daskor - facebook  daskor - css

Daskor

O vezañ tremenet dindan nij ar Marv
Dek devezh penn-da-benn en « trañcheoù » kentañ,
Dek devezh bet kavet ken padus ha dek vloaz,
Ha deut a-dreñv bremañ d’ober un tammig tro ;

O soñjal emañ Breizh pell, ken pell er vougenn
Gant ar garantez domm a sav eus he douar,
Gant he levenez kuñv hag he heolioù klouar,
Hag int ur samm warne ken pounner da zougen !

Emaint daou soudardig, daou Vreizhad, goude koan,
Sioul ha dilavar, aet o spered da vale,
O sellet huñvreüs an eil ouzh egile,
Ha gant o daoulagad e tisplegont o foan.

Boazet ’int bet o daou da ganañ bep eil tro
D’an amzer ma vevent seder ; hag a greiz holl
Unan ane’ ’lavar gant ur youc’hadenn foll :
« Ha ma kanfemp, Perig, ur son e-giz hon bro ? »

Setu gant an daou baotr dispak ur barzhoneg
Seurt a ziwan du-hont e skeud ar Menez Du,
Ha bernioù soudarded o tostaat a bep tu
’N un oapaat ’leizh genoù kanerien brezhonek.

An div vouezh koulskoude nerzhus ha flour a sav,
Ha kanaouennig Breizh a sav dispar gante,
Mesket enni ken c’hwek kuñvder ha c’hwerventez
Ma teu lod goapaerien da lavaret eo brav.

Ar c’han a zalc’h da vont war gaeraat, war greñvaat ;
Ha pep hini, dindan ar gêrioù dizan’vez,
A glev bep seurt komzoù burzhudus ha nevez
O tegas eus a bell un aezhenn a c’hwezh-vat.

Pep kalon a selaou ’n he diabarzh mouezhioù
Dihun gant an div-mañ, mouezhioù pell zo klevet,
Evel pa zistrofe deizioù pell zo bevet ;
Pep spered a zibun didrouz e vennozhioù.

Kanañ, kanañ bepred a ra mibien Arvor,
Ken m’eo leun an dachenn, tro-dro d’ar soudarded,
A weladennoù koant eus a bep bro galvet
Gant taboulin ar son ha korn-boud an eñvor.

Ha, pe dav an div vouezh, pa varv ar c’han goustad,
Pa sav ur strakadeg daouarn gant ar re all,
Meur a soudard a chom dilavar d’huñvreal
En ur sec’hañ daeroù deut en e zaoulagad.

                               30 a Vae 1915