Daou skolaer

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Yaouankik-flamm e oan c’hoazh pa oen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derriñ va fenn gant latin ha gregaj, ha da zastum ar muiañ ma c’helljen a zeskadurezh. En em gaout a ris da vezañ lakaet, e pep lec’h koulz lavaret, e-kichen an daou vrasañ lakepod a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’hwezek pe seitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pezh ne viras ket ouzhin da gousket kloz ha kalet, betek ar mintin, ’hed an nozvezhioù kentañ da vihanañ. Met a-raok eizh deiz goude, ne oan ken evit serrañ lagad ebet, gant ar safar hag ar jabadao a veze bep noz, betek unnek eur pe belloc’h, gant va daou louarn, o kozh un tammig eus a bep tra, o c’hoarzhin kreñv, hag o trailhañ avaloù ken na vije aet skuizh ha kleret o dent.

Un nozvezh — an dra-mañ a oa war-dro ur miz goude ma oan deut d’ar skolaj — an daou gomperig en em silas en o gweleoù hep lavaret na grik na ger.

– Sell, sell ’ta ! a soñjis ennon va-unan ; souezhusat tra ! Aze zo un dra benak e gor ; diwallomp hag e welimp !

Ha va daoulagad serret kloz-mik evel pa vijen kousket, e c’hortozis.

Ur pennadig goude, unan eus al lakepoded, an hini brasañ, e anv Lanig, bras, met sec’h ha treudik evel pav koad ur forc’h houarn, a zeuas da gaout egile e-tal e wele d’an tu kleiz din-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont en-dro, ha me da selaou, digor frank va divskouarn.

– Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude ur sell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me zo skuizh-marv er skolaj ; n’eo ket ur vuhez eo houmañ. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traoù de zeskiñ divalavoc’h an eil eget egile... Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo bezañ paotr-saout, rak hennezh, ar paotr-saout,

          Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
          Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
          Kentel ar c’hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
          Kentel mouezh ar c’hleier ha richan an evned ;
          Ar gentel-se avat a dalv kalz a re all !

E-lec’h ni, peseurt kentelioù ne fellet ket sankañ ennomp ? Petra ’soñjez ? ha ma’z afemp en noz-mañ d’ar gêr ?...

– Ya, ya,a respontas Laouig ; er gêr, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakañsoù hep fin. Mat ! kerzh da’z kwele ha peoc’h ! Warc’hoazh vintin, pa dinto teir eur e tour ar Pont, buan war-sav ha d’ar gêr ac’hann. Gwir eo, hir e vo an hent, met

          Piv n’en deus ket kalon da ober labour vat ?

Ur gerig bennak a oe lavaret c’hoazh, met war bouez ; da c’hoarzhin en em lakejont o daou ha Lanig a droc’has d’e wele, goude bezañ strilhet e skouarn da Laouig, o ! hep ober droug, bezit sur. Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezhas buan warnon. Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele oa goullo : nijet e oa an daou labous eus ar gaoued ! Setu amañ penn-da-benn ar pezh a zegouezhas ganto betek Kemper ha goude zoken.

***

Koulz lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar paotr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.

– Bremañ, eme Laouig, dre belec’h e kerzhomp ?

– Gant hent Konforz da gentañ ; goude-se, ni ’welo, a respontas Lanig ; ha deomp buan ganti, rak, te ’oar

          Seul kent ez eer en hent, seul kent e tegouezher.

Brav e oa an noz, prest an deiz da c’houlaouiñ ; a-boan ma lugerne c’hoazh ar stered en oabl, pa zegouezhas an daou skolaer gant kentañ tiez Konforz. A vare da vare ur c’hilhog bennak a gane diwar o c’hlud da saludiñ en devezh-sul a oa o c’henel ; hag a-wechoù chas a harzhe hag a chalpe war o lerc’h. Deut e oa ar poent evit paotred Konforz da zilammat er-maez eus o gweleoù da strilhañ o c’hwenn.

Skuizhet gant un hevelep pennad-bale, graet re vintin, ur paotr kof bras, penn tev, ledan eus an a-dreñv, a lavaras chom un tammig a-sav evit tennañ an alan ; ha setu hon daou baotr azezet diouzhtu war ur penn-moger, evit d’ar glazenn bezañ glebiet-holl gant ar glizh-noz. Laouig a lavare uhel a-walc’h, en ur stokañ e viz ouzh e gof :

– Hemañ n’eo ket gwall laouen ; trouzal a ra zoken a-wechoù, evel pa zeufe dezhañ c’hoant kaout un dra bennak ; ha ni n’hon eus nemet daou wenneg evit holl danvez.

Lanig, evit dezhañ digeriñ, da zic’henaouiñ, ur beg ken frank ha... toull-ifern ur forn, a soñje, stouet e benn. Met d’ar gerioù-se e savas en ur c’hoarzhin :

– Nann, n’hon eus nemet daou wenneg etrezomp hon daou, n’eus forzh ! Met paotred fin ’omp... ha ma ne ebatomp ket o vont d’ar gêr, da vihanañ n’eo ket frikoù a vanko da vab va zad ha d’e vignon. Deomp, Laouig, deomp adarre !

E-pad ar c’houlz-se, e veze gwelet ar sklêrijenn en un ti bennak, ha klevet trouz an norioù o tigeriñ, rak an deiz a zerede d’an daoulamm eus korn ar Sav-Heol...

          Du-hont, war gern ar menez,
          Setu c’hwi o skediñ, heol laouen :
          Heol glan, deiz al levenez,
          Diskenn e strad teñval an draonienn !...

Dirak ar C’halvar, hon daou skolaer en em gav gant ur c’hozh denig, lemm e lagad, didog, a-boan gwisket c’hoazh, deredet eno, diouzhtu m’eo savet, da sellet eus pe gorn e c’hwezh an avel. En un taol lagad, Laouig (atav mignon bras e gof) hen anavez :

– Sell, ar marc’hadour gwestell.

Ha Lanig a gerzh etrezek ennañ :

– Abred emaoc’h war sav, tonton Herri. Ac’hanta, devezh brav hor bezo da vont hiriv betek Kemper ? Warc’hoazh mar plij d’an heol c’hoarzhin, Laouig amañ ha me, ni a c’hoarzho ivez hon daou, hag a fringo da eured va c’hoar !

– A ! ya, da Gemper, eured ho c’hoar ? eme tonton Herru, a zo brav avat ; met naon ho pezo a-raok degouezhout ha ma karfec’h dont da’m zi da welet va gwestell... rak Kemper a zo pell, ha mat a rit mont abred en hent.

– Deomp d’a gwestell, a respont Laouig.

– Ho kwestell, eme Laouig, kement-mañ a zegas da soñj din eus ar pezh a dlean deoc’h.

– Petra ’ta, paotr yaouank ?

– Ur gwenneg, abaoe ar wech diwezhañ m’eo bet skolaerien ar Pont o perc’hirinañ e Chapel Itron Varia Gonforz...

– N’em eus seurt soñj ebet, eme tonton Herri, met pa lavaret, e kredan...

          Neb a bae e zle,
          A zastum leve !

Hor paotred a bren ur gwennegad madigoù ha Lanig a ro e zaou wenneg :

– N’omp ket pinvidik-mor, emezañ, ha ne vo ket tenn deomp bezañ pinvidikoc’h en ur zont en-dro...

Penaos da c’houde, tonton Herri n’en dije ket roet gwestell e termen da dud onest evel-se ? — N’eo ket gwestell hepken, met bara gwinizh, un dorzh pemp lur, a brestas dezho ouzhpenn.

E-pad ma tebrent, an tamm a gouezhas eus tre o dent : gwelet o doa o tremen war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, kaset war o lerc’h a dra sur, ha karget d’o distroiñ war o c’hiz. Hep muioc’h a dreuz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buan-ha-buan o kemeret hent Poullan.

An oferenn-vintin a echue er vourc’hadenn-mañ pa zegouezhjont. War ar blasenn, ur vaouez war an oad a youc’he a-bouez-penn :

– Pesked fresk ! brilli ! emaint o vont !... emaint o vont !

– A ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? eme Lanig.

– Da vezañ gwerzhet, va niz !... Brilli ! Dek gwenneg an dousenn, marc’had mat ! Brilli ! Brilli !

– Ma ! Ar pezh a chom a vo din, eme Lanig en un dostaat. Renkit an div zousenn-se din e-touez ar raden a zo e strad ho paner !... Mat ! va moereb kozh, mat pell zo ! Ha bremañ, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet deoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotroù person.

Ha Lanig kas an hini gozh d’ar sakristiri, goude bezañ roet e besked da Laouig, bec’h dezhañ en em ziwall da c’hoarzhin.

Goude e oferenn, an aotroù person a zo o kofes ; ar c’hloc’her a zo aet da glask penn eus e lein : an hini gozh a chom er sakristiri goullo, e-pad ma’z a Lanig da skeiñ war kador gofes an aotroù person :

– Aotroù, mar plijfe ganeoc’h dont d’ho sakristiri da gofes va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell amzer ’zo n’eo ket bet va moereb o kofes : ur sac’hadig a dle kaout en dro-mañ !

Ha Lanig er-maez eus an iliz buanañ ma c’helle, hag an aotroù person war-eeun d’ar sakristiri :

– En em lakit war ho taoulin, emezañ kreñv d’ar vaouez, ma welimp.

– War va daoulin, eme houmañ ; n’eo ket ret emichañs ?

– Ya, war ho taoulin... Gwir a-walc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouzh ma welan, disoñjet ho peus...

– Va niz, un niz yaouank din-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se... ha penaos neuze ’mije bet un niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vremañ o deus desket lavaret gevier ?

Koulskoude plegañ ’reas un nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn diouzhtu :

– Ha bremañ ?

– Bremañ ? Grit sin ar groaz ha livirit « Ho pennozh din, va zad... »

– Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim ruz glaou gant an imour ; a-walc’h a vennozhioù evit an taol-mañ, paeit din va fesked da gentañ a-raok ober din kofes. Pevar real din ! pe me...

– Pevar real, reiñ pevar real deoc’h evit pesked ?

– Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat...

An aotroù person eo a baeas pesked Lanig, met ar vaouez kozh ne reas ket muioc’h a gofesion evit-se.

E-pad ar c’hoari gaer-se a oa er sakristiri, hon daou gomper a errue dija e Douarnenez. Lanig diouzhtu en un ti, ha Laouig war e lerc’h. Ur plac’h, ur penn-skañv a blac’h hervez an doare anezhi, o tegemeras, hag o c’hasas da zebriñ en ur gampr war laez.

Ar brilli a oe fritet druz-druz ken ma rede an amann warno, evel ma tiver an eoul poulladet er boestoù sardined. Ar c’hoshañ gwin eus an ostaliri a oe war an daol, ha meur a voutailh, goloet o c’hof gant ar boultrenn, a oe divontet. Ret e oa echuiñ koulskoude a-raok ma erruje ar mestr en ti. Setu Lanig ’ta gervel ar plac’h, hag hi ken buan war-laez.

– Pegement eo ? eme Lanig ; me a baeo.

– Tra, tra, eme Laouig ; va zro-me eo hiriv.

Setu reuz ha dispac’h etrezo, ma’z oa ret d’ar plac’h lâret, evit degas ar peoc’h, tennañ d’ar biouzennig [?] verrañ.

– O nann, eme al louarn fin a yoa Lanig ; skoulmit ho mouchouer war ho taoulagad, hag an hini ac’hanomp a bakoc’h da gentañ a vo dezhañ an enor da furchal e yalc’h.

Setu graet ar pezh a oa lavaret. Ar paourkaezh plac’h ! Troiñ ha distroiñ a ra dre ar gampr, e-pad ma tiskenn war bouezig Lanig hag e baotr Laouig, laouenaet o daou gant ur c’hofad brilli fresk. Troiñ ha distroiñ a rae c’hoazh pa erruas ar mestr er gêr, hag hi lammañ warnañ :

– C’hwi a baeo ! emezi.

Gwir e lavare : ar mestr a rankas paeañ ! Evelato, ar plac’h penn-skañv-se a brenas, en taol-mañ, skiant ha furnezh diwar he c’houst ; rak kaset e oe kuit eus un ti e-lec’h ma’z edo en he aes.

A-raok an noz, hon daou lakepod a skolaerien a zegouezhas er gêr e Kemper ; e-lec’h frikoù, e oe roet dezho kordenn war o ler. Antronoz da greisteiz Lanig ha Laouig a oe distroet d’ar skolaj ; ha goude bezañ, en devezh-se, koaniet gant bara sec’h ha kalz... mezh, va zaou gamalad a zistroas d’o gwele, na oa ket bet tommet en nozvezh tremenet.

Direbech kaer ’int deuet da vezañ o daou da c’houde, ha d’an 31 a viz mae, d’ar bloaz war-lerc’h, pa’z eas skolaerien ar Pont da berc’hirinañ da di an Itron Varia, Laouig ha Lanig, deuet da dud onest evit mat, a baeas o dle da donton Herri, marc’hadour gwestell e Konforz !