An drouiz a gelenne : « Un Doue zo, n’eus ket daou ;
Ur bed arall a zo ; pleget ’omp holl d’ar Red… »
Met un dra a vankec’h anezhañ, o tadoù :
D’ar Goanag hoc’h ene pagan a oa serret.

Rak-se, p’en d-eas ar Gwir Lezenn eus ar Reter,
Pa glevas ma Gouenn baour gourc’hemennoù ar C’hrist
Pa anavas an Aviel leun a zouster,
Ul levenez divent ’grenas ’n he c’halon trist.

Tamm ne harzas ouzh Anv Jezuz, – o, tamm ebet !
Hennezh a vo bepred enor hon tadoù-ni :
En holl broioù arall merzherion o deus bet,
Keltia hi he-unan n’he deus ket graet hini.

Hi, hag a c’hoarzhe kent diwar furnezh Hellas,
’c’houestlas d’ar Gredenn-mañ he bugale wellañ ;
Ouzh treid Doue ar C’halvar he c’hlez’ houarn hi ’daolas,
Hag ’hed ar c’hantvedoù outañ ’mañ bet felan115.

Enebourion he Doue zo deut da vout he re ;
’Vitañ he deus kerzhet d’an emgannoù euzhus,
Ha gant ma oa ar Feiz e kalon he fare,
Goloet he deus ar bed a glod he anv trec’hus…


115 KLT feal