Doue, me oar mat, en deus skrivet war e levr bras, e-lec’h ma’z eus meneg ac’hanon-me : « Noun al Ludueg, gwaz Soaz Gamm botaouer-koad e Sant Tei, a chomo bouzar betek... klevout ! »

***

Ur sulvezh, diouzh an abardaez, war-dro mare Gouel Yann, en un danañ e gorn-butun dre e liorzh, Noun al Ludueg a welas e oa ruz ar c’herez e bleñchenn ar gwez. En ur sellet outo, an dour o tont en e c’henoù gleb, Noun a chomas ur pennadig da soñjal :

– Nag int a zo flour ha ruz, va c’herez ! E-giz muzelloù gwerc’hezed o c’hoarzhin da baotred yaouank. N’o c’hlevan ket, met kaout a ra din e lavaront « Ne boki ket deomp ! Nann, ne ri ket ! Re gozh ’out ! » — Re gozh ’on, eme Noun ; tanfoeltr ! gwelet a rimp !

Hag eñ tennañ botoù, tog ha chupenn, hag o pignañ da gaout ar c’herez. E-penn ur brankig kamm e welas un toullad e-giz o c’hoarzhin goap ; ha Noun dezho ! Paourkaezh ! Emichañs e droad a risklas, e zaouarn ne oant ket krog mat a-walc’h, ha... pouloudoufez ! setu Noun al Ludueg o vont war e benn d’an traoñ, dre douez an delioù.

– Aotroù Sant Tei benniget ! emezañ en e soñj ; emañ graet evidon !

Soaz Gamm hag un amezeg a glevas trouz al lamm ; kaout a rejont Noun astennet dindan ar  wezenn hag, unan krog er penn, egile en divesker, e kasjont anezhañ d’e wele. — Koulskoude al Ludueg n’edo ket marv, met un tammig badaouet, mezvennet ; dislonkañ ’rae zoken bras e zaoulagad en e benn, en ur c’houlenn penaos ne oa ket en em lazhet.

– ’En em chalez ket, Nounig, a responte Soaz Gamm ; un taol netra eo hemañ, te ’welo ! Ne varvi ket kentoc’h, te ’welo ! Me a ya da lakaat ac’hanout da c’hweziñ.

Evit Soaz Gamm ne oa nement al louzoù-se mat ouzh pep kleñved. Klevit kentoc’h : pa oa bet Herri ar Marichal gant ar remm pe droug Sant Urloù en e zargreiz, Soaz he doa gwellaet anezhañ en un ober dezhañ c’hweziñ. — Un niz dezhi, an dreuz warnañ gant an derzhienn bep tri-pevar devezh, en doa ranket souchañ ha chom war e wele ; ma, Soaz a deuas a-benn da dorriñ an derzhienn warnañ, atav en un ober dezhañ c’hweziñ. — Ha me ’oar, me, pet all a oe gwellaet c’hoazh ganti en doare-se ! Betek an aotroù person, pa dorras e c’har pareañ, atav en un ober dezhañ c’hweziñ !

Setu ’ta ma oa klenket Noun, penn hag all, etre div c’holc’hedad pell, ken ne weled ken anezhañ na fri, na skouarn, na blevenn. — Un eur pe ziv e chomas moredet, ha pa zivorfilas, ur c’hwezenn warnañ ken ma save ar moged dioutañ, o ! burzhud ! Noun al Ludueg, botaouer-koad e Sant Tei, a gleve koulz pe welloc’h eget biskoazh !

– Aotroù Sant Tei benniget, emezañ ; aet eo ar bouzar diouzhin !
– Da sorc’hennoù da vihanañ n’int ket aet kuit ! eme Soaz Gamm, diskredik an tamm anezhi.

Met gwir edo, hag an hini gozh a rankas krediñ, rak he Noun al Ludueg a gleve trouz o kouezhañ gant ar pezhioù ugent real, eizh real, dek gwenneg, ha daou liard toull zoken.

Hopal a rae gwashoc’h eget un diskiant :

– Gwellaet ’on, Aotroù Sant Tei, gwellaet ’on ! Emaon pare, ha va gwezenn kerez eo he deus graet ar burzhud !

– A gav dit ? eme Soaz Gamm.

– Ya, ya, va gwezenn kerez ha piv ken nemeti, mar plij ? Pebezh louzaouer am eus aze...

A ! va divskouarn, siwazh deoc’h ! pell zo e vijec’h bet pareet, m’am bije gouezet e oa a-walc’h kaout ul lamm diouzh va gwezenn kerez !

Ar vrud, ar wreg divalav-se, kant genoù dezhi, a skignas buan ar c’heloù tro-war-dro, hag hepdale un engroez a dud a zeredas betek Sant Tei da welet gwezenn kerez ar botaouer. Doareoù ar burzhud a oa zoken moulet war ar c’hazetennoù, ha lod a lavar e tennas ar mestr-skol poltred ar wezenn : me n’ouzon ket, me ! Ar pezh a ouzon evit gwir eo e oa dre ar vro neuze ur Saoz droch bennak hag a ginnigas mil lur eus ar wezenn. Noun a felle dezhañ kaout pemp kant skoed, met ar Saoz ne fellas ket dezhañ o roiñ.

Neuze ur soñj dispar a zideñvas e spered Noun al Ludueg :

– Soaz, emezañ d’e hini gamm, hor gwezenn kerez a dalv ur binvidigezh. Soñj nag a dud bouzar a zo amañ dre ar Vro. Ma ! Evit pareañ n’o deus nemet kouezhañ eveldon-me diwar hor gwezenn kerez. Te ’welo, dastum a rimp leve, ha pa ne rofe pep bouzar deomp nemet pevar real, ne gousto ket c’hoazh re ger dezhañ pareañ.

D’ar sul war-lerc’h Soaz Gamm a roas pemp gwenneg da Ber ar C’hloc’her evit embann diwar ar Groaz, goude an oferennoù, e c’helle ar re vouzar, gant ma paefent pevar real mont da bareañ diwar gwezenn kerez Noun al Ludueg, botaouer-koad e Sant Tei.

Ha goude ar gousperoù, meur a hini a oa degouezhet da glask ar pare digant ar wezenn vurzhudus. Bez e oa eno Yann Dreboull, unan tev ha kofek etre bras ha bihan : e-giz kanolier war vor en doa graet e amzer-servij, ha trouz-kurun an tennoù kanol o krozal en doa e vouzaret krak. Hag abaoe e oa deut da zerc’hel ostaliri an Tri-Lonk, tost d’an Ankoù. Eñ ivez en dije karet gwellaat : rak an amzer eus an amzer ne gleve ket petra ’felle d’e everien kaout.

– Ac’hanta, Yann Dreboull, a c’houlennas Noun digantañ div pe deir gwech, pignat a rez war ar wezenn ?

– Re a boan am befe, rak re a bouez a zo ennon ; arabat deoc’h koulskoude krediñ em befe aon da gouezhañ en traoñ ; nann ! met a-raok klask netra, ret eo din moanaat un tammig ; ha goude-se ni a welo.

Unan bouzar all oa e anv Tin ar C’hozhdañvad, genidik eus ar C’hap Sizun, du-hont-pell.

– Me zo o vont da bignat, emezañ da Nounig ; met aesoc’h e vefe din tennañ va zaol ma vije ledet un dra bennak dindan ar wezenn evit souplaat va lamm.

Soaz Gamm a redas da gerc’hat ar golc’hedad-pell a-ziwar he gwele ; ha Tin ar C’hozhdañvad el laez gant ar wezenn, hag uhel c’hoazh ; met kerez a gave dre ma pigne, hag e tebras, hag e lonkas kement, ken, pa oa leun e gof, ne soñjas mui, eñ, en e zivskouarn, nag en e bare hag, e-lec’h ober ul lamm en traoñ, e tiskennas war e bouezig. — Da vihanañ pevar real a baeas e gofad kerez : setu ar botaouer n’en doa ket a goll dioutañ.

Un trede perc’henn da zivskouarn vouzar a zegouezhas : hennezh e oa Filip ar Stroalleg, diouzh kostez Kerbleveg e Pouldregad, laer dre vicher, rak ur c’hemener brocher laou edo ; hag un amziod kaer a oa dioutañ, daoust dezhañ da vezañ kemener. N’ouzon ket mat a-walc’h pe oad a c’helle kaout ; etre ugent ha pevar ugent koulskoude a gav din edo. A-hent-all, divesker hir-hir en doa, met ken treut ha ken moan hag ur spanell-grampouez.

Ken skañv hag ur gwiber pe ur c’hazh-koad e pignas gant ar wezenn kerez, goude bezañ roet e bevar real. E oa o vont da lammet en traoñ, pa c’houlennas Noun digantañ :

– Ha lakaet e vo ar c’holc’hed dindan ?

– Petra ? eme egile, pounner-klevout.

– Hag hi a oa dindanout-te ?

– N’edo ket.

– Ma ! Kerzhit holl diouzh va hent !

Div pe deir gwech e serras e zaoulagad ; krafignat a reas e benn diouzh an daou du ; hag e tiskrogas e zaouarn diouzh ar brank kamm, hag e kemeras an hent da zont en traoñ dre douez an delioù, buanoc’h eget m’edo pignet. War e benn e kouezhas, dres, el lec’h m’edo kouezhet Noun al Ludueg.

– Ac’hanta, Filip, penaos emaout ganti ? Ac’hanta, Stroalleg, klevout a rez ? a hopas Noun warnañ.

– E-giz kent, emezañ, en ur sevel divac’hagn.

– Dont a reio ar pare, eme Soaz ; met ret e vo deoc’h mont d’ho kwele ha c’hweziñ e-tailh, kentañ ma tegouezhoc’h er gêr.

***

Antronoz, botaouer-koad Sant Tei hag e votaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werzhañ yer ha vioù ; edont o daou er c’hoc’hu, pa zegouezhas gwreg Filip ar Stroalleg da ober reuz dezho.

– N’ho peus ket mezh, eme houmañ ? Petra ’c’hoari ganeoc’h, chalopenned ? Klask lakaat an dud da derriñ o izili ! Pe fur pe sot ’oc’h ?... Hag ober paeañ c’hoazh ?... Da vihanañ ma vije bet evit netra ! Neuze c’hoazh, c’hoazh !... Ha va Filip en deus bet an derzhienn evit an noz ; ha siwazh ! ma teu da chom ganin pell war e wele, piv a vago ar Filiped vihan, n’eo ket c’hwi eo ?

Kant tra all a lavaras c’hoazh ; Nounig al Ludueg ne ziserre ket e rann.

– Petra ’fell deoc’h ? eme Soaz Gamm ; va Ludueg, plac’h paour, en ur gouezhañ, en doa lezet e zroug bouzar dindan hor gwezenn kerez ; hag ho Stroalleg deoc’h-c’hwi en deus sammet droug va gwaz war e hini. Setu aze ar stal !...

Pa deuas da Sant Tei, Noun al Ludueg, en despet da Soaz Gamm hag a gare kalz ar c’herez, a droc’has e wezenn vrudet, hag a reas boteier koad ganti, peogwir ne felle ken dezhi roiñ ar pare d’ar re vouzar !