da Brosper Proux

- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Setu te savet war ziskenn,
Deut adarre d’ar sklêrijenn,
Prosper ; sell amañ war da dro
Bernioù tud a bep korn ar vro,
O lidañ gouel bras an eñvor
Da wellañ kaner an Arvor.
Distroet ’out da Werliskin,
’Lec’h ma sonas da vouezh lirzhin ;
’Lec’h m’eo garanet peurbadus
Koun ar spered ken galloudus,
Ken seder, ken prim, ken goapaer,
A verve dindan tog Prosper ;
Koun an teod flour ha dilikat,
Ken lemm a-wechoù da bikat
Ma lâre, bep taol minaoued,
Meur a Dregeriad badaouet :
« Daonet ! evit ur C’hernevad,
Hemañ zo distagellet mat ! »
Hogen, te ’vroude hep gwadañ,
Te ’roe lamm hep dibradañ,
Te ’laoske da nijal en noazh
Gêrioù dibikous ha dinoaz ;
Biskoazh na da gomz na da gan
Da zen ebet n’o deus graet poan.
Da werzioù, ’vat, o deus kavet
Hent meur a galon glac’haret :
Eus a glevet son da vombard,
Eus a glevet kan da soudard,
Nag a vammoù, nag a dadoù
’Ruilhas an dour gant o jodoù !
Pet a zo bet, pet a vo c’hoazh
Diduet o lenn da varzhaz,
Livet enne ken speredek
Taolennoù tapet ’n ur redek,
Kildroioù, techoù fall an dud,
Mil fentigell ha mil burzhud !
A ! perak n’out ket amañ ken
Da verkañ krizder an anken
A stardas holl galonoù Breizh
War daol strak ur brezel direizh,
Pa gerzhas hon zud kalonek
En ur ganañ d’al lazhadeg ?
Te ’tije roet a zoare
Da bep soudard e vod lore :
D’ar re ’stourmas taer ha dispont,
Ha d’ar re ’zo marvet du-hont,
Yaouankizoù flamm kinniget
D’ar Frañs gant hon Breizh venniget.
Roet a tije pep a damm
Da ziwallerien « mab o mamm »
D’ar re ’deus bet graet er gwasked
Brezel didrouz an « ambusked »
Hag a zo deut bravik d’ar gêr,
Kreñv o c’haoz ha dizrast o lêr.
Te ’tije meulet a vouezh kreñv
Tud kozh ha merc’hed an a-dreñv,
O terc’hel pennek da hadañ
Evit ar Vro danvez bara ;
Rak da vombard ’vije warni
Ur son prest evit pep hini.
Evel ma tenn mengleuzier Gwig
Eus douar paour mein pinvidik
Da sevel tier kaer-meurbet,
Evel-se te ’teus dibabet
E-touez ar bobl, war bep muzell,
Pep gwellañ deus yezh Breizh-Izel.
Gant ar bleunioù kavet eno
E teus fichet kanaouennoù,
Sonioù, gwerzioù, mojennoù drant,
Ur bagad dimezelled koant
A ra d’o zad ha d’an Arvor
Evel ur gurunenn enor.
Gant ur falz aour e teus medet,
’N ur vragal dre bark ar spered,
Un horzenn ouesk gwinizh darev,
Yac’h ha kraz, hag en em viro
E grignol ar c’han hag ar son,
Tra ma ’vo Breizhiz a galon.
Sonet kaer he deus an delenn
E toa disfi rak he c’herden ;
Klevet ’c’hellez war an avel
Mouezhioù barzhed all o sevel
Ha kalz ane’ na ganfent ket
Ma n’o dije ganit desket.
Diskuizh bremañ war da ziskenn,
Prosper, e-giz ar gouerizien
P’o deve graet ul labour vrav ;
Dibreder ha c’hoarzher atav,
Taol da lagad war gerzh an traoù,
Digor da skouarn da selaou.
Pa glevi, ’benn forzh bloavezhioù,
Tud o kanañ c’hoazh da werzioù,
Te ’savo da benn, o soñjal
E vi bet un harp mat gwechall
Da genderc’hel start en he za
Breizh yaouankaet en ur gozhañ.
Lâret gant an aozer dirak skeudenn Prosper Proux an 22 Gouere 1919