daskor - facebook  daskor - css

Daskor

    O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret !
An dudi zo ennoc’h n’oufe den lavaret :
C’hwi eo ar begad mel a ro Doue d’an den
A-raok ma ve kaset dindan ar blanedenn,
Ar c’hoarzhadennig heol a deu ’raok an arnev,
Ar bara gwenn debret a-raok ar baourentez.
    ’Forzh pegen fall an den ha ’forzh pegen berrwel,
Un tu bennak, e deun ar soñjezonoù pell,
Ma ’neus bevet e Breizh e vloavezhioù kentañ,
E tarzh ur sklêrijenn sav-heol deus ar c’hoantañ,
Hag e wel o tispak ’diabarzh e spered
Taolennoù dudius an amzer dremenet.
    An ti oa bihanik ha teñval marteze ;
Met un dremm venniget a z-ae dre an ti-se
’N un deurel war bep tra sklêrder he lagad glas,
Dremm ur vamm garantek aet ac’hane, siwazh !
    Hag e-maez, pegen frank, pegen don an dremmwel !
Penn-da-benn, a bep tu, keit ha ma tec’h ar sell,
Parkeier gwer ha ruz, edoù gwenn ha melen ;
Koadoù pin, ’lec’h ma kan noz-deiz, ’vel un delenn,
Mouezh klemmus an avel, ma lârfec’h un ene
Oc’h ober pinijenn war gribenn ar menez ;
Reier mil bloazioù zo ’n o sav e lein ar roz,
’Vel soudarded dispont o tiwall o bro gozh ;
Gwaremm ha balaneg sammet a vleunioù aour,
Lanneier noazh o reiñ peuriñ da vuoc’h ar paour ;
Saonioù o tregerniñ gant blejadeg raouiet
Ar c’holeoù lorc’hus stok ar geot ’n o bruched ;
Ha du-hont, ’lec’h ma kuzh an oabl en ur vougenn,
Burzhud ar mor divent o ruilhal e wagenn.
    Ur plijadur hep par ’vije, dre bep amzer,
Klevout an eostig-bailh, an tad moualc’h, ar mesaer,
Pep hini gant e son pa deue e vare,
Hag an holl laboused, kerkent hag ar beure,
O kinnig mesk-ha-mesk o bennozh d’ar C’hrouer ;
Ha dreist ar mouezhioù all mouezh galloudus ar c’houer,
Gwech-ha-gwech o c’hourdrouz anevaled gorrek,
Alies o kanañ ’n e yezh kaer brezhoneg.
   Pebezh aon a waske ar paotr ’n e wele-kloz
O soñjal e kleve skrij ar c’hwiteller-noz,
Pe kloc’hig an Ankoù o tiston er sioulder,
Pa ma teue a-daol da grenañ dre an aer
Garm ha youc’hadennoù mantrus ar gaouenned,
Ur marv tost bennak gante digemennet !
Ha pebezh stad ennañ, distroet ar beure,
Oc’h en em gaout yac’h-pesk ha bev mat ’n e wele !
    Nag a redadegoù dindan an heol laouen,
’Kreiz ma taole ’r gwenan c’hwezh-vat o c’hanaouenn
Hag ar bleunioù spern-gwenn o dudi dre ar vro,
Hag e fraoñve dre holl son ar c’hwiled-derv !
    Hag a skolioù laeret o chom da glask neizhioù,
Ma vije krenn ankouaet ar gêr hag ar predoù !
Nag a lammoù paket o klask pignat ar gwez,
Pe o klask galoupat ar c’hezeg ’n hir o moueñ !
Ha d’an noz, pebezh lorc’h o tont war-zu ar gêr
En un heuilh an deñved, ar saout hag ar mesaer,
Hag en un dougen sonn, evel bannieloù ruz,
Briadoù lugernus o vokedoù burlu !

O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret,
Pellder ken c’hwek evel ur baradoz kollet !

Setu doare an dornskrid :

    O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret !
Met c’hwi ne van netra ’n hoc’h eñvor, ’n ho spered,
Bugale baour savet gant Breizhiz er c’hêrioù,
Netra nemet noazhder skornet ar vogerioù,
Tud ha traoù dian’vez, un heol atav mouget
Dindan goabrennoù tev a boultrenn ha moged !