Kentskrid (Joseph Loth)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud’homme, et Paris, Maurice Le Dault, 1904
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

E-mesk kement a Vreizhiz hag en deus skuilhet o gwad evit difenn brud-vat ha klod hor bro, Yann Kalloc’h a zo, hep arvar, unan eus ar re a zo dleet dezhe dreist-holl bout gouelet gant Breizh-Izel. N’ec’h eus ket ’met monet penn-da-benn dre an dastum-mañ eus e werzennoù, lennour ha kembro karet, evit kavout un delvenn wirion anezhañ. Beviñ hag analat a ra e pep unan eus e follennoù ; en em ziskouez a ra enne splann ’vel ma oa : gwir Vreizhad, gwir gristen, kadour kalonek, preder ebet arall gantañ, noz-deiz, ’met mad, klod, hag enraokad Breizh-Izel. Garv ha kalet e oa bet ar Bed evitañ, kuzhet e rae en ur c’horf eus ar re vrasañ (c’hwec’h troatad hervez muzul ar Saozon oa ment Kalloc’h) un ene tener, hegeuz ha kizidik dreist-penn.

Pa oa bet ret dezhañ kuitaat an Arvor, ar vro ken karet, en doa bepred prederet beviñ ha mervel enni, heñvel e oa gantañ ez oa ur mordead taolet en ur vag-c’hedour, war ur mor leun a c’herreg. A-wechoù e kolle kalon : selaouit-eñ o c’hervel an Ankoù :

Ne ran ’met huanadiñ war-lerc’h ar marv… Ar marv !
.........................................
.........................................
......... c’hoant em eus, naon em eus da vervel !

O ! Bout mac’het dindan c’hwec’h troatad douar pounner !
Breinaat didrouz en teñvalded, pell diouzh an aer,
Bout marv-mik !… Huñvre mat ha dous, huñvre karet,
Joa a lakaez em c’halon paour hag em spered.

Met ne bade ket pell ar goc’had-se a zigalonder. Kentizh ur vouezh a-ziabarzh a gleve hag a selaoue diouti :

Pa’m gwelit faganet war an dachenn, neuze,
E donded ma c’halon Ho mouezh a gomz goustad,
Hag e savan, kreñvaet, peogwir ez oc’h aze !…

E-lec’h sevel ’enep da ivoull Doue pa goulenn gantañ lemel a-ziwar e zivskoazh ar groaz ken pounner en doa taolet warnezhe, hen trugarekaat an hini a rae :

Ra vezit benniget Ho pout ma dibabet,
Daousto din bout pec’hour, daousto din bout netra,
Evit stlejal Ho kroaz war hentoù holl ar Bed :
Mont war Ho lerc’h, mont war Ho lerc’h, na vad a ra !

Evit ober penn d’an arneñv ha da varroù-amzer ar Bed, da garantez Doue hepken en em erbede. En em heñvalaat a ra e-unan, en unan eus ar re kaerañ eus e werzennoù, diouzh ur vernigenn staget diouzh ur garreg e-kreiz ar mor kounnaret :

Digabestret ha didruez
An tonnoù divent a darzhe…
Met ar vernigenn a zalc’he.

Ha setu deut ar mor d’arsav,
Hag ar gaezh vernikenn tanav
D’ar roc’h a oa staget atav.

Ar vernigenn a oar krogiñ :
’Zioc’h ar roc’h emañ war e gein,
Tra ne c’hello he distagiñ…

Ama, n’en deus netra gwiroc’h :
’Vel ar vernigenn war ar roc’h,
Ma c’halon zo staget diouzhoc’h !

E-barzh Pariz, ne daole ket ur sell war ar gwarivaoù nag al lec’hioù arall a ziverr-amzer. Taolet ha didaolet hervez e gomzoù e-unan, ’vel war ur mor kommek, leun a gerreg kuzhet, klasket en doa ennañ inizi evit teurel an eor ha stagiñ e vag dioute, evit lakaat da baouez un herrad e gorf hag e spered prest da zizaniañ. Teir eus ar re en doa kavet a gare dreist-holl hag a zaremprede : Enez ar baourion, da lâret eo, Iliz Itron Varia an Trec’hioù ; Enez ar Broadoù : Iliz ar Galon sakret ; Enez an Aeled : capel ar Veneadezed.

Mar en doa Kalloc’h gouestlet e vuhez da Vreizh-Izel, prest e oa ivez d’he aberzhiñ eviti - aon ebet n’en doa ’raok ar marv : daousto ma trougsante ez oa tonket dezhañ kouezhel kent pell war an ervad, hini n’en doa redet gant muioc’h a herr d’ar brezel, da c’halv kentañ ar vro :

Kent pell e vin el lazhadeg… Pe arouezioù zo war ma zal ? Ha gwelout a rin da ziwezh, bloaz nevez ?
Ha petra ’vern ? Abred pe diwezhad, ha pa sono an eur da vont daved an Tad, laouen ez in. Jezuz ’oar diluz hor mammoù.

.........................................

Bloaziad nevez, bloaziad brezel ! Ra vez benniget nag e tegasfes en da vantell, a-gevret gant an nevez-hañv ’vit ar Bed, ar marv ’vidon.
Petra eo marv unan, pe kant, pe marv kant mil ? War-lerc’h ma vo bev ha klodus ar vro, war-lerc’h ma kendalc’ho ar c’houenn…
Ha pa varvin, lârit ar pedennoù, ha bezit me, ’vel ma zadoù, troit ma zal diouzh an enebour ;
Ha ne c’houlennit tra ’vidon gant ma Dasprenour, ’met al lec’h diwezhañ en E Varadoz…

Ne oa ket deut da wir newazh e zrouksant ’met ar bloaz war-lerc’h. E miz ebrel ar bloaz war-lerc’h, emañ kouezhet, e gleze en e zorn, war ar c’hlodva*.    [?]
Ar werz diwezhañ eus an dastum-mañ(1) a zo bet savet war dalva Frañs, ar seizh a viz gwengolo ; n’ez eus unan marteze souezhusoc’h en holl an dastum : kan’enn alarc’h a c’heller ober anezhi. Deut e oa tro Kalloc’h da c’hedal e talva al lu war ar c’hleuzioù, tal-ouzh-tal d’an enebourion. Heñvel e oa gantañ ez oa ur mordead oc’h ober karter war ar mor :

« Me zo ar martolod da garter ...........
.........................................

« Kousk, o bro, kousk e peoc’h. Me ’ray karter ’vidout.
Ha mar da da foeñviñ, henoazh, ar mor german,
Breudeur ’omp d’ar c’herreg a zifenn aod Breizh dous,

Daousto dezhañ bout kalonek hag hep aon, gevel a rae d’her c’hennerzhiñ an Hini an doa lakaet holl e c’hoanag ennañ :

Pa sailhan dreist d’ar c’hleuz, ur vouc’hal e m[a] dorn,
Ma faotred ’lâr marse : « A-raok, hennezh zo gour ! »
Hag e teuont war ma lerc’h er fank, en tan, er skorn…
Met C’hwi, C’hwi ’oar er-walc’h n’en don ’met ur pec’hour.

Rak-se, pa strew an noz he lorc’hoù dre ar glen*,  [pe douar] 
E greier ar c’hleuzioù pa gousk[a] ma breude[u]r,
Ho pet truez diouzhin, selaouit ma goulenn,
Deu’t, hag an noz a vo ’vidon leun a splannder.

Trawalc’h e vefe eus ar werzenn-mañ evit lakaat Kalloc’h e-mesk ar re gentañ eus hor barzhed. Enni e kaver dastumet holl an danvez ha galloud barzhel dispar a ziforc’her en e skridoù, da lâret eo : agnen [?] uhel ha glan ; spered souezhus e gavadennoù hag e froudennoù ; pervezh e ouiziegezh e-keñver ar brezhoneg hag e c’heriadur, hag anzav da lakaat splann ha da liveañ ar vennozhioù ar re diaesañ da zisplegiñ. E-lec’h gerioù gallek e ve ur vezh o gwelet ken stank e levrioù anvet brezhonek ha kentañ penn er C’hatekiz, gwell e oa gant Kalloc’h lakaat gerioù gwir vrezhoneg, na bout ez oant nevez, dizanavet, divoaz, taolet a-gostez pe ankoueet a werz zo, ’vel m’en deo : klod, gloar (kavet en un dornskrid eus an dekvet kantved war-lerc’h ganedigezh Jezuz-Krist) ; kevrin, mister ; dihuz, consolation (e brezhoneg Gwened, gwell e vefe lâret dihu) : kevrin ha dihuz a gaver e skridoù eus ar bempvet pe ar c’hwec’hvet c’hantved war-lerc’h J. K. ; felan, fidel, a zo troet e brezhoneg Gwened eus ar brezhoneg kozh fid-lon. Bout zo re hag a zo tennet eus ur orin anavet mat, ’vel : briel, dign ; kempredel, e galleg contemporain, graet a kem-pred-el – el en deus an hevelep ster ha galloud hag eo marvel ; meur a unan emañ bet klask en ur c’horn arall a Vreizh-Izel eil-geriañ, répliquer ; tuz pe kentoc’h hervez lezenn Gwened tuc’h, galop ; rouez, dibaot (roué e vefe reizhoc’h e Broereg, met gloèu a vefe gwell) ; aberzh, sakrifis, a zo troet eus aberth, boazet gant Brezhoned Bro-Saoz, ar C’hembre, a reer anezhe, e galleg, les Gallois.

E gwirionez, ur c’holl bras en ur goll Kalloc’h en deus graet Breizh-Izel, ha lec’h d’en em glemm hon devefe eus an tonkadur didruez en deus holl lamet ken abred, yaouank-flamm a ziganeomp. Met, heñvel eo, c’hoantaet e oa bet gant hor barzhed santel Breizh ha galvet d’ober e bare gante en neñv, m’en doa bet bepred kement a hirezh monet. Ya, lâromp anezhañ ’vel ma lâre ur barzh a Vrezhoned Bro-Saoz, en trizekvet kantved, eus un tiern a gare dreist-holl, en ur gomz diouzh Doue :

Prest bras e oac’h ’ta dou’en anezhañ ganeoc’h :
Lec’h da derein* en deus roet, an doan-se ;    [W s’emporter]
Mat mat ec’h eus hon dibabet
Evit ho pagad, Krist roue an Neñv.