D’un nezerez

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Skrivet evit ur gartenn-post, a zouge poltred un nezerez a Bondivi

    Plac’hig yaouank, nezerez flour,
Pennig pleget war he labour,
Stag he lagad, evel marv,
War he gwerzhid o treiñ en-dro,
A sach, a sach, bep troidell,
Neudennig voan digant keigel.
    Hag hi ne wel ket, en-dro de’i,
An dud o vont, ar bed o treiñ,
Ar c’hizioù nevez o tonet
Da ren e-touez ar Vretoned :
Hevelep kapot war he fenn,
Hevelep rann ’n he blev melen
Hi ’nez war hevelep bank-kloz
’Lec’h he doa nezet he mamm-gozh !