an Delenn hag ar barzh
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
AN DELENN
Sav alese, barzhig ; tenn din eus va c’halon
Ar veuleudi gaerañ hag al lirzhinañ son.
AR BARZH
Na perak kanañ ken ? – ’Rafemp ket well ehan
Peogwir den, pa ganomp, na selaou ouzh hon c’han ?
Koulz eo terriñ diouzhtu va fluenn disec’het
Ha mougañ ’vit ur wech da vouezh ankounac’het.
Trubard eo ar bed holl e-keñver ar varzhed :
Eus a dost o meuler, ’drek o c’hein ’ve c’hoarzhet,
Ha, mar be sellet pizh, war o fenn ne gaver
’Met ur gurunenn spern ’vel hini hon Salver.
Kanet a-walc’h hon eus hon daou war an douar
Evit ur bed goapaer ha kalonoù klouar ;
Er bed all, unanet gant laz-kan an Aelez,
Ni ’savo gwerzioù kaer ’hed ar beurbadelezh.
AN DELENN
Daoust hag ar barzh a gan ’vit ma ’vo selaouet ? –
Gra ’vel an eostig-noz : e vouezhig alaouret
Ne oar ken c’hwitellat sonioù e garantez
Nemet pell diouzh an dud, diouzh an drouz hag an deiz.
Gra ’vel an alc’hweder, a gan ’toull dor an Neñv
Pa ne glev tro-war-dro ’met sioulder ar menez.
’Vit ar bed da c’hoapaat, ’vit an dud da c’hoarzhin,
Bale war ar roudoù digoret gant Merzhin ;
Kan atav kement tra ’zo da vezañ karet,
Ha sav da benn n’eus forzh petra ’vo lavaret.
AR BARZH
Ha petra ’ganin dit, va zelennig feal ? –
Kement son kaer a oa zo aet gant ar re all0.
Dre liorzh ar varzhed ar c’haerañ speredoù,
O kutuilh an holl frouezh hag an holl bokedoù,
N’o deus lezet netra gant ar re diwezhañ
’Met traoù kozh hag a lak al lenner da faezhañ ;
Kaer ’meus sevel va fenn etrezek ar stered,
Digomz eo va genoù, goullo chom va spered.
AN DELENN
N’eo ket er penn, n’eo ket er genoù e klasker
Pa ver e gwirionez c’hoantek da sonioù kaer ;
Tostoc’h d’ene an den, donoc’h en diabarzh
’N hini ’klever ar vouezh a dle dihun ar barzh.
Er galon ’n hini ’strink mammenn ar gwir vuhez,
Mouezhioù ar Vad, an Eeun, ar Chaerder, an Druez ;
Selaou pegen skiltrus e komzont en ez kreiz
Ha kan, nag e ve ken, ’vit meuliñ da vamm Breizh.
AR BARZH
Sentiñ ’rankan ouzhit ha, daoust d’ar bed goapaer,
Eus a deun va c’halon e kanin va bro gaer.
War sav, va zelennig, ro din nerzh ha skoazell,
Ha kanomp unanet meuleudi Breizh-Izel !