O race des Bretons vouée à la souffrance
       Nous n’avions pas de mots pour dire l’espérance.
                                          A. Brizeux

E-men105 ’mañ he c’havell ?… Al levrioù n’hel lâr ket.
Balc’h e oa hon tadoù a glodoù he orin,
Met gwerz zo en o bezioù yen emaint kousket
Ha gante ’dan106 an douar e kousk[a] o c’hevrin.

War-dreuz an Hen-Amzer he c’havomp. War-sav eo,
He dorn war he c’hlez’ houarn, herder ’n he daoulagad.
E reter ar Renos107 neuze en em strewe
Hag Europ a grene dindan tuz he jav-gad108.

Ma gouenn ne zouje ’met an Neñv, netra dindan !
Met ur c’hoant bervidant ’n he c’halon a veve,
Met he spered a vage un huñvre ledan :
Kornog ! Mont da Gornog, da gaout ur bed nevez !

Hag un deiz : « O Kornog, ez an dit ! » Emezi…
War-dreñv ar gaderion e kerzhe ar gwragez,
Noz-deiz ez aent a-raok gant nerzh ar reverzhi,
Hag e sol an neñvoù Sell Doue o ambrouge.

Treuzet dezhe ar stêr, treuzet ar menezioù,
Treuzet zoken da lod argolloù ar Ganol,
Int a welas an heol o sevel war vroioù
Ken bourrus ma tarzhas ur « You ! » e beg an holl.

« Ehan ! eme ma Gouenn. Amañ ’mañ kuñv an neñv109,
Dremmweloù ar vro-mañ ’vo mat beviñ gante ;
Amañ ’hed an oadoù e luskellin m’eneoù110
E tristezh ar Mor-Bras heñvel ouzh ma zristezh… »

O Arvor ha Gallia, Iwerzhon ha Brittia,
A holl-viskoazh e oac’h tonket gant ar C’hroueour
Da vout broioù santel kaderion kreñv Keltia,
Rouanezed ar broioù ha dinnoù111 an Enor112 !

Hiziv, her goût a ran, ez oc’h goapaet d’an holl :
Goude bout bet gouloù Europ, o gouenn vreton,
Hiziv, ’out aet da guzh e kornog ’vel an heol…
Met pa zeuy ar beure te a savo ’veltañ113.

Te ’savo ’vel an heol ! Arzhur n’en deo ket marv ;
Tregont milion Kelted ez omp ouzh her gortoz :
Mar venn Doue, tu a vo da skeiñ meur a daol garv,
Mar venn, e t’int114 en-dro, deizioù Ambikatos.


105 KLT pelec’h

106 KLT dindan

107 Rhin e galleg

108 cheval de bataille e galleg

109 W néañù

110 W énéañù

111 kistilli

112 W Inour

113 W èlton

114 teuint