ar Saozon

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Neuze ’tegouezhas din distreiñ va daoulagad
War un daolenn mantrus, war diwezh un argad.

’N un draonienn du, treuzet gant ur stêr leun a wad,
Tri Breizhad, tri hepken, a zalc’he troad ouzh troad
Ouzh ur strollad Saozon, droug enne ha kounnar
Dre na c’hallent gwintañ an tri-se d’an douar
E-giz m’o doa gwintet an holl gadourien all.
    Re Vreizh a bigose bepred evel tri dall.
Unan ane’, ur pezh kleze ’tre e zaouarn,
A droc’he treuz-didreuz kig, eskern hag houarn,
Ha, pep taol ma skoe, e zivrec’h astennet,
Pep taol ur Saoz bennak a ruilhe bruzunet.
Hennezh a oa, hervez an dilhad a zouge,
Ur Brennin galloudus, koulz lâret ur Roue.
    An eil gwaz, un delenn gantañ war e vrec’h kleiz,
E c’hleze ’n e zorn dehoù, ne ehane da skeiñ,
Na da daol mallozhioù war ar Saozon daonet,
Na da bediñ Belen, Doue ar Vretoned.
    Egile oa un Drouiz : ruz-gwad holl e sae wenn,
E save e falz aour hep ehan dreist e benn,
Ha ’n un droidellat ar falz a ziskenne
Pounner ’vel ur morzhol o skeiñ war un anne[v].
    Allaz ! ’kreiz ma lardent o zri nerzhus ha taer,
Ar c’hleze bras a voe torret dre an hanter,
Hag ar Brennin, tizhet marvelamant ’n e greiz,
A gouezhas ’n un hopal : « Dit va buhez, mamm Breizh ! »
    Goude ’voe tro an Drouiz : peurdreuzet gant ur bir,
’Voe klevet o laoskaat un huanadenn hir ;
E falz, meret gantañ ’n ur gouezhañ deus e za,
A flastras ur penn saoz dre he zaol diwezhañ,
Hag an Drouiz, o sevel d’an neñv e zaoulagad,
A ruilhas divuhez e-kreiz ur poullad gwad.
    Ar Barzh, manet e-un’ ouzh daou c’hant a re all,
Ne brizas ken bevañ, stourm na digarezal :
Da c’hortoz ar Marv, e krogas ’n e delenn
Evit son ur wech c’hoazh en enor da Velen,
Hag evel-se, troet war-zu an Heol-Doue,
’Voe diskaret e-tal an Drouiz hag ar Roue.
    Hag an Heol a vougas e lein an oabl uhel,
Evel dre c’hoant dougen kañvoù d’e dri bugel.