D’an tier

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 07/05/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Tier e koad, tier e mein,
Re nevez, re krommet ho kein,
Gant ho prenestri damzigor
’Vel lagad war-heol ha gor ;

Tier ar beorien, lojennoù
Stag penn-ouzh-penn, a-renkennoù ;
Kestell lorc’hus an dujentil
Hag a guzh aour dre gant, dre vil ;

Tier labourerien douar
Gwaskedet en draonienn glouar ;
Tier izel ar martolodod
A ziskenn betek ribl an aod ;

Tier mein glas, tier e teol
O lugerniñ dindan an heol ;
Tier gant ho toennoù soul
Livet teñval ’vel ar c’houmoul ;

Tier milin gant ho kof reud,
Ho tiavaez gwenn gant ar bleud,
Milin a-c’haoliad war ar stêr
A gan son ar bleud gant douster ;

Tier kêr, rog ha leun a stad
Abalamour m’oc’h savet mat ;
Tier diwar ar maez, didrouz,
Laouen zoken gant toenn blouz ;

Tier fichet ha leun a don
’Vel merc’hed koant deiz ar pardon ;
Tier divalô, digempenn,
Mezh warnoc’h o sevel ho penn ;

Holl dier ’lec’h ma zo buhez,
Setu an amzer didruez :
Amzer an aon, an torfedoù,
Mat da yenañ hoc’h oaledoù !

Holl dier ho peus un ezel
War var e-barzh tan ar brezel,
Nag e welit a boanioù kuzh,
Kalon rannet, daoulagad ruz !

Kenavo d’ar plijadurioù ;
Tavit heklev ho mogerioù !
Rak ar mistri, rak ar mibien
A stourm ouzh an enebourien ;

Emaint holl o harzh ar bleizi
O deus kaset e-maez o zi
Tudoù dinoaz evel an oan
A zo bremañ beuzet er boan !

Tier ! Na pet eus ho preudeur
En deus dismantret er gwalleur,
Ken n’eus mui daou vaen bern war vern,
An Alman, ra lesko ’n Ifern !

Met, tier, distreiñ ’ray ar peoc’h,
Hag ho tudoù a zeuio deoc’h :
Ni ’savo ho preudeur karet,
Met an Alman ’vo diskaret !

Ha, pa vo eur Doue sonet,
Tad ar brezel ’vo didronet :
Gwilhoù ’vo foeltret en Ti-forn
En tan a lesk kig hag askorn !

    Brest, 27.4.16