Dihun Breizh

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war don Merzhin (er Barzhaz-Breizh) : « bremañ trizek miz ha teir s’un »

    I

An deiz a darzh, an heol a bar, (bis)
Dispak a ra dremm an douar.

    Diskan

        Sav adarre,
Mamm Breizh, va c’harantez,
        Sav adarre,
    Setu ar beure !

Ar glizh a c’hoarzh war bep delienn,
An evn a gan war bep gwezenn.

Ar menez ’wisk e sae velen,
Ar varzhed a grog ’n o zelenn.

’Maint holl amañ dirak da di,
Da vibien deut da’z saludiñ.

Dastumet ’int amañ fenoz,
O klask diganit da vennozh.

Mar prizez dioute c’hoarzhin,
E kanfont ken kaer ha Merzhin.

Mar taolez warne da lagad,
E kerzhfont dizoan d’an argad.

Mar sav da zorn ’us d’o fennoù,
E vruzunfont da chadennoù.

Hag e trec’hfont war an dachenn,
’Vit ma reni da virviken.

    II

Ha Breizh-Izel a zo savet,
Kousket ganti meur a gantved.

        Dihunet eo
Mamm Breizh, va c’harantez,
        Dihunet eo
    Setu deut an deiz !

Gwisket ken gran evel gwechall,
A-raok ’doa an’vezet Bro-C’hall ;

Gwisket en aour hag e perlez,
’Vel en amzer ’oa pennhêrezh.

Neuze gant stad he deus c’hoarzhet
Deus he mibien, deus he barzhed ;

Ha lakaet he dorn war o fenn
D’o c’hennerzhañ ’vit he difenn.

Kerkent an telennoù da son,
Ken o c’hlever dreist ar mor don.

Ha mouezh paotred Breizh da sevel
Keit ha ma tizh c’hwezh an avel.

Hag ar C’heltied da youc’hal
’Vel en o emgannoù gwechall :

« Bremañ ne vo war hon gorre
Mestr ebet ken nemet Doue ! »