Son ar c’hemener

- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.
Kousket en deus ken eo deut sklêr,
An aer,
Kousket en deus ken eo deut sklêr ;
Hag ar gouloù-rousin zo ker,
Rak e daoulagad zo tener,
Hag an aotroù zo… kemener.
Drailhet en deus un tamm pater,
Berr-berr,
Drailhet en deus un tamm pater ;
Rak un hanter lev zo d’ober
(Dougen a rank ur groaz pounner),
Rak un hanter lev zo d’ober
Betek e zevezh… kemener.
Tapet en deus e noadeier
Poanier,
Tapet en deus e noadeier,
Hag e weltrenn hag e glaouier,
E vuzul, e veskenn, e fer,
Hag e weltrenn hag e glaouier,
Holl oustilhoù pep… kemener.
Hep ankouaat e gorn butuner
Krujer,
Hep ankouaat e gorn butuner,
Nag e vutun en e yalc’h ler,
Na kennebeut e voest prizer,
Nag e vutun en e yalc’h ler :
Den a boell eo ar c’hemener.
Ha gant an hent hep koll amzer
’N aner,
Ha gant an hent hep koll amzer,
’N un digeriñ e zivesker,
Hervez ’mañ kustum ar glesker,
’N un digeriñ e zivesker
Hervez ’mañ kiz ar c’hemener.
Degouezhet eo ar c’hemener
E kêr,
Degouezhet eo ar c’hemener
Div eur goude pep devezhier
Dre m’eo poanius-bras e vicher :
Div eur goude pep devezhier
Eo ’n em gavet ar c’hemener.
« Demat deoc’h, Mari, va c’homer
Seder,
Demat deoc’h, Mari, va c’homer ;
Penaos emañ ar c’heleier
Ab’oe n’on-me ket bet e kêr,
Penaos emañ ar c’heleier ? »
Kentañ goulenn ar c’hemener.
« Penaos ’mañ ’r bed gant va c’homper
Yann-Ber,
Penaos ’mañ ’r bed gant va c’homper,
Gant ho kezeg, ho parkeier,
Gant ho saout, ho moc’h hag ho yer,
Gant ho kezeg, ha parkeier ? »
E c’houlenn c’hoazh ar c’hemener.
« Mat sur, avat, ma mignon ker,
Ez aer,
Mat sur, avat, ma mignon ker ;
Azezit war ar bank-taoser,
Ho tijuni zo da gemer ;
Azezit war ar bank-taoser. »
« Ho trugarez ! » ’me ’r c’hemener.
Dirakañ pladoù livet kaer
’Lakaer,
Dirakañ pladoù livet kaer,
Kig hag amann a zegaser,
Ha chistr ha kafe ’leizh ar gwer ;
Kig hag amann a zegaser,
Ha bara gwenn d’ar c’hemener.
P’eo torret ar yun, e kroger
Dre gaer,
P’eo torret ar yun, e kroger
Da danañ ar c’horn butuner
En un dommañ an divesker,
Da danañ ar c’horn butuner :
Gwashañ micher eo kemener !
« Petra ’ve gwell ganeoc’h ober,
Komper,
Petra ’ve gwell ganeoc’h ober,
Ur roched pe ur bragoù-ler,
Ur gorfenn pe un davañjer,
Ur roched pe ur bragoù-ler ? »
« Ur roched. », eme ’r c’hemener.
« Ho torchenn, pelec’h he saver,
Komper,
Ho torchenn, pelec’h he saver,
War an daol, war ar bank-taoser,
’Penn ar foenn pe ’kreiz al leur-gêr,
War an daol, war ar bank-taoser ? »
« War an daol » eme ’r c’hemener.
Dindanañ ur pezh tapis gwer
Ha ker,
Dindanañ ur pezh tapis gwer,
Ez azez ’vel ma tle ober,
Kroazet digor e zivesker,
Ez azez ’vel ma tle ober
Kement hini ’zo kemener.
Hag evit lein pa ’n em gaver
Er gêr,
Hag evit lein pa ’n em gaver,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer
Hag ar bara du en doubier,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer,
War an daol emañ… ’r c’hemener.
Krog aketus en e vicher
Piker,
Krog aketus en e vicher,
E kas en-dro an noadeier
Ken ma red an dour gant e lêr,
E kas en-dro an noadeier :
N’eo ket brav vezañ kemener.
Hep ehan gwriat, d’e gomper
Yann-Ber ;
Hep ehan gwriat, d’e gomper
E kont marvailhoù, keleier
Gwelloc’h evit kazetinier,
E kont marvailhoù, keleier :
Teodet flour eo ar c’hemener.
Pere ’zimezo er c’harter
Emberr,
Pere ’zimezo er c’harter ;
Pet leue zo ganet e pep kêr,
Pelec’h e sav trouz en tier,
Pet leue zo ganet e pep kêr :
’Forzh traoù a oar ar c’hemener.
Piv a sach dle ha piv a serr
Diner,
Piv a sach dle a piv a serr ;
Piv a zo eeun, piv a zo laer,
Piv zo fur ha piv zo riskler ;
Piv a zo eeun, piv a zo laer :
Da bep hini ’ro ’r c’hemener.
« Ur sachadenn ’z eomp d’ober,
Komper,
Ur sachadenn ’z eomp d’ober, »
Hep sevel diwar e dailher,
Na diskoulmañ e zivesker,
Hep sevel diwar e dailher,
Setu tan gant ar c’hemener.
Ha, p’eo distro d’e barkeier
Yann-Gouer,
P’eo distro Yann d’e barkeier,
An drezenn-bod a adkroger
Hag an tan en-dro kaeroc’h-kaer,
An drezenn-bod a adkroger
D’ober e lein d’ar c’hemener.
Predet gantañ ’vel ma tleer
Ober,
Predet gantañ, ’vel ma tleer,
E klask ur c’horn didrouz e kêr
D’ober un tamm kousk berr ha berr
E klask ur c’horn didrouz e kêr :
Diskuizhañ ’blij d’ar c’hemener.
Graet e gousk e div eurig verr,
’Gaver,
Graet e gousk e div eurig verr,
E tistro ’darre d’e vicher,
D’ar c’hwezenn, d’ar boan, d’ar vizer,
E tistro ’darre d’e vicher :
N’eo ket brav bezañ kemener.
Merenn a rank gant e gomer
Kemer,
Merennañ ’rank gant e gomer :
Krampouez er baelon a dommer
Hag ur bannac’h traoù a lonker ;
Krampouez er baelon a dommer,
D’ober enor d’ar c’hemener.
Ur pennad c’hoazh war ar vicher
’Sacher,
Ur pennad c’hoazh war ar vicher ;
Ha koan abred ’vit mont d’ar gêr,
Rak un hanter lev zo d’ober ;
Ha koan abred ’vit mont d’ar gêr :
Faezh a dle bezañ ’r c’hemener.
Echu eo tre roched Yann-Ber
D’ober,
Echu eo tre roched Yann-Ber ;
Pemzek kwenneg a briz ’kemer
D’ober plijadur d’e gomer ;
Pemzek kwenneg a briz ’kemer :
Marc’had-mat eo ar c’hemener.
Soñjit ! ur roched a bezh kaer
Tud kêr,
Soñjit ! ur roched a bezh kaer !
Ha c’hoazh a-wechoù ’lavarer,
Dre n’ouier ket petra ’reer,
Ha c’hoazh a-wechoù ’lavarer
E talv un den nav gemener.
Gwir eo, pa zistroas Yann-Ber
D’ar gêr,
Gwir eo, pa zistroas Yann-Ber,
’Kavas ar roched kloz ha berr,
Chomet ar pastelloù d’ober,
’Kavas ar roched kloz ha berr :
Faziañ ’c’hall ar c’hemener.
« Gant pezh a zo ’vo ret ober,
Yann-Ber,
Gant pezh a zo ’vo ret ober ;
Din-me ne vo foeltr tamm re verr
D’ober un hiviz gant kolier,
Din-me ne vo foeltr tamm re verr :
Bennozh Doue d’ar c’hemener ! »