ur Gontadenn eus bro ar C’haperien

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Gwechall-gozh (abaoe zo ken pell amzer ma n’eus ket mui war an tamm douar-mañ kalz a dud o kaout eñvor a gement-se), gwechall eta, ar parrezioù tro-war-dro da Veg ar Raz a oa ur vro dispar, ha n’eo ket ur vro dizolo, hep brouskoadoù, hep disheoliennoù, hep laboused evel hiriv, n’eo ket ur vro glac’haret hag heñvel a-walc’h, dindan he oabl peurvuiañ du ha leun a vogidell, ouzh Intañvez an Enez Sizun dindan he mantell a gañvoù. Nann, Beg ar Raz d’an ampoent (ma ranker da vihanañ teuler kred war lavaroù ar C’haperien, troet un tammig da fougeal, an darn vrasañ anezho), Beg ar Raz a oa ur vroig koant eus ar c’hoantañ, rouanez ar broioù, na petra ’ta ? Koadoù bras, pradoù glas, stêrioù a-leizh, hag ar mor don oc’h ober evel ur gouriz ledan ha flour tro-war-dro d’he reier dispennet. Ha da neuze, ar mor, morse e kounnar, ne rae dalc’hmat, hep fulor, nemet lipat gant e deod flour bezhin druz an aodoù. Ar stêrioù hag ar c’hanioù dour a gane, a hiboude en ur vont gant o hent a-dreuz ar foenneier, en ur gildroiñ dre ar maezioù. Ar c’hoadoù a-dreist-holl a oa dispar, un dudi o gwelet, kement a laboused a richane, a c’hwitelle, en em gare enno.

Muioc’h c’hoazh ! loened a bep seurt, a bep liv hag a bep ment, a oa o chom dre ar vro, loened gouez koulz ha loened doñv. Ret eo ivez lavaret penaos, da neuze, e c’hoarie ar bleiz gant an oan, hep ne vije an disterañ dispac’h etrezo, ha penaos ne oa ket c’hoazh savet buhez fall da ren etre al louarn hag ar yar ; ar c’hazh zoken a gave bepred digor e neizh al logodenn ; en ur ger, peoc’h a oa e bro dudius Kaperien Beg ar Raz etre al loened, bras ha bihan.

Koulskoude ar peoch-se ne dlee ken padout pell rak, da neuze e-giz hiriv, un nebeudig a zo alies peadra evit hadañ drailh e-touez ar gwellañ mignoned, hag evit lakaat dispac’h da ziwanañ etrezo... Ha setu ar pezh a c’hoarvezas gant loened Beg ar Raz.

Un mintinvezh hañv, e-pad ma tistage ur pennadig kousket, Roue al loened a oe dirusket dezhañ e vruched : ken leun oa ar sac’had droug a yeas en e greiz ma tihunas eus e gousk (ha koulskoude n’en doa ket kalz a dra, a-boan un tammig debron), kement eta e kounnaras ma c’hourc’hemennas kerkent mont e-maez ar vro, pell diwar e dro, d’an holl loened a zouge kernioù war o fenn, rak d’ar re-mañ eo e tamalle bezañ graet an taol, an torfed. Hag ar re-mañ a sentas... Ha petra o dije graet kentoc’h pa ne oant ket evit herzel ouzh ar Mestr !... Daoust ha n’eo ket furoc’h d’ar re dinerzh ha dister plegañ d’ar re galloudus ha kreñv, ha pa ne ve ken gant aon da vezañ nasket berroc’h ha gwasket gwashoc’h ???...

Neuze ’ta ar paourkaezh loened-korn a reas o soñj, anken leun o c’halon, da lavaret kenavo da vro ar C’haperien, hag int ken buan d’en em zifretañ ac’hano, an dour en o daoulagad, rak gouzout a rit :

          Ouzh kleñved ar red
          N’eus ket a remed !

O welet al loened-korn o vont kuit diouzh ar vro, ar C’had Vras (Rouanez ar Gedon) a savas aon ganti ; ha gourc’hemenn a reas d’he sujidi heuilhañ anezhi.

– Petra, eme unan bennak, mont e-maez ar Vro ? No n’hon eus ket a gernioù war hon tal.

– A ! diskiant, eme ar Rouanez, hag hon divskouarn, hir, keit ha bizied ur forc’h houarn ? Ar Roue, dallet gant e vuanegezh, a gemerfe anezho evit kernioù, hag a rafe hor stal deomp. Met n’her graio ket, rak emaomp o vont kuit ivez d’hon tro. Kenavo, bro ar C’haperien !

Hag hi prim en hent, ha pobl ar gedon war he lerc’h. Ne oa ket kalz a vec’h warno, nemet aon o doa rak roue al loened gouez, rak sur e oant, a-hent-all, da gaout leun o c’hof kaol hag irvin, geot ha melchon, da zebriñ, n’eus forzh pelec’h ez afent.

Koulskoude broutac’hus, pounner ha lovr e oa an amzer, hag an heol tomm-berv ; ur fulac’henn deñval a save diwar an hent a-us da bobl ar Gedon. Disec’het o beg hag o gourlañchenn, kement a boultrenn o doa lonket, ar gedon a reas o soñj da gemeret un tammig diskuizh pa zegouezhjont dirak ul lenn vras, aet da hesk  koulz lavaret gant gwrez an hañv. E oant eno gourvezet, hep diserrañ grik, didrouz, pa glevjont un dra hag a roas dezho kalon da c’hoarzhin. — Gleskerien eo a groane [goage ?] etrezo.  Gant ur vouezh raouliet ha toc’hor, e klemment evel-henn « Kreviñ ’rimp... Krreviñ ’rimp... N’eus ket dour... Kreeeviñ ’rimp ! »

Ar re-e oa disec’het o foull-dour. Un ranig hepken, un tammig pelloc’h, hag a oa dour c’hoazh en e doull, a responte gae ha difoutr-kaer : O ! Wac’h ! Ne rimp ket !... Dour zo ! Ha ! Ha ! Ho !...

Ar gedon ne glaskent ket nemeur a dra evit c’hoarzhin, ober a rejont ken ma spontas ar raned ganto ; ha kement e c’hoarzhjont, ken ma faoutas o muzelloù, ha ma rogas o begoù betek o divskouarn...

Hag abaoe kement gad a deu er bed-mañ a c’han gant ur beg roget, diwriet, hag ur vuzell faoutet.

Hiniennoù marteze a gavo goular va c’hontadenn ; d’ar re-se e lavarin : c’hwi zo boazet da dañva gwelloc’h soubenn ; koulskoude arabat deoc’h heugiñ ; mar ne gavit ket diouzh ho c’hoant ar gontadenn-mañ - unan eus ar c’hontadenn a ziwan e bro Beg ar Raz - ha ma tisplij deoc’h zoken, ne lavarit ket ho soñj re uhel, rak drug e lakafec’h da vont e-barzh ar Chaperien !