Ton evit an diskan : Ar Re C’hlas (Barzhaz Breizh)
       Ton evit ar pozioù : E-barzh ar c’hoad (Ernault-Mélusine)

       My heart’s in the Highlands,
       my heart is not here.
                     (R. Burns)

 

       Ma c’halon zo e Breizh-Izel
       Ne vern ’menn103 ’mañ ar c’horf-mañ,
       Ma c’horf skuizh ennañ pep ezel.
       Tro ’n deiz, tro ’n noz e c’harman :
       Ma c’halon zo e Breizh-Izel
       Ma c’halon n’eo ket amañ.

Amañ e teil ar gêr vras e kresk[a] bleuñv ar boan,
Poanioù ar paour divroet, debro ’reont ma spered :
Ma c’halon a zo du-se war dreuz an ti karet
’Lec’h ma huñvreer e peoc’h ’tal an nor goude koan.

Amañ war an eneoù un avel yen a hud,
Pep unan ’ra evitañ, ne sell[a] den gant den :
Ma c’halon a zo e bro an truezioù kristen,
Ma c’halon a zo du-se e-mesk re tomm ma zud.

Amañ ’mañ toull ar pec’hed. Al loened war ma zro,
Mouezhioù an droug a glevan o hudadennoù lous :
Ma c’halon a zo du-se en ilizioù didrouz
’Lec’h ma taoulin[a] gredus martoloded ma bro.

Amañ ’mañ strizh war un den : Er rabinioù digor
Hirvoud ’ran d’an aod ken brav, ’n e wiskamant lannoù
’Vel un enezenn vihan drailhet gant an tonnoù,
Ma c’halon a zo du-se e chajelloù104 ar mor !

Pell du-se penn er gornog na mar karit monet,
En tu ’rall d’ar menezioù ha d’an aodoù bourrus,
O ! C’hwi a welo marse, diavaezour eürus,
Ar vro ’lec’h ’mañ ma c’halon, ar vro ’deus ma ganet.

O enezennoù Hellas, enezennoù Hellas,
Ken pinv’ik ho liorzhoù ha peurbadel hoc’h heol,
E-mesk an enezennoù, brudet ’oc’h dreist an holl
Ha telennoù aour mil barzh dre ar bed ho meulas.

Ha newazh mont davedoc’h biskoazh n’em eus c’hoantaet,
Beviñ ennoc’h ne rafen ’vit arc’hant na ’vit aour,

Rak ma c’halon zo du-se, en enezegi paour
A glever ’mesk o c’herreg yezh santel ar Gelted.

                    Pariz, 1913


103 KLT pelec’h

104 javedoù