Gweledigezh (2)
- Arroudenn
- Kentskrid (Loeiz Herrieu)
- Kentskrid (Joseph Loth)
- Arroudenn
- Evit m’ene paour
- Evit ma breudeur
-
Evit ma bro
- Ma c’halon zo e Breizh-Izel
- Ma gouenn (1)
- Ma gouenn (2)
- Ma gouenn (3)
- Gweledigezh (1)
- Gweledigezh (2)
- Gweledigezh (3)
- Talitha, cumi
- Diougan Ezekiel (1)
- Diougan Ezekiel (2)
- Diougan Ezekiel (3)
- Diougan Ezekiel (4)
- Pedenn evit Breizh
- Tri neved, teir bedenn (1)
- Tri neved, teir bedenn (2)
- Tri neved, teir bedenn (3)
- Tri neved, teir bedenn (4)
- Er brezel
- War hentoù ar brezel
Reter, Reter ! Du-hont bemdez e sav an heol.
Du-hont ivez, en amzer gent, en deus vennet
Ganiñ120 an Heol doueel, Gouloù ar broioù holl.
Met an Heol-mañ warnout n’en deus ket c’hoazh splannet :
E pe kornad da zouar n’azeuler ket an Diaoul121,
O Reter paour ar baganed ?
Me ’wel o tremeniñ warnout ar prantadoù…
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù,
Brevet E gorf d’ar skuizh hag E galon d’ar gloaz,
War venezioù Azi Jezuz a stlej E groaz.
Me ’wel Bed ar Re-zu. O Afrik dilezet,
En da goadegi don nag a c’hevrinoù lous !
’Vidout ivez newazh ar Mestr en deus komzet
Gwecharall. Met n’ac’h eus ket klevet. Heñvel ’out122
Diouzh ul leon divennozh ha ne gomz na ne glev123,
Un teñvalded diaoulek a c’hol124 da ene paour125 :
Pegoulz e tigori da lagad d’ar Gouloù126 ?
O, hast ! Rak deiz ar Varn a dosta da bep eur.
Siwazh ! Ael du ar Marv, ’out heudet ’n e ardoù,
Bugale ar Gwir Doue war da zouar a zo rouez…
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù,
E gouelec’hioù Afrik Jezuz a stlej E Groaz127.
Kristof, Douger ar C’hrist, da zizoloas gwechall,
Amerik, ha pagan e oas ;
E gwez da goadeier eñ ’lakaas ar vouc’hal
Da sevel, war da zouar, ar Groaz.
War e lerc’h, ar Mor Bras zo deut da vout kanol :
Gwelet ’c’h eus o tont davedout128,
Evit da aourgleuzioù pinv’ik ha da neñv dous,
Mibion ar Saoz hag ar Spagnol.
Ar Gwir Doue a ziskou’ent129 heuli e lezennoù.
Met tamm-ha-tamm, ’n o c’halonoù,
Ar Feiz, ar Garantez, ar Goanag zo marvet :
Aoterioù all o deus savet.
Gwa d’an neb ’ra ’velte ! Rak du-hont ne zougont130
Mui bri ’met d’ur mestr : an arc’hant.
Al leu[e] aour a vez leun gante e nevedoù,
Bep eur war e dreuzioù e kresk[a] an engroez…
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù
E kêrioù Amerik Jezuz a stlej E Groaz131.
Bet ’out kristen en amzer gent,
Europ kozh gol’et132 a c’hloazioù :
Met ankouaet az poe an hent,
An hent a gas d’an ilizioù.
Ar Frañs, o luskellat ur c’havell hep krouadur,
A gane ur sonenn bagan d’ar Blijadur ;
Pep bro ne oa enni ’met deul133 etre breudeur134.
Hag an Den-Gwenn a Rom a oa du e breder,
Rak e pep lec’h ’rene an Droug, splann pe kuzhet.
O Europ kaezh, kousket e oas en da bec’hed ;
Goap a reas diouzh ar Salver ha diouzh E c’hras :
Ha setu deut ar Brezel Bras !
Setu an enklask ruz war ar Gwir hag ar Gaou ;
Setu dek pobl taolet ’kreiz al lazhadegoù,
Dek bro paour diwadet bet’ an diwezhañ lomm,
Setu kanolioù gouez o skopiñ melloù-plom135,
Listri hobregonet o skarzhiñ ar morioù ;
Setu kañvoù, ha tan, ha dismantr er c’hêrioù ;
Sed an douaroù pinv’ik troet da vout karneled :
Sed ar Gristenezh diboblet !
O kelanoù an dud yaouank war ar bratell !…
– Hag anzav ’ri, bremañ, Doue hag E Gomz santel,
Europ, ha gwalc’hiñ ’ri ’n da wad da bec’hedoù ?…
Siwazh, siwazh ! Me ’wel e chomi ’vel ma oas :
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù,
dre hentoù ruz Europ Jezuz a stlej E Groaz…
120 KLT genel
121 W Diaol
122 W ous
123 W gleu
124 KLT c’holo
125 W peur
126 W Gouleu
127 W Groéz
128 W devadous
129 ziskouezent
130 W zougant
131 W Groéz
132 KLT goloet
133 querelle e galleg
134 W breudér
135 obuzoù