an Eisteddfod

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Hag e voen dreist an noz ha dreist an amzerioù
Rentet ’n ur blaenenn noazh, tud enni a-vernioù,
Hag ’us d’an holl bennoù pemp banniel o krenañ,
Hini ’n Arvor e-kreiz he c’hoarezed henañ :
Re Bro-Gymru, Bro-Skos, Enez Man, Iwerzhon.
Ha tro-dro derv bras o sevel pennoù sonn ;
War un teatr, ’n e sav ’touez bleunioù ha glazur,
An Drouiz-Meur, gwenn ha kaer ’vel un dremm dreist-natur,
Bodet en-dro dezhañ, ’n o sav pe azezet,
Drouized ha Drouizezed, Barzhed ha Barzhezed.
    Hag, e-pad e sone galloudek war un dro
Sonerien binioù ha bombard a bep bro,
Un drouiz war an teatr a bignas, ha gantañ,
Douget war ur plueg brodet eus ar c’hoantañ,
Kizellet don ennañ furm un aerouant ruz,
An hanter kleze dir miret e Bro-Gymru.
   Kerkent, deus un tu all e welis o tonet
Barzhed ha sonerien a Vro ar Vretoned,
Ha, war o lerc’h, douget ivez war ur plueg,
Etre daouarn ur Barzh, kannader Bro-Ereg,
An hanter kleze all, kizellet en e greiz
Furm an erminig gwerc’h, heñvel ouzh enor Breizh.
    Neuze ’savas dre-holl ur strakadeg daouarn
Ken e oa, ’gave din, bouzar va divskouarn ;
Hag an drouz war washaat pa erruas d’o zro
E-kreiz al leur-zeatr kannaded an teir bro :
Iwerzhon ha Bro-Skos, hag an Enezenn Man.
    ’Oa ket an todïon ehanet ’met a-boan
Pa dostaas paotr Breizh gant e hanter kleze
D’e ginnig d’an Drouiz-Meur, ha da c’houl’ ma vije
Dre c’halloud e dorn sakr kevret hag unanet
An hanterioù kleze ’base keit amzer rannet.
    Ha setu an Drouiz-Meu gant pep dorn o kemer
Unan eus an daou damm, hag o sevel en aer
An tammoù lakaet eeun an eil deus egile,
Hag un Drouizez o vont hag o tostaat ivez,
Hag o stagañ ken brav gant liammoù gwer, glas, gwenn,
Ne vije ken gwelet ’met ur c’hleze hepken.

« – Peoc’h zo ? » e c’houlennas teir wech tad an Drouized :
« – Peoc’h, peoc’h, peoc’h ! » e lâras mouezh don ar
                                                                                      [ C’heltied.
Kan broadus Kymru a zistonas neuze
Tro-war-dro d’an Drouiz-Meur o terc’hel ar re-se.

An deiz-se, ’tispakas ar Spi ’lein an oabloù ;
Hag e taolas ur sell laouen war ar bobloù
Dre vrezel ar c’hleze gwechall dispartiet,
E peoc’h bremañ dindan kleze ar C’heltied.
    Hag eskern hon zadoù a dridas ’n o bez yen
Dre ma oa deut diwezh holl boanioù o mibien.