« Visio dura nuntiata est mihi… »
              (Isai., XXI, 2)

Perak taviñ bepred, p’en deo ar wirionez ?…

Ar barzh en e gousked en deus bet un hune ;
Pignet e oa war ur menez
’En em guzhe e benn e sol kogus an neñv117.

Pounner e oa an oabl ; ne c’hwezhe gren118 avel :
Du ’vel ar seizh pec’hed marvel,
An noz, du-hont, en em lede war an dremmwel.

Na trouz na fiñvadenn ’tro d’ar barzh-baleour ;
Hernet gant an devezh-sec’hour,
Ar Bed skuizh a gouske dindan sell e Groueour…

’N un taol, mouezh ar gurun en neñv en deus kornet,
Ar barzh ’n e galon ’neus krenet,
Koroll diroll al luc’hed foll ’neus her gronnet,

Met un ael etaltañ kentizh zo diskennet…

Ha war ma dremm, teir gwech, an Ael en deus c’hwezhet,
Ha ’dan119 ma daoulagad euzhet
Me ’welas o tremen holl ar Bed.

Me ’welas ar pobloù krignet gant ar Pec’hed…


117 W né

118 kren

119 KLT dindan