Yannig e c’hwezhigell

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war don Marc’harid Fulup : ur plac’h a savas beure mat

Yannig a oa deus e vicher
Soner binioù ha moñcher,
Tra la la la la la la la la ram,
Tra la la la la la la la.

Da son binioù oa ur gwaz,
Da son e gloc’h oa gwelloc’h c’hoazh.

Mat e oa d’ingaliñ moñchoù,
Ha da glask mel dre an hentoù.

’Oa ket ur maout war ar galleg,
Met drailhañ ’rae forzh brezhoneg.

Goût a ouie derc’hel tud vev
Un hanter devezh d’her selaou ;

Goût a ouie derc’hel tud sod
Da reiñ dezhañ gant al loa-bod,

Dre forzh magañ soñjoù uhel,
Dre forzh c’hwezhañ ’n e c’hwezhigell,

’Teuas ar gredenn d’an aotroù
’Nevoa ket e bar dre ar vro ;

Hag e krogas c’hoant el labous
Da sevel war ar bern krampou[e]zh.

    ****

Yannig a oa war e dreuzioù,
Hag eñ ’digor frank e c’henoù ;

Ur pezh paper gantañ o lenn,
’Lec’h ma oa merket evel-henn :

« Da vont da Bariz e klasker
Un den a vrud, ur goper kaer. »

« – Mat ! eme Yann, me ’c’hall bale
Deus an eil perzh hag egile ;

Rak me zo barrek, pa rin brud
Da lakaat pemp kant da chom mut. »

« – Un den hag en defe ’r galon
Da zispenn e wellañ mignon. »

« – Gant plijadur, ’me ar moñcher :
Hounnezh eo va bravañ micher. »

« – D’ur seurt den e vefe roet
Raktal ur yalc’had a gant skoed. »

« Da c’hortoz kaout, ’vel depute,
Rezik tri mil skoed a leve. »

« – Daonet ! ’me Yann, setu me krog,
Baleomp diouzhtu war ’n raok ! »

    ****

Bet en deus Yannig e gant skoed ;
N’eus ket ezhomm na kousk na boued :

Emañ noz-deiz o c’haloupat,
’Vel ur c’hi treut war-lerc’h ur c’had.

Bernioù paper en deus staget
Da ziskenn neb ’neus her savet ;

Neb en deus dalc’het, hag a zalc’h
Da harpañ ’ne’añ gant e yalc’h ;

Neb en deus un droad, zoken,
Hen dilammet ’maez ar vouilhenn.

Yannig a red dre ar maezioù,
’N ur c’hwezhañ ’n e sac’h binioù 

’N ul lavaret : « – Votit ganin,
Da wel’t pegen kreñv e kanin.

« Pa deuy va mouezh-me da sevel,
Holl e Pariz ’c’hallfont tevel ;

Pa vin-me depute, diouzhtu
’Vo gwelet ar bed o cheñch tu :

« Me ’zegaso ed ’n ho parkoù,
Hag arc’hant ’leizh ho kodelloù ;

« Me ’zegaso ar c’hiz nevez
Ma vo lodennet pep leve.

« Votit ganin, eta, tud kaezh,
Hag ho po holl pinvidigezh. »

E-pad ur s’unvezh a-bezh-kaer
En deus graet Yannig e glasker ;

E-pad ur s’unvezh en deus bet
Flourañ labour a gav er bed :

Brallañ e gleier, fougeal,
Terriñ sukr war gein ar re all.

O stad eürus, o kaerañ stad,
Mar ’n dije gallet bepred pad !

Deus ar mouezhioù pa oa sellet,
Tremen nav mil oa dirollet.

Daou vil gant Yann a oa stlapet,
Kentoc’h dre oap ’vit dre respet.

    ****

Nijet eo kuit an huñvre kaer :
Barnet eo Yann da chom soner.

N’a ket da Bariz, m’hel lavar deoc’h,
Kement hini a zoug ur sac’h.

Meur a hini ’rank chom er gêr,
Ha mont en-dro gant e sac’h-ler.