Tosenn ar brezel

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

’Trezek ar Barzh kaner ’kreiz ma taolen va sell,
’Voen douget em huñvre war Dosenn ar Brezel,
Ur menez sonn spontus, hag e rae gwez derv
En-dro de’ gribenn moal seizh kwech seizh ugent tro ;
Pezhioù gwez galloudus ha bodennek-meurbet,
Ken kalet hag ar vein, ken kozh evel ar bed,
Astennet o bodoù gante ’tre d’an douar,
Netra warne nemet man gwenn hag uhelvarr.
    Dreist ar gwez uhelañ ’save betek an neñv,
Brugek ha dizolo, penn ledan ar menez,
Ha war e vegig-beg, kurunenn diwezhañ,
Un daol-maen bras a blad war dri maen en o za.
Dirakañ, ’tu kreisteiz, oa seizh tan o teviñ,
’N o c’hreiz, ’vel ul lagad peurbadus o virvi,
An Tantad, an Tan Meur, Tan an Doue Belen,
Ha seizh barzh daoulinet o son war o zelenn.
    Da heuilh an telennoù ’oa ken klemmus o c’han,
Ken gourdrouzus ar vouezh a groze ’kreiz an tan,
Ken hirvoudus er c’hoad goueladenn an avel,
Ma vije lavaret ur vroad o vervel.
    Ha setu, ’n un taol krenn, ’tavas an holl mouezhioù,
Hag e welis neuze, kromm gant ar bloavezhioù,
Roufennet-holl e dal, gwenn-kann blev ha barv,
An Drouiz-Meur o tonet e-maez ar c’hoad derv.
E sae wenn oa bepred stardet en-dro d’e greiz,
’Vel en amzer ma oa laouen an dud e Breizh ;
Met, siwazh ! en e zorn, ’lec’h e falz alaouret,
Ne oa ken ’met daou damm ur c’hleze dir torret.
    War roudoù an Drouiz-Meur ’tispake ’maez ar c’hoad
Ur bobl tud a bep stumm, a bep stad, a bep oad,
Bugale dreut, gwragez kañvus, gwazed teñval,
Mac’hagnet, gouliet, drouk-livet, gwisket fall,
’Vel ur strollad peorien o vont da glask o boued.
Hag holl e tiruilhent hep ger na trouz ebet,
Heñvel ouzh bale sioul ar gwagennoù marv,
Ken ’voe gante kelc’hiet an daol-maen tro-war-dro.
    Neuze, ne fiñvjont ken ; ar Varzhed a savas,
Ar seizh tan bihanañ o unan a varvas ;
Hag, e-pad ma pigne splannoc’h ’trezek an neñv
An Tantad divarvel, roue bras ar menez,
An Drouiz-Meur, daou Vreizhad o reiñ dezhañ kazel,
A savas en e sav war daol-maen ar Brezel.
    Ur pennad e vanas digomz e vuzelloù ;
Met a-hed e divjod e tiskenne daeroù,
Daeroù yen ha c’hwerv seurt a skuilh ar re gozh ;
Ha war gement hini ’oa eno o c’hortoz
Ar pezh a lavarje, ’teuas dreist an daol-maen
Un avel a gañvoù hag a spont da dremen.
    Hag an Drouiz-Meur o vont, hag oc’h astenn ur vrec’h
’Trezek an teodoù tan bountet atav war grec’h,
Daou damm ar c’hleze dir gantañ en e zorn all :

« – Petra ’dalv, emezañ, d’an Tan Roue krozal
Na dispak e gounnar dirak hon daoulagad,
P’eo torret ar C’hleze, rener noazh an argad ?
Gwechall, pa ’n em vodemp amañ war an Dosenn,
Ar pennoù ’vije sonn, ar c’halonoù laouen :
Rak war-zu an emgann e vijemp o redek
Pe o tistreiñ, trec’het ganeomp er stourmadeg.
Hirie, tan galloudus, ne sklêrijennez ken
Nemet ur bobl gouestlet d’ar gouel ha d’an anken,
Tud hag a rank kemer an tec’h pell diouzh o bro,
Pe gouzañv gwaskerezh enebourien garv.
    En un dibab, breudeur, da dreiñ warni ho stur,
Bro vihan an Arvor, ho peus graet un dra fur :
Rak ar vro-se a vag Keltied ’veldomp-ni,
Ha kalz a Vreizh-Meuriz zo ’n em dennet enni.
D’o heuilh e vo ivez seizh dimeus ho parzhed,
Hag e vefoc’h gante harpet ha frealzet ;
Ar Barzh-Meur Taliesin a welit en o zouez,
An hini ’ve klevet e delenn hag e vouezh
’Forzh pelec’h e ve tud en enkrez hag e poan :
Gant hennezh, kenvroiz, ’c’hellit bale dizoan ;
E genvreudeur hag eñ ’zalc’ho deoc’h da viken
Ar sonioù kuñv a oar luskellat an anken.
’Vel-se, ho kalonoù ’chomo stag ouzh a-bell
Deus ene ho pro gozh ha mouezhioù ho kavell.
Seblantout a ray deoc’h alies gwech klevet,
’Vel heklev damantus ho teizioù eürusted,
’Vel un Ael o kanañ, dous ha tener e vouezh,
Mouskan Breizh-Veur o tont d’ho kaout gant ar mor-c’hwezh.
Ra vo deoc’h un didu, e-kreiz hoc’h holl boanioù,
Selaou dre hoc’h huñvre trouz pell hon mor sonioù !
    Allaz ! an huñvre-se ’dremeno berr-ha-berr.
Hogen, ’vit ma chomfoc’h, a-hed an holl amzer,
Unanet ganeomp holl en ur spi peurbadus,
Em eus soñjet reiñ deoc’h un arouez talvoudus :
Ranket en deus hon fobl, dre daol ar Blanedenn,
’N em rannañ ’vel ur barr troc’het e div lodenn ;
Ranket en deus an dir terriñ dindan ar bec’h
Daoust da nerzh hon Brennin, daoust da c’halloud e vrec’h ;
Mat ! gant pep hanter pobl ’vo un hanter kleze,
Da c’hortoz an devezh ma vefont marteze
Adjuntret, pobl ha dir, unanet adarre,
Pa vo peurdremenet ar gwall war o gorre.
    Dit-te, barzh Taliesin, ’roan ar garg enor
Da virout ’vel un dra santel, ’vel un teñzor,
An hanter kleze dir e-mesk ar Vretoned
A vo gant dorn ar Red bremaik disgwriziennet.
Ha kemer a rafet, Barzh-Meur, ar c’hevridi ? »

Taliesin a savas, gant stad ha gant dudi,
E benn, daoulagad tan o virvi en e greiz :

« – Ya, ’mezañ, tra vin bev, war hanter kleze Breizh
Me a zalc’ho va dorn astennet noz ha deiz ;
Ne ziskrogin outañ nemet gant ar vuhez ;
Ha, pa deuy ar Marv da skornañ va c’halon,
Kentañ Barzh ’vo galvet da sevel ac’hanon
’Vit va c’has d’an douar, hennezh a gemero
Ar garg a gemeran hirie dirak ar vro.
Kement-se a douan war an daol-maen santel,
War an Tantad c’hwezhet ’lein an Dosenn Vrezel,
War bez ar Varzhed kozh e Breizh-Veur douaret
Ha war hini Oniz, va zad muiañ-karet. »

« – Dal ’ta, ’me an Drouiz-Meur, dal, Taliesin, ha mir
Betek eur da varv an hanter kleze dir.
Setu va holl mennad ha va holl gourc’hemenn. »

Ar Barzh a dostaas neuze stok en Daol-maen,
Hag a zegemeras deus daouarn an Drouiz-Meur
An dir seizh kwech santel rannet etre breudeur.

« – Ha bremañ, ’me an Drouiz, bremañ ’c’hall an avel
C’hwezhañ ’vit ho pellaat diouzh bro gaer ho kavell ;
Tremen a c’hall warnoc’h koulz kant vloaz, koulz mil bloaz :
’N ho kalonoù ne deuy birviken an Ankoua.
An dir sakr, deus ho heuilh war douar an Arvor,
A zalc’ho divarvel en ho touez an eñvor
Deus ar gerentiaj ’tre an holl Geltied
Ha deus krizder ar re ’neus hon dispartiet.
Dalc’hit da gaout fiañs en dont-amzer hon Breizh ;
Ra vo ar gredenn-mañ bepred start en ho kreiz :
Ren garv an houarn ne bad ’met un devezh
’Lec’h hini ar Spered ’nevo biken diwezh !
Magit eta ’n ho touez spered ar Varzhed kozh,
Kanerien Iwerzhon, Bro-Gymru ha Bro-Skos,
Spered ar sonioù kaer hag ar soñjoù uhel,
Spered ar Feiz, a vir ouzh ur bobl da vervel.
    E-pad ma vefoc’h-c’hwi du-se o kemer poan,
Ni, en tu-mañ d’ar mor, ’chomo en Enez Man,
Bro-Gymru, Kernev-Veur, Bro-Skos hag Iwerzhon,
E-lec’h hon deus gallet tec’hel ’raok ar Saozon.
Amañ e c’houzañvfomp ivez hon flanedenn.
War an hanter kleze kouezhet en hon lodenn
Ni ’viro da viken karantez hag eñvor
Hon breudeur ’n em dennet ’trezek aodoù ’n Arvor.
Ni ’ouezo, mar be ret, stourm betek ar marv
Da zifenn frankizoù ha yezh santel hon bro.
    Soñjal ’ra din gwelet pellder an amzerioù
War dizolo dirak va daoulagad tadioù,
Hag an holl Geltied eürus ha galloudek
En-dro d’un Drouiz-Meur all laouen o teredek ;
Hag e klevan sonioù ha kaniri dispar
O tiston dreist ar mor ha tro-zro d’an douar.
Kerzhit eta dispont, breudeur, na ouelit ket :
O pellaat ouzh ho pro ’vefoc’h tamm dianket.
Ra plijo gant Belen, Doue bras ar sklêrder,
Ho kas dre garantoù peoc’hus ha seder ! »

An Heol a zispakas kerkent e lein an neñv
Da ziskouel da re Vreizh ’oa o tiwall ane’ ;
Hag ar Spi a savas, evel ur steredenn,
’Us d’o fennoù, d’o ren war hent ar Blanedenn.