Pedenn en teñvalded (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Notice
The spelling has been adapted from Brezhoneg Gwened to KLT standard.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          « Plorans ploravit in nocte, et lacrymae ejus in maxillis ejus… »
                         (Threni, 1, 2.)

Ne c’houlennit ket piv zo aze. Goût a rit55
Emañ me en em stlej e toull Ho tor arre :
En Ho kalon, Jezuz-kariad, Jezuz karet,
Deut ’on da ziskargiñ ma c’halon, rak barr eo.

Deut ’on. Diwezhad eo. An noz dall a zisoc’h,
A c’hronn ar mor, hag an tier, hag ar maezioù ;
Hoc’h ilizioù, pa gouezh an noz, a zo dousoc’h,
Laoskit me da ziskuizh un eur war an treuzioù.

Laoskit me. Flastret ’on. Mont e-raok n’hellan mui ;
Dindan mezh ma fec’hed en em gromm[a] ma c’hein,
Dindan bec’h ma anken ez on pare… O C’hwi,
Kentañ douger ar groaz, Ho pet truez diouzhin !

Setu me diragoc’h ’vel ar c’hlasker-bara
A y-a d’c’houlenn an aluzon a zor da zor ;
Ma nerzh a waz, henoazh, a zo aet da netra,
Ma glac’har ’z on a-barzh ’vel ur c’helan56 er mor.

Setu me ’vel ar c’hi truek en deus e vestr
Laosket er-maez er yenijenn, hag a ouel[a] ;
An dic’hoanag ez on skoulmet en e gabestr,
An noz-spered a sourr warnon hag a’m gola57

Mestr, na’m dilezit ket, m’Ho asped, er goc’had58,
Pe solio ’rin ! Sellit, an tonnoù a’m gouni59
Skuilhit Ho kras ennon a-flac’had, a-flac’had,
Tommit ma c’halon marv diouzh tan bev Hoc’h hini.

Ez on ’vel ul loen skuizh ha ne glask ’met ac’hoez60 ;
Ma c’hroazioù pemdeziek a zinac’han o doan :
Ho pet truez diouzhin, o ma Doue, o ma Doue,
Aon em eus a chomel61 ma-unan gant ma foan !…

…Eilger ebet… netra ! O, diskuizh ! O, kousket,
E-men62 ez oc’h, ma Mestr ? ’menn emañ Ho truez ?…
– Siwazh, ma fedennoù n’eo ket briel63, n’int ket…
Ama ! Me ’gano Deoc’h gwerzenn zu ma buhez :


55 W ret

56 KLT ur c’horf

57 KLT golo

58 KLT arneñv

59 KLT gounez

60 KLT echoaz

61 KLT chom

62 KLT pelec’h

63 pe enorus