Kemper

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 08/02/1920
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Kemper ’welan du-hont, azezet er pellder,
E-lec’h m’eo kemmesket an Oded hag ar Stêr.
Du-hont un iliz-veur, pignet warni daou dour,
A sav koant he c’horf kaer, dispont a-us d’an dour.
Perlezenn an Oded, merc’h ar roue Gradlon,
Filhorez Kaourantin, hon tad leun a galon,
O tridal a c’hellez e-kreiz da vogerioù,
Rak e tremeni-te a-hed an amzerioù ;
Ha da anv dispar a lufro dre ar bed,
Rak warnout diouzh an Neñv mouezh Kaourantin a bed.