Er bobl-se, kousket war an douar,
Hag a sav a-benn gant safar
Pa c’hwezh avel Doue war he fenn,
Anavet em eus nerzh ma gouenn.

Er bobl-se, gant Doue dibabet
Evit bout E soudard er bed
Ha chom feal dioutañ hep distro,
Anavet em eus Feiz ma bro.

Er bobl-se savet a-nevez
Dre ivoull Doue, dre ivoull160 Doue,
– O mouezhioù dic’hoanag tavit161 ! -
Ma Breizhig em eus anavet.

Er bobl-se, kent daouhanteret
Ha n’he deus ket c’hoazh ankouaet,
Ha d’en em unaniñ a ya,
Anavet em eus ma C’heltia.

Anavet em eus tonkadur
Ar vro-se ez on he c’hrouadur…
Met piv a vo an den-brezel
A roy an trec’h da Vreizh-Izel ?

Piv ? Ha da bet eur e teuy eñ162
Da adstagiñ daou damm ar Gleze163,
’N ur youc’hal deomp : « Mibion, savit164 ! »
Gant pe arouez ’vo anavet ?

Piv ha pegoulz ? Ha petra ’vern !
Ni, c’hwezhomp ’tav war an eskern,
Galvomp Spered ar yezh, ar Feiz.
Hag e pep tra fiomp165 e Doue !


160 youl

161 W tavet

162 éañ

163 W Gléan

164 W savet

165 fiañ pe kaout fiziañs