Ren ar C’heltied

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Ha setu ’n em gavis dirak un enezenn
Savet dreist ar morioù ’vel ur pezh perlezenn
Etre sklêrder Kuzh-Heol ha mougenn Hanternoz.
    Eno ’nevoa skuilhet ar C’hrouer e vennozh
War bobl ar C’heltied, kavet ganti he bro :
Diwallet a bep tu gant ar wagenn c’hwerv,
Hon c’hendadoù ’veve didrouz ha dibreder,
O tiskuizhañ war-lerc’h o c’hantvedoù skuizhder.
Chatal lart a vagent ’n o fourajennoù druz ;
Al laezh gwenn a rede bremañ ’lec’h ar gwad ruz,
Ha meur a vrezelour doujet, gant an alar
A zeske digeriñ kalon gwerc’h an douar.
    Ar c’hleze dir ’n e c’houin a gouske dilabour ;
Rak ne oa pobl ebet, mignon pe enebour,
’Gement n’he doa klevet pegen start e skoe
Kleze ar C’heltied deus an tu ma troe :
Ar Romaned zoken, mistri war ar bed holl,
’Voe darbet de’ bezañ friket ’n o C’hapitol
’Tre daouarn Keltied Bro-C’hall hag o Brennin.
    Telenn aour ar Varzhed a zistone sklentin
O kanañ meuleudi d’ar c’hadourien marv
War an dachenn vrezel evit difenn o bro,
Hag o kanañ dreist-holl gloar d’an doue Belen.
    Drouized ar c’hoadoù don a zalc’he da gelenn
Spered o c’henvroiz war an traoù dreist-natur,
Sebezet ar bed holl o klevet pegen fur,
Pegen kaer deskamant ’gouezhe deus o genoù,
Ha pegen divarvel ’virent o c’hredennoù.

Re vrav, siwazh ! re c’hlan e oa o eürusted :
Peurvuiañ, ’kreiz ma ve an heol ’n e flammañ sked,
Eo e teu an arme da vougañ e gaerder
Hag un noz divalav da heuilh un deiz seder !