You da’m bro Breizh-Izel ! You, you ! d’an holl Gelted !
Me ’wel… me ’wel… me ’wel… O ! Selaouit, sellit166 !
Da Vreizhiz an div vro levenez, levenez !
Ar c’haour kozh keltiek a zihun en e vez.
E zivrec’h zo skoulmet, war e dreid ur chadenn,
Met en oabl glas en deus laosket e youc’hadenn,
Hag ar pobloù spontet en em sell tro-ha-tro,
En em goulenn gant kren : « Petra enta a zo ? »
Arsavit gant ho klemm : Mab Gomer zo dihun ;
Kornal a ra e vouezh evel tarzh ar gurun
Ha ganti menezioù Breizh-Izel, Iwerzhon,
Menezioù Bro Kembre, Kernev, Skos, a zasson.
Telenn, binioù, korn-boud, kanit ha diskanit167,
Degouezhet eo ’r prantad168, ar prantad diouganet :
Trec’h d’ar Vreizhiz, ha c’hwi, mallozh deoc’h, broioù kailh !
Braouac’hus ’vo an taol, mar reont warnoc’h ur sailh.
Un hej skoaz kreñv tuchant ha brevet ’vo ar yev169.
Doue ra vo benniget : Keltia a zo war sav !


166 W sellet

167 W diskanet

168 KLT oad

169 W yaù