Dihun ar barzh

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Koulskoude, tamm-ha-tamm, an Heol ’deu a-nevez
Da laouenaat ar bed. Hag evel p’en defe
Galloud a-walc’h da reiñ buhez d’ar re varv,
Ar Barzh a sav ’n un daol e lagad tro-war-dro.
    Ne wel netra, siwazh ! keit ha ma tap e sell,
’Met labour an Ankoù war an dachenn vrezel :
Korfoù reut ha skornet ’mesk ar fank hag ar gwad ;
Ar Brennin kalonek, gwellañ harp e vroad,
Yenet da virviken ; hag ar c’hleze pounner
Ne oa biskoazh gantañ bet meret en aner,
Rannet etre daou damm evel ur c’hozh benveg.

  « O Belen, emezañ, Doue kreñv ha blevek,
  Ankouaet hoc’h eus eta ho pobl, ar C’heltied ?
  Daoust ha c’hwi hon zalc’ho da vezañ kastizet,
  Mac’het dindan troad lous hon enebour marvel ?
  Mar ’neus ken evidomp deizioù kaer da sevel,
  Re bell em eus bevet ; gwelloc’h ’vit ar Saozon
  Va c’hleze, hep krenañ, ’gavo hent va c’halon ;
  Met mar tle, tro-pe-dro, parañ war mibien Breizh
  Un deiz skedus a-walc’h da frealziñ o c’hreiz,
  Sklêrijennit ar Barzh war an amzer da zont ! »

Kerkent, an Heol d’ar bed a roas e respont :
Splannoc’h e tispakas e c’hloar war lein an neñv
’Vit ar gurunenn aour war benn ar rouanez,
Ken e krogas diouzhtu ar Barzh en e delenn,
Ha, dudius e dal, e kanas evel-henn :

    war don Diougan Gwenc’hlan

    Tad lugernus an deizioù kaer,
    Sklêrder ar Barzh hag e desker,
    Bremañ ’teu ho tremm alaouret
    Da sklêrijennañ va spered,
    Da zigeriñ va daoulagad.
    O kleze bras, roue ’n argad,
    Da dir santel zo bet torret
    Etre daouarn ar Vretoned ;
    Met, pa zegouezho ar mare,
    An trec’h a vo dit adarre :
    Neuze, war hentoù ar brezel
    ’Teredo paotred Breizh-Izel,
    Niverusoc’h ’vit ar merien,
    Da flastrañ o enebourien !
        Devezh sakr, ’benn ma vi erru,
    Ar Barzh a vo aet da ludu
    E gwele don an douar yen ;
    Met, pa yudo ar gwaskerien
    Etre ar spont hag ar marv,
    Pa glevo kan skiltr tud e vro,
    Eñ ’hopo c’hoazh a greiz kalon :
    « Bec’h ’ta, Breizhiz, bec’h d’ar Saozon ! »