Mizioù Breizh
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
GENVER
Bloavezh yaouank, bloavezhig gwerc’h,
Daoust petra ’guzh ar vantell erc’h
A stlej hirvoudus war da lerc’h ?
Daoust ha te ’zegas al liñsel
Da bakañ hon mamm Breizh-Izel,
Pa zegouezho ganti mervel ?
Divleuñv, digan, peurgeuziet,
Skornet ar gwad ’n he gwazhied,
E tav, e hun ’vel beziet.
Ne glever ken mouezh dre ar bed
’Met an avel, kañvus-meurbet
’Vel klemmgan an amzerioù bet.
Stummet ken mantrus an derv
Ma c’houlenn paotr Breizh gant daeroù
Ha mervel ’c’hallfe e vamm-bro ?
Miz Genver, miz an dizanvez,
Lavar deomp gant peseurt dañvez
E vo steuñvet ar bloaz nevez ?
C’HWEVRER
Setu ur miz all dispaket,
Hag ar bed a zalc’h da gousket,
Ha Breizh-Izel na zihun ket.
Bepred, ’vel izili marv
Suilhet gant ur goañvezh garv,
E chom noazh ar barroù derv.
War Vreizh, en he bez astennet,
’Talc’h da yudal avel skornet
Heñvel ouzh klemm an Tremened.
An tourioù, ar c’halvarioù kozh
A sav o fennoù dreist ar groz
’Vel kroazioù mein war laez ur foz.
Hag ar c’hleier santel, allaz !
A son damantus ’vel ur c’hlaz ;
O Breizh, daoust ha te ’vevo c’hoazh ?
Miz C’hwevrer, kae buan en-dro !
N’eo ket gwir a-walc’h da anv
Pa ne reer ouzhit « miz c’hwerv ».
MEURZH
Sav eus da wele don, mamm Breizh :
’Glevez ket o son en ez kreiz
Hag en-dro dit mouezhioù a-leizh ?
Ne glevez ket, ’tro an arvor,
Da vibien lonket gant ar mor
O c’hervel da c’houlenn digor ?
Ne welez ket, ’lein an Are,
Marc’heien Arzhur adarre,
Brezel gante ’kreiz an arnev ?
Bep seurt mouezhioù spont a glever,
Mouezhioù Korred, mouezhioù reier,
O sevel eus al lanneier.
Noz-deiz ’ve klevet hon tadoù
Dindan mein bras ar beredoù
Truezus o huanadoù.
Sav eta, Breizh, sav alese,
Hunet a-walc’h ’teus evel-se ;
Selaou ouzh garm da vugale.
EBREL
Breizh ne varv ket, n’hall ket mervel :
Klevet he deus ouzh he gervel,
Ha setu ni krog da sevel.
He dilhad sul he deus gwisket
Ha, war doull he dor ’n em lakaet,
A c’hoarzh ouzh ar bed dispaket.
Gant an eostig ’trid an draonienn,
Ar menez gant ar mesaerien,
Gant kleier Pask ar Gristenien.
Ha Duzed, evel gwechall-gozh,
Pa bar al Loar a-zioc’h ar roz,
A ren koroll da hanternoz.
Dre holl buhez, kan ha sklêrder,
War an dervenn delioù tener,
Er brug Breizhad bleunigoù kaer.
O Breizh, pa savez war da giz,
Pa zistroez d’ar yaouankiz,
Koantoc’h evidout na welis.
MAE
Sell ’ta, Breizh, ouzh da vezelour ;
Paotrezig koant a oas neizhour,
Ha setu-te plac’h yaouank-flour ;
Tavañjeret gant aour melen,
Bleuñv avaloù ’leizh da varlenn,
War da vuzell c’hwezh-vat spern-gwenn ;
En-dro dit, ’vel ur c’houriz glas,
Ar mor islonkus, ar mor bras,
Dantelezhet a c’herreg noazh.
Bremañ ’kerzhi d’ar pardonioù,
Leun da galonig a sonioù ;
Ha pa glevi ar binioù,
Ar vouezh a blij da bep Breizhad,
Seder da dremm, bev da lagad,
Te ’gorollo gant da zaou droad.
Breizh yaouank, dindan heol Doue,
P’eo glan an oabl ha kaer an deiz,
Kemer da berzh er garantez.
MEZHEVEN
Seul vui ma teu Breizh war an oad,
Seul vui tommoc’h e verv he gwad,
Ha n’ehan kammed da vravaat.
Pegen koant eo deus ar beure
O tispak a-greiz he huñvre,
Ur vougenn c’hlas war he gorre !
Pegen nerzhus, pegen laouen
E sav en aer he c’hanaouenn,
Pa darzh ar C’hreisteiz war he fenn !
Ha pegen splann ’ve da serr-noz,
Pa bign war-zu ar Baradoz
Teodoù ruz he zantadoù kozh !
O ! pa zañser, bras ha bihan,
Breizh-Izel, tro-war-dro d’an tan,
’N ur bediñ an aotroù Sant Yann ;
Pa ganer Son ar Gouel Even,
Daoust ha te ’soñj en Drouizien
Kousket dindan da zouar yen ?
GOUERE
Miz ar gwad ruz, miz an heol tomm,
O skeiñ war ar pennoù a-blom,
A ra gant an oabl ur forn blom.
Koulskoude Breizh a ya diglemm,
Noazh he divrec’h, rouzet he dremm,
D’ar foenn darv gant filc’hier lemm.
Ha, pa vo dastumet ganti,
Savet ar wrac’hell ’tal an ti,
Breizh en em daolo da bediñ.
Gwisket he dilhad ar granañ,
Breizh a zeredo ’n ur ganañ
Betek he mamm Santez Anna ;
Betek an iliz-veur nevez
’Lec’h ma tigoro hec’h ene
Askelloù gwenn war-zu an Neñv.
Kenavo ’darre, mamm dener,
Skeudenn aour a luc’h ’kreiz an aer !
Breizh a zistro kreñvaet d’ar gêr.
EOST
Ne ve klevet seurt ebet all
’Tre sav-heol hag an noz du-dall
’Met dornerezed o yudal.
Pelec’h emaoc’h, lazoù-dornañ,
’Lakae gwechall hep ehanañ
Leur da son, douar da grenañ ?
Er bez, siwazh ! ’maoc’h diskennet,
’Lec’h ma vo prestik astennet
Holl gizioù kozh ar Vrezhoned !
Ha koulskoude pa selaouan
Pegen flour ’hiboud ar gwenan
Dre ’r parkadoù ed-du gwenn-kann ;
Pegen laouen e sav en aer
Sonioù luskellus ar mesaer
Ha gwerz galloudus ar c’hleier ;
E teu din ur gredenn dispont
Penaos, ’hed an amzer da zont,
Mouezhioù Breizh biken na davfont.
GWENGOLO
Ar c’holo gwenn, ar c’holo kraz,
Zo ’korn al leur e bernioù bras,
Hag an ed-du da zornañ c’hoazh.
Eus ar berjezioù tro-war-dro
E sav frealzus dreist ar vro
C’hwezh-vat an avaloù darev.
Er pardonioù, erru pare,
Lod en em glev war an doare
Da sevel tiegezh nevez.
Distreiñ ’reont gant an hentoù,
Dre sioulder an abardaezioù,
Kollet en o soñjezonoù ;
’Vel pa welfent, pebezh anken !
O nijal kuit da virviken
Deizioù kaer ha na deufont ken.
Ha Breizh a c’hoarzh deus he dousañ,
’Vel ur vamm-gozh o tiskuizhañ
Dindan an heolioù diwezhañ.
HERE
Tostaat a ra deomp ar c’hañvoù :
Ar c’houmoul a gresk en Neñvoù,
Ar velkoni er c’halonoù.
Dre holl e weler o charrañ
Tud paour, gant o samm peadra,
O redek war-lerc’h o bara.
Traoù sakr bet digant ar re gozh,
Irc’hier, presoù, gweleoù kloz,
’Rank kuitaat ti, kêr ha parroz.
« Kenavo, kleier benniget,
Korn douar en deus hon maget,
Ti a gontadennoù karget ! »
Eürus, kouerien forbanet,
Pa’z int da vihanañ manet
E Breizh, er vro ma voent ganet.
Avel a yud ha gwez a strak,
Delioù deus ar bod a zistag :
Gwelet ’vo c’hoazh un dro bennak.
DU
Ha setu miz ar re varv :
O eneoù kaezh a zistro
Da heul klemm an avel garv.
A-gleiz, a-zehoù, d’an traoñ, d’an nec’h,
Nijal a reont e pep lec’h,
Stankoc’h eget an delioù sec’h.
War an nor pa skofont tri daol,
Digor de’, laezh koan war an daol
Ha da bediñ Doue ’n em daol.
Rak ar re-se o deus renet
Gwechall buhez, nerzh ha kened,
Komzet yezh kaer ar Vrezhoned.
Lâret a reont dit : « Dalc’h mat
Gizioù da vamm, gizioù da dad,
Chom evelte bepred Breizhad !
Mir ar feiz gristen, ar yezh kozh,
Ha ni ’roio dit hon bennozh
Pa ’n em gavimp er Baradoz. »
KERZU
Evel an had, a-raok sevel,
A rank gortoz, breinañ, tevel,
Breizh adarre ’seblant mervel.
An noz a wask war he gorre,
Hag e gousk betek ’r gouloù-deiz,
Dihun he c’halon koulskoude.
Bremañ ’n hini ’klever bep noz
En-dro d’an tan, tennañ ar gozh
Eus marvailhoù an amzer gozh.
Ar pezh a zo bet a vo c’hoazh :
Pep Breizhad en em dalc’ho gwazh
’Vit ar stourmoù ’vag deomp warc’hoazh.
Mac’het ’omp bet, ne vefomp ken :
Hon banniel ’sav uhel e benn
Mibien kadarn ouzh hen difenn.
War douar Breizh tra ma savo
Tud kalet ha reier garv,
Hun a c’hall, biken na varvo.