Tour ar barroz

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Er barroz ’lec’h m’on ’n em gavet
Ez eo un tour nevez savet,
Ur c’hloc’hdi mein gwenn, kizellet
Deus ar bravañ ’oufec’h gwelet.

Gwerc’h ha glan evel ar bedenn
A ziwan dindan e skeudenn,
Hag a bign gantañ ac’hane
War-eeun betek skouarn Doue.

Sevel a ra dreist an douar,
Dreist an trubuilh hag ar glac’har,
E benn echuet gant ur groaz,
Gwern vurzhudus ’kreiz ur mor bras.

Va c’hloc’hdi nevez a garan
’Vel ul labour deus ar c’haerañ,
’Vel ul lilienn arc’hant flamm,
’Vel ur bugel koant ha divlam.

Koulskoude ’karan muioc’h c’hoazh
Un tour all, pell ’ouzon, siwazh !
Eñ stummet kozh ha divalav :
Dindanañ ’kousk va zud marv.

Hennezh, gant e gleier o son,
En deus bet, da heul va c’halon,
C’hoarzhet en devezhioù eürus,
Gouelet en ankenioù klemmus.

’Forzh doareoù ’vefe lennet
War e zremm rust ha roufennet,
Mar gallfe ar spered furchal
Sekredoù don ar vein gwechall.

Nag a dud ’neus degemeret
Dre an nor-dal frank digoret,
Ingalet holl, hep kemm ebet,
Dirak planedennoù ar bed !

Klevet en deus forzh kalonoù
O skeiñ bep seurt poulzadennoù,
’N ur vont da glask joa an eured
Pe distridigezh ar vered.

Pet badeziant en deus sonet,
Pet kentañ Pask en deus kanet,
Pet paotr mat ’welas o tremen
’N un dougen banniel sant Jermen

Abaoe tri pe bevar gantved
Pet barrad glav ’neus gouzañvet,
Pet taol avelaj pe arne[ñv]
O vont krozus a-dreuz Kerne !

Kement-se ’ro dezhañ kozhni,
Gouiziegezh ha melkoni,
Kement-se ’lak war e dal brizh
Sked ur gurunenn uhel briz.

    ****

O ! na pegen truezus stad
Eo hini ar paourkaezh Breizhad,
Er c’hêrioù yen ’lec’h na glev ket
Mouezhioù e gleier benniget !

Pegeit du-hont ’oc’h-c’hwi kollet,
Kroaz houarn, kilhog alaouret,
Tour kozh, a rae dezhañ soñjal
Er feiz, en dud, en traoù gwechall !