Emgann Sant-Kast

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Neuze ’teuas an noz en-dro din, un noz du
Evel an nozvezhioù teñvalañ miz Kerdu ;
Ha, goude un dro hir, e voen dre va huñvre
War aod ar mor garv degaset adarre.

Eno e oa, e-kreiz an drompilhoù o son,
Un emgann vras etre Gallaoued ha Saozon.
Strakal ’rae an tennoù, redek a rae ar gwad,
Ar boledoù ’dreuze an aer ’n ur c’hwibanat ;
An houarn a sone ’n ur skeiñ war an houarn,
Ha meur a vrezelour e oa ruz e zaouarn.
    Me ’vont hag o welet ur strollad Arvoriz,
Gwisket darn ’giz Leon ha darn en Tregeriz,
Hag a yae d’an argad, seder ha kalonek,
En ur ganañ ’vel-henn en o yezh brezhonek :

          Kan war don Seziz Gwengamp

          Ken lies gwech o deus tennet
          O c’hleze enep Bretoned,
          Ar Saozon a zo bet trec’het,
          Adtaolet er mor pe lazhet.

          Breizh he deus miret hag a vir
          Atav he hanter kleze dir :
          Dre nerzh an dir ha nerzh o brec’h
          He mibien dre-holl a vo trec’h.

Archerien Bro-Gymru a oa o tont warne,
Ha war ’n hevelep ton, ’n un dostaat, a gane :

          Ni ’vir bepred hag a viro,
          Da harzh ar gwall diwar hon bro,
          An hanter eus ar c’hleze dir
          Torret en un difenn hon gwir.

O klevet kement-se, Breizhiz, manet ’n o za,
A soñje da gentañ ’oa goaperezh a oa,
Ha gant muioc’h a nerzh, gant o founnerañ mouezh,
E kasjont a-nevez o diskan d’ar mor-c’hwezh :
          Breizh he deus miret hag a vir
          Atav he hanter kleze dir :
          Dre nerzh an dir ha nerzh o brec’h
          He mibien dre holl a vo trec’h.

Setu neuze d’o zro re Bro-Gymru batet
O chom krenn en o za ’vel un den souetet.
Kaer o doa ar mistri o fediñ, o gourdrouz
Ne rejont van na deus pedennoù na deus trouz :
Gwareg ebet ne voe stennet enep re Vreizh.
Hag ar re-mañ, souezh ha dudi en o c’hreiz
A zalc’he da dostaat, da youc’hal, da ganañ,
Troet o fuzuilhoù d’an douar hep tennañ.
    Hogen, pa erruas damdost an daou strollad,
E voe mouezh ar brezel trec’het gant mouezh ar gwad
Ha gant ar garantez frailhet nerzh an houarn :
An armou a bep tu ’gouezhas deus an daouarn ;
Tud evit ’n em lazhañ degaset d’an argad
A voe gwelet, daeroù e-leizh o daoulagad,
O lammet’, vel breudeur, an eil gant egile,
O ’n em bokat zoken hag oc’h ober al le
E chomjent, ’vel mibien an hevelep tadoù,
Unanet da viken daoust d’an holl argadoù.

Ar Saozon, an deiz-se, ne badjont ket a-bell :
E-giz un dornad pluñv gant ur barrad avel,
’Voent skubet gant Breizhiz er mor pe er marv.
Tri hepken, ’meus klevet, a zistroas d’o bro,
Ar spont war o seulioù ha de’ nebeud a hast
Da zont ken en Arvor d’ober pardon Sant-Kast.