War-zu an Arvor

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

A-nevez ’n em gavis rentet dre va huñvre
Dirak ur mor teñval troet war-zu Kreisteiz.

Chadennet ouzh an aod, seizh lestr livet e du
A c’hortoze, hep mar, ’teuje ’n avel a-du.
Ur bern Breizhiz, gwazed, merc’hed ha bugale,
Gwisket heñvel ouzh tud o vont pell da vale,
Oa ’n o sav war an traezh, difiñv ha dilavar,
O daoulagad dourek speg war-zu an douar,
O sellet ur wech c’hoazh, ’vel pa’z aer da vervel,
Deus ar vro guñv a oant damdost da zilezel !

Ur vouezh a dregernas kreñvoc’h ’vit ur c’horn-boud :
« – An avel hanternoz a sav, ar mor a voud ;
War al listri, Breizhiz, setu deut ar mare ! »
Hag holl, ’vel o tihun a daol ’kreiz un huñvre,
Da redek strafuilhet, ’n ur c’houl’ a bep kostez :
« – Pelec’h ’in-me, pelec’h ’it-hu, pelec’h ’ez-te ? »
Met kerkent seizh telenn war un dro a sonas
Ha seizh barzh, pep hini ’n ul lestr, a gelennas
O c’henvroiz pelec’h ha penaos ’n em lakaat.
    Pa voe, gant poan a-walc’h, ingalet pep bagad
Ha stennet ar gouelioù da gemer an avel,
Mouezh karet Taliesin ’voe klevet o sevel,
Hag e delenn o son ar c’himiad diwezhañ.

                    Kan war un ton nevez

          O Breizh, a-raok az tilezan,
          Va c’halon baour a rank rannañ,
                    Va glac’har ’rank kanañ.

          A-raok kuitaat bro va c’havell
          E rankan e-kreiz an avel
                    Garm ’vel un tamm bugel.

          Na ouelit ket, va daoulagad,
          Ma welin sklêr, ma welin mat
                    Breizh ouzhin o pellaat ;
          Ma kargin va sell da viken
          Gant holl gaerder va enezenn
                    Koant ’vel ur berlezenn.

          Ken’vo dit, bro va c’hendadoù,
          ’Lec’h en deus gwad glan hon zudoù
                    Ruilhet a-boulladoù.

          Ken’vo deoc’h, menezioù laouen,
          Koadoù don ’lec’h ma an’vezen
                    Pep hent ha pep gwezenn.

          Ken’vo, traoniennoù huñvreüs,
          Fourrajennoù gwechall eürus,
                    Bremañ noazh ha kañvus.

          Ken’vo, holl dudi va c’halon,
          Korn Baradoz prennet ouzhon
                    Gant dorn kriz ar Saozon !

          Pleget hon eus dirak ar Red,
          Met en hon c’hreiz ’chomo bepred
                    Eñvor don o zorfed.
          Tra ma vo un hanter kleze
          ’Tre hon daouarn, ’c’hall ar re-se
                    Krenañ c’hoazh marteze.

          ’Forzh a begeit, ni ’c’hall donet
          War hon c’hiz, evel leoned
                    Ha n’int ket peurdaonet.

          Ni ’z-a kuit ; re all a deuio,
          Hag hon gouenn-dud a zistroio,
                    Saozon, en ho proio[ù].

          Ken’vo, Breizh-Veur, ken’vo, Saozon,
          Ken e klevfoc’h, ’kreiz ho spouron,
                    Korn-boud Breizhiz o son.

          Ha te, hanter kleze torret,
          Ren bremañ pobl ar Vretoned
                    Da lec’h e rank monet !

                    ****

Ar Barzh-Meur a davas, hag ur pezh youc’hadenn
A strinkas galloudek a greiz kalon pep den,
Ken e roas an aod penn-da-benn ur respont
Ha meur a Saoz war-dro a grenas gant ar spont.
    Merc’hed ha bugale a sec’has o daeroù ;
Hag al listri kerkent, digor o askelloù,
Avel Breizh o c’hwezhañ en displeg o gouelioù,
Al lannoù o virvi eonus ’drek o seulioù,
A gemeras o hent war-zu an dian’vez.
    Ur bagad laboused en em lakaas ivez,
Gouelaned, brini-mor, evned gwenn, glas ha brizh,
D’ober ur pennadig ambroug d’an divroiz.

Klevet a ris sonioù telenn ha kaniri,
Hag e yae, ’n ur bellaat, war gresk o c’hoantiri ;
Hag a oa ken klemmus ha ken kuñv war un dro,
Ma tave, d’o selaou, ar mor e vouezh garv.
A-dammoù ’voe kollet al listri er vougenn,
Ha bepred ar mor-c’hwezh a zalc’he da zougen
Betek va divskouarn sonioù dous o vervel,
Ken e voent, trouz ha tud, gwintet gant an avel.
Al laboused a ve distro ’n un nijadenn ;
Nemet ar Vreizhiz paour na zistrojent biken !