Dorn Doue warnon… Ambrouget d’E Spered Santel
Kerzhet em eus. Eñ ma c’hasas war ur bratell
Ha war houmañ, kej-mej, eskern oa astennet.

Sentus dioutañ, en o mesk em eus tremenet :
Niverus-niverus e oant, ha sec’h ’vel mein152.
Mouezh an Aotroù neuze da m[a] galviñ : « Mab-Den,
Ha te ’gred e c’hello beviñ an eskern-se ? »
Hag eilgeriet em eus : « C’hwi her goar, Aotroù Doue. »

Ha lâret En-deus : « Kae. Diougan war an eskern. »
Lâr dezhe : « Eskern sec’h, klevit komz an Tiern :
Me ’zegaso spered ennoc’h, ha c’hwi ’vevo ;
Dre nerzh ma c’homz, kroc’hen ha kig yac’h ho kolo ;
Me ’lakao mel ’n ho kanoloù, ha c’hwi ’vo bev,
Ha c’hwi ’ouezo penaos emañ Me an Doue kreñv153. »
E m[a] sav ’n em lakaet em eus da ziouganiñ…
– Kentizh, un trouz spontus zo savet war-dro din,
Ur fiñvadenn ’n em rae, bras, e-pad ma komzen,
Taolet em eus ma sell da bear154 c’horn an dachenn :
O burzhud ! An eskern d’an eskern a dostae ;
Mat en e lec’h, an eil d’egile ’n em joent[r]e,
Warnezhe kig, kroc’hen en un taol oa kresket,
Leun e oant holl a vel… Met spered n’o doa ket :

A-nevez, me ’glevas ar Vouezh vras o sevel :
« Den, diougan d’ar Spered donet. Galv an avel :
Eus ar gornog, eus ar reter, eus ar gwalarn155,
Eus ar gevred, Spered, deus ! C’hwezh war an eskern.
C’hwezh war ar re varv-mañ astennet el lann vras,
Dezhe holl ar vuhez e zaskori. » Me ’reas
’Vel m’En doa goulennet ar Mestr Hollc’halloudek.
Ar Spered ’zisoc’has enne, ha buhezek,
Nerzh en o izili, en o gwazhiad gwad,
Setu ar c’helanoù156 en em lakaat war droad.
Milioù ha milioù a welen ’vel un arme,
O redek hag en em dolpiñ war-dro din-me.

« Holl ar relegoù-mañ, ’gendalc’has an Aotroù157,
A zo Rumm Israel. Int a lâr : « A bep tu
’Mañ ledet hon eskern ; hor goanag zo a-blad,
Rannet eo bet e pemp pe c’hwec’h tamm hor foblad. »
Prezeg enta dezhe er giz-mañ : « Jehova
A venn ma tougin deoc’h E Gomz santel. Me ’za.
Setu ar pezh en deus lâret Mestr Israel :

« Me da lakao, ma fobl, er-maez diouzh da garnel,
Ha da zegas a rin war da zouar, ha neuze,
C’hwi ’ouezo holl penaos an Aotroù-Meur, Me eo.
Me ’roy deoc’h ma Spered, ha beviñ a rafet158,
War zouar ho kentadoù, c’hwi a c’hello kousket.
’Vel-se, en ur welet ober ma madelezh,
C’hwi a lâro : Gwir eo, an Aotroù eo Hennezh.

Distreiñ a reas neuze diouzhin Dremm Roue an neñv :
« Mab-den, kemer ganit un tamm koad, eme-Eñ,
Kemer, ha warnezhañ skriv : ’Vit Juda hennezh159,
Ha ’vit re Israel a heuli e lezenn.
Goude, kemer un tamm arall, ha war un dro
Skriv : « Da Jojeb. D’ar re ’neus graet dezhañ o ro. »
An eil diouzh egile stag an daou damm diouzhtu.
Hag unanet e vint en da zaouarn. Setu.
– Mar goulenner ganit, e-mesk ar pobloù-hont :
« Petra a venn lâret ar pezh a rez ? » Respont :

« Selaouit komzoù Doue. » Ez an, Me, da gemer,
Barr Jojeb, hag a zo e dorn ma diouganer.
Me her stago ouzh barr Juda. ’Vel-se ’vennan.
Hag an daou damm koad-se ne rint mui ’met unan.
Etre ar pobloù all ’emaont davete aet
Ha mabed Israel, un disparti ’vo graet.
Tud Jakob, ma Spered a redo d’o dastum
Hag o zolpo kevred war o douar, en ur rumm.
War menezioù o bro, en amzer da zonet,
Int a chomo dalbezh staget hag unanet ;
’Vit o reniñ, ne vo nemet ur roue hepken,
Ma bennozh a vo warnezhe da virviken… »
Amañ e tiwezh[a] diougan an Diouganer.
Aes eo goût, ne gomz[a] ’met a dud e amzer ;
Met me, ha pa lennan diougan bras Ezekiel,
Dit bepred e nij[a] ma soñj, o Breizh-Izel.


152 W mén

153 W kréñù

154 KLT pevar

155 W golern

156 pe korfoù marv

157 W Eutru

158 W reet

159 W hennen