ar Pardon bras hollgeltiek

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

          Hag ur vouezh a savas en aer,
          Ur vouezh galloudus ha pounner
’Vel hini an drompilh deiz ar Varn diwezhañ :
« – Ra savo Keltied ar bed holl en o za,
          Ra teredfont gae ha lirzhin
          D’ar pardon bras ’vo e Dublin,
Ma welfont o c’hef kozh o sevel a-nevez
          E benn bleuniek war e venez ! »

          Me da sentiñ, ha da vonet
          Gant ar bagadoù Bretoned
A yae da bardona da gêr-veur Iwerzhon,
O gwiskamantoù kaer gante, o fennoù sonn,
          En ur ganañ ’hed an hentoù :
          « – Trec’h ’omp bet war ar c’hantvedoù,
Hag an deiz burzhudus hon doa gedet keit all
          Zo deut da barañ war hon tal ! »

          C’hoarzhus war laez he gwazhienn-vor,
          ’Vel ur vamm-gozh war doull he zor,
Kêr Dublin ’neus ivez gwisket he dilhad gran ;
Ha gant he holl mouezhioù ’tistag ur brav a gan,
          Laouen ha nerzhus war un dro,
          Seurt a ve klevet pa zistro
Bugale vat bet pell, dianket ha gouelet
          Dindan mantell vaen an oaled.

          Hag ar mor bras gant e vouezh don
          A gemer e berzh er pardon
O lavaret trouzus da Geltied Breizh-Veur :
« – Gwechall e tilammis diganeoc’h ho preudeur,
          Hirie ’tegasan war o c’hiz
          Da vro garet o yaouankiz
Lod delioù dibabet diwar ar bod derv
          ’Noa digefiet avel garv ! »

          En aer e tiston unanet
          Yezhoù pemp mil bloaz ’zo ganet,
Sonioù telenn, pibroc’h, bombard ha binioù ;
Spered an amzer gozh a grog en eneoù
          Ken e soñjer gwel’t o nijal
          Skeudennoù Keltied gwechall,
Astennet o daouarn gante deus lein an neñv
          Da vennigañ o bugale.

          ’N ur park ledan en em welet
          Pardonerien ha kannaded
Enez Man, Kernev-Veur, Iwerzhon ha Bro-Skos,
Bugale Bro-Gymru, ’n o fenn an Drouiz-Meur kozh,
          Paotred ha merc’hed koant Arvor
          Ha forzh Bretoned all tramor,
Lugernus o dilhad hag o dremmoù seven
          Dindan bannoù an Heol melen.

          ’Oar den pet mil dud zo eno
          Ha n’o deus nemet un anv,
Ur gredenn, ur mennozh hag un esper hepken :
Gwelet o adsevel o bro da virviken !
          Holl o c’hortoz, start ha koazet,
          Tro-zro da gelc’h bras an Drouized,
En e greiz un Ovad o terc’hel sonn war-grec’h
          Kleze Arzhur, kleze an Trec’h.

          ’Kreiz ar c’helc’h e tispak ivez
          Ur peulvan savet a-nevez
Gant pemp maen bras a-vern, arouez ar pemp broad
A vir en o c’halon eñvor dimeus o gwad ;
          En e gichen, ar C’horn-Hirlaz,
          Hag ar banniel aour, gwer ha glas,
Banniel Gorsedd Kymru, ’lec’h m’emañ o c’hoarzhin
          An Heol ’tal aerouant Merzhin.

          Ar Maer ha kuzulierien kêr,
          Gante o gwiskamantoù kaer,
A deu, ha war o lerc’h ar Drouiz-Meur Howfa-Mon,
Skedus en e sae wenn, yac’h ha kreñv e galon,
          Daoust m’emañ o vont gant an hent
          Dek vloaz zo ha pevar-ugent ;
A bep tu d’an Drouiz-Meur ’mañ Gwinned ha Kadvan
          Daou varzh kaner eus ar bravañ.

          An Arc’hdrouiz a ra ur bedenn,
          Ha tre teir gwech a hanter-denn
Kleze Arzhur ’n ur c’houl’ mar ’mañ ar peoc’h o ren :
« – Peoc’h zo ! » ’me ar Varzhed en ur vouezh, ken a gren
          An aer strafuilhet tro-war-dro,
          Ha ken e klever ’us d’ar vro
’Vel o voudañ, e-kreiz nijadenn an avel,
          Son ur garantez divarvel.

          Doare ar Gorsedd displeget,
          Barzhed nevez displeget,
Ha ’n em gomzet mibien an hevelep tadoù,
Ez a ’r pardonerien gant ar brasañ lidoù
          D’ar sal vras ’vite prientet,
          Hag hi deus ar c’hwekañ pentet ;
Eno ’vat e klever rener bras ar gouelioù :
          « – Deut eo, ’mezañ, an amzerioù ;

          An dont-amzerioù diguzhet
          Gant hon Barzhed hag hon Drouized,
Pa ouestlent e savje ’vidomp deiz an digoll :
Pegeit n’omp-ni ket bet o sachañ war hon roll,
          Pellaet an eil c’hoar ouzh eben,
          Dindan mac’herezh hag anken !
Ha setu, daoust d’an noz, d’ar pellder ha d’ar boan,
          En em gavont kreñv ha dizoan !

          Ar pemp maen ’zo berniet aze
          Na gouezhfont ken ; rak ar c’hleze,
Kleze pounner Arzhur, a zo deus hon difenn :
N’eo ket ni ’zegaso brezelioù war hon fenn ;
          Met an enebour a glaskfe
          Terriñ chadenn hon c’harantez,
A zesko pegement a bouez en deus er bed
          Brec’h ha dir an holl Geltied.

          Na lezomp biken da vervel
          Yezhoù na telenn hon c’havell :
I eo o deus miret e deun hon c’halonoù
Ar soñjezonoù kaer, ar feiz, ar c’hredennoù,
          A lak ar C’heltied dispar
          E-touez holl bobloù an douar,
Hag a roy deomp-ni an trec’h, pa deuy an deiz,
          War bep gouenn-dud yen ha difeiz.

          Dihun Arzhur zo ’n em gavet
          Hag ’us d’hon fenn eo adsavet
An heol sklêrijennus, Dou hon c’hendadoù ;
Miromp unvaniezh etre hon broadoù,
          Juntromp startoc’h ’vit an houarn
          Hon nerzh, hon ijin, hon daouarn,
Ma talc’ho ’r C’heltied da ren da virviken
          Dre gleze, telenn ha kredenn ! »

          Plouigno, an 23 a viz Even 1903