al Laer a zo laer (6)

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

VI

AL LAER A GAS GANTAÑ ZOKEN DILHAD AR C’HAPER

Koulskoude Kolaig, o vezañ baleet ur c’hard lev, un hanter lov, ne wel, ne glev na liv na c’hwezh eus bida ebet.

– Mat, emezañ, en ur gravignat e benn, ret eo krediñ ez eo aet al lorgnezh-se d’ar gêr ; emichañs, pa zegouezho du-hont e Kernez-Vihan va hini gozh he devo ar skiant da stagañ anezhi !

Hag eñ distroiñ adarre  met ne gav mui na den na marc’h.

– Del ! sell aze avat ur stal all !... Da belec’h an diaoul ’int aet o daou ac’halenn ?... Ah ! petra ’soñjan-me ’ta ? Sur a-walc’h ma den, skuizh o c’hortoz ac’hanon amañ, a zo aet gant Laouig betek ostaliri an Toull Drez du-se pelloc’h, da glask ur banne digant Mari Burel... Deomp da welet ! - Ha Kolaig d’an Toull-Drez !

Al laer, eñ, goude bezañ deut a-benn eus ar bida ha bremaik eus ar marc’h, en deus lavaret outañ e-unan : « N’emañ ket re fall an traoù evel-se, ar C’haper-mañ a zo ken sot hag ar marc’h hag ar c’havr am eus sammet diwar e goust... C’hoari lourn am eus graet ivez, ret eo lavaret !... Met n’eo ket a-walc’h kement-se. Ma dilhad war ma gorre a zo enno n’ouzon mui pet kant toull warn ugent, ha gant ar C’haper a zo ur wiskamant nevez-flamm : bragoù nevez mat, ha chupenn kerkoulz. A ! Daoult ! Peogwir e lavarer atav : al laen a zo laer, ret eo deomp trokañ, evit kaout peoc’h gant ma c’houstiañs, ha pa na ve ken. Met... penaos ober ?... Deomp atav etrezek an Toull Drez ; mar deu ar C’haper di, e welin petra d’ober ! » Hag eñ etrezek an ostaliri.

Un ugent kammed bennak kent degouezhout gant an ostaliri emañ ar puñs ; ar re a zo bet du-hont ur wech bennak o tañva ar chistr, a oar mat kement-se. Hag en ur sellet a-dreñv e gein, al laer a wel piv ? Ya, piv a gav deoc’h ? Ar C’haper o tont, izel e benn hag e glipenn !... Petra d’ober ? Al laer n’emañ ket pell nag o klask nag o kaout ; mont a ra d’an puñs, tennañ e chupenn, trotañ un tammig pri ouzh e veg hag e vlev, ha bec’h da dennañ dour buanañ ma oar ober. — Ar C’haper a zegouezh :

– N’ho peus ket gwelet ur marc’h hag un den o tremen aze ?

– Petra ? un den hag ur marc’h ? A ! me zo chalet, sur bremañ, gant tu ha kezeg, mar gouferc’h pegement ! A ! Aotroù Doue !...

– Petra, da vihanañ, a c’hoarvez ganeoc’h ? Chwi a seblant nec’hetoc’h egedon-me, ha me kollet ganin ur marc’h hag ur bida...

– Bida... te da-unan, Kaper droch ! ur stal gaer c’hoazh. Koll ur bida hag ur marc’h blevennek kozh bennak. E-skoazh din me ! A ! ya, Aotroù Doue, Doue !...

– Petra ’c’hoarvez ganeoc’h ?

– Sellit ! ne welit ket aze ur maner en tu all, e-kichen kroazhent Kerroue ? Mat, me zo o tont alese bet o kerc’hat dek mil skoed da’m mestr. Pa’z on deut amañ, sec’hed din, ez on en em lakaet da dennañ ur sailhad dour. Ha, n’ouzon dare penaos, ret eo lavaret em befe stoket enni gant va dorn pe gant penn ma ilin, ar voest e oa ma dek mil skoed enni, a zo ruilhet e strad ar puñs !...

– Dek mil skoed ! eme Kolaig ; met, ma den, e-lec’h tennañ ailhadoù dour, gwelloc’h e vefe mont er puñs ; ha marteze ur wech diskennet er strad, dre forzh tastoni gant an treid, e teufed a-benn da gaout ar voest.

– Ar wirionez a zo ganeoc’h, ha soñjet em boa ivez kement-se ; met me n’hellan ket diskenn e-barzh, rak a-nevez bezañ bet klañv emaon ha iskenn aze e vefe diskenn er bez hepdale. Met c’hwi, ma den mat...

– O ! me n’on ket bet klañv abaoe ma nav bloaz !

– A ! ma karfec’h diskenn e-barzh, ma teuit a-benn da gaout ar voest hag an dek mil skoed, war ma enor ha ma c’houstiañs e touan roiñ deoc’h kant skoed.

Hag ar marc’had a zo buan graet ; ha Kolaig da dennañ chupenn ha bragoù, botoù ha leroù, ha pididip ! da ziskenn er puñs diwar-bouez ar gordenn. A-boan m’eo degouezhet er strad, al laer kerkent da lezel ar gordenn da gouezhañ en dour, ha da vont kuit gant dilhad ar C’haper, en ul lavaret outañ e-unan « Hag a dri ! Petra ’faot deoc’h ? Al laer a zo laer. »

Hag eñ, goude bezañ cheñchet gwiskamant ha gwelc’het ar pri diwar e veg, da glask e gentañ hag e eil laeradenn. Hag e soñj en e benn « Un devezh mat hiriv ! Ne faot ken nemet ar foar bezañ mat war ar gevred hag ar c’hezeg, hag em bezo peadra da vevañ ur pennadig hep en em skuizhañ re, ha peadra ivez da evañ ur werennadig lagoud bennak. O ! Kaper droch ! Lakaet en noazh ’ran ganin : gwag a se evitañ ! »

Rak marteze ez on bet disoñjet d’hel lavaret deoc’h, an diaoul a laer-se en doa un tech all a-dreist al laeronsi : tech ar vezventi eo a fell din lavaret ; ne gave ket fall ar gwin-ardant, pell ac’hano, ha ne daole ket an hini-melen dindan e votoù, nag e-barzh kennebeut !...

A-raok mont war-lerc’h al laer, gwelomp, da gentañ penn, penaos emañ ar bed gant Kolaig e strad e buñs.

Kolaig Dorndu, o vezañ klasket mat ha pizh ar c’hefig aour hag o vezañ ne gav netra nemet un tog divalav hag ur c’hozh chupenn truilhennek, a ra e soñj da zont er-maez.

– Sach war ar gordenn ! emezañ. —  Den ebet ! Netra ! Ar gordenn zoken, ne wel ken anezhi ! — Frap ac’hanon el lae !  — Boud ! Netra morse ! — Amañ eo yen ! — Den ne lavar grik !

Hag ar C’haper a ziskenn neuze ennañ e-unan :

– Daoust, emezañ, ha me a ranke chom amañ ?... Me ’gred ez ont bet devet gant an tres laer-se, heñvel-mil ouzh an hini eo aet Laouig gantañ... N’eo ket hep gwir, me ’gred, e lavare din Janig diwall diouzh al laer. An holl a c’hell bezañ flemmet ; c’hoarvezet a zo ganin evel gant an alvokad Alanig al Louarn : « N’eus den fin n’en deus e goulz. » Abaoe ar mintin-mañ pet gwech n’on ket bet laeret ?... O ! ya, Janig, gwelloc’h e vije bet din diwall... keuz am eus !

Un eur pe ziv goude, Mari Burel deut ezhomm dezhi a zour (da lakaat en he gwin, sur a-walc’h !) a zegouezhas e-tal he fuñs : o klevout trouz e-barzh, e c’halvas holl dud an Toull-Drez...

***

Dizale Kolaik Dorndu, tennet er-maez ganto, a lavar dezho petra zo c’hoarvezet gantañ ; un tamm dilhad kozh bennak a zo klasket da lakaat en-dro dezhañ.

– Ne dalv ket ar boan din, eme Kolaig, mont war-lerc’h an hini en deus kaset gantañ Bouchig, Laouig ha ma dilhad ! Trugarez deoc’h ha mil bennozh Doue, ha kenavo !

Hag hor C’haper ’a d’ar gêr war e droad.

An abardaez-se, pa glevas an traoù, Janig ar Gapenn a semplas... Bremañ Kolaig Dorndu a zo deut da labourer-douar en despet d’e vestr-skol !... Bezañ flemmet a ra vad a-wechoù !

***

Hag al laer ? a c’houlennoc’h diganin. Setu amañ petra eo deut da vezañ. Gwerzhañ ’reas e Pouldahud gavr ha marc’h Kolaig, ha gwerzhañ mat zoken, en hevelep doare m’en em gavas pinvidik en un taol. E arc’hant ne chomas ket pell gantañ : bleud an diaoul a dro e benn, gouzout a rit.  Al laer (un rouler e oa, soñj ho peus) en em vezvas en un ostaliri e-lec’h ma oe sammet e yalc’h eus e chakod, e-pad ma tistage ur gwall bennad-kousket... Da serr-noz, an ostiz a zihunas ar mezvier hag a blantas anezhañ er-maez eus e di.

– Bremañ eo ret mont en un tu bennak koulskoude, eme al laer hanter gousket c’hoazh. O vezañ baleet ur pennadig, e tegouezhas e Meilh-Kervern :

– Amañ, emezañ, n’eo ket prenet morse dor ar marchose ; deomp e-barzh !

Dres ! er marchosi e oa un disparti goullo, leun  blouz fresk ; ne oa nemet gourvezañ e-barzh. N’oa ket tenn an-dra-se d’ober, hag al laer, pounner e benn, en em roas da gousket adarre !...

War greiz an noz, e tihunas ; an tan a oa en e c’hourlañchenn, sec’hed en doa, spontus ! U bann loar, o skediñ er marchosi, a roas dezhañ da welet ur mell podez war ar prenestr dirazañ, hag eñ mont da welet.

– Leun eo a laezh, emezañ, hag e stagas e benn da evañ.

Siwazh ! n’eo ket laezh e oa, met dour-razh evit gwennañ ar marchosi !... Al laer a zihunas mat neuze ; mont a reas er-maez, da ruilhañ er park tostañ ; e vouzelloù a zeve en e greiz, trelonkañ, dislonkañ ’rae... Koulskoude, ne varvas ket, met ober a reas div soñj avat ; ha diwar an dro-se e tilezas ar vicher a laer a-grenn. Mont a reas d’ar C’hap da glask labour, hag e ti piv, e kav deoc’h, e oa degemeret ?... E Kernez-vihan, e ti Kolaig Dorndu !... met evit digoll e vestr nevez, ar mevel a boanias start e-pad daou vloaz, hep kemer ul liard koumanant... Hiriv Kolaig hag al laer a zo daou vignon bras hag o mignonaj a bado... Kenavo, lennerien, ha ma tegouezh deoc’h ur wech bennak mont d’ar foar da werzhañ kezeg ha gevredn difiziit diouzh an daouarn-krap, rak, gwelet ho peus dre skouer Kolaig Dorndu : Al laer a zo laer !