K’roll an del marv

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

          An avel a dremen
     Ha war e lerc’h a stlej
     En aer yen-sklas an evn,
     Er c’hoad, an del kej-mej.
Ar reklom80 hag o doug biken n’en deo gwalc’het !

               K’rollit, k’rollit81,
     O ! k’rollit troioù amoed,
          Paourkaezh del, k’rollit !

          Ya, kouezh a ra an del,
     Oulm-gwenn, dervenn, oulm-du ;
     Pep den a zo marvel,
     Mab yaouank ’vel tad-kuñv.
Huñvreoù ar bed-mañ emberr zo dismantret.

               K’rollit, k’rollit,
     O ! k’rollit troioù amoed,
          Paourkaezh del, k’rollit !

          D’an hañv dindan an heol,
     Ar barr zo glas gante ;
     Nerzhus ha leun a jol82,
     Goleiñ a reont ar gwez.
Met an dilost-hañv deut, an del zo disec’het.

               K’rollit, k’rollit,
     O ! k’rollit troioù amoed,
          Paourkaezh del, k’rollit !

          Mab-den a zo heñvel83
     Diouzh an del eus ar gwez ;
     Un deiz emañ er bal,
     An deiz war-lerc’h er bez :
Ar vuhez war an douar a bas evel moged !

               K’rollit, k’rollit,
     O ! k’rollit troioù amoed,
          Paourkaezh del, k’rollit !

          Beviñ er plijadur
     Da betra ’servijo ?
     Warc’hoazh er breinadur
     Falc’h ar marv hon taolo :
Ar pinv’ig ’tal ar paour a gousko er vered…

               K’rollit, k’rollit,
     O ! k’rollit troioù amoed,
          Paourkaezh del, k’rollit !

          1905