Tri neved, teir bedenn (1)
- Arroudenn
- Kentskrid (Loeiz Herrieu)
- Kentskrid (Joseph Loth)
- Arroudenn
- Evit m’ene paour
- Evit ma breudeur
-
Evit ma bro
- Ma c’halon zo e Breizh-Izel
- Ma gouenn (1)
- Ma gouenn (2)
- Ma gouenn (3)
- Gweledigezh (1)
- Gweledigezh (2)
- Gweledigezh (3)
- Talitha, cumi
- Diougan Ezekiel (1)
- Diougan Ezekiel (2)
- Diougan Ezekiel (3)
- Diougan Ezekiel (4)
- Pedenn evit Breizh
- Tri neved, teir bedenn (1)
- Tri neved, teir bedenn (2)
- Tri neved, teir bedenn (3)
- Tri neved, teir bedenn (4)
- Er brezel
- War hentoù ar brezel
« Quam dilecta tabernacula tua, Domine virtutum ! Concupiscit et deficit anima mea in atria Domini…
Et enim passer invenit sibi domum et turtur nidum sibi, ubi ponat pullos suos.
Altaria tua, Domine virtutum !… »
(Ps. LXXXIII, 1, 3, 4)
IMRAM. – Pa n’ouzomp diwezh ebet d’hon truegezh, m’ene, plegomp hor penn… Ha prederiomp.
Ar pezh ’zo degouezhet ganeomp zo un dra kozh : ar gourdadoù hen anave.
Pa’z oent skuizh gant an dremmweloù, o bag a lakaent war zour, hag e roeñvent.
Hag ez aent, sent Doue gante, da glask e-mesk ar morioù pell.
Enezennoù eürus ar yaouankiz.
Aes eo goût, n’en deo ket an hevelep huñvre e glask-omp-ni ur c’horf dezhañ, narenn.
Met ar vordeadenn ez omp ganti, bloazioù a zo, a denn d’o re.
’Velte hon eus lamet eus ar gêr, ur beure ; korn an oaled hon eus kollet ’velte ; penniñ a reomp, ’velte, en Dianav.
Ha ’velte deut en-dro eus an imram moliac’hus177, m’ene,
Ni a lâro an enezennoù-hont hon eus kavet enne
Diskuizh… – An ilizioù…
177 burzhudus