War vez un aelig
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
kinniget da’m mignon ar c’homandant Ollivier-Henry, marvet ’vit ar Frañs
Tinterezh ar c’hleier a glevan tro-war-dro,
Hag e sav em spered eñvor va zud varv,
Aet holl, kozh ha yaouank, bugaligoù zoken,
D’ar broioù dizan’vez diouzh lec’h ne zistro den.
Hag e soñjan : « Eürus ar re ’zo diskennet
E donder yen ar bez ’kreiz o flourañ gened,
Gant o huñvreoù koant, o soñjezonoù flamm,
Chomet difank o zreid en o bale divlam !
Eürus dreist-holl ar re ’zo plijet d’an Aotroù
O adkemer a-raok an devezhioù c’hwerv,
Ha n’o deus ket tañvaet krizderioù ar vuhez !
Eürus ar re ’zo aet d’aeligoù gant Doue ! »
Da baotrig, va mignon, a oa unan ane’ :
E goantiri oa graet, siwazh ! evit an Neñv,
Hag e lagadigoù ken don, ken huñvreüs,
A wel bremañ du-hont taolennoù dudius.
War e vamm e paro douster glan e lagad,
Pa deuy ar rann-galon da skornañ de’i he gwad,
Pe gant he divjod gwenn an daeroù da redek
O soñjal ’n he mabig ken koant, ken karadek !
Ha te, mignon, pa vi e riskl eus da vuhez
A-berzh enebourien, kleñvedoù, loened gouez,
Pa vo da benn pleget war gaerder da skridoù,
Un askelligoù kuñv en-dro dit a drido.
’Forzh pegeit er bed-mañ e tougfed ho tinell
Dre holl ’vo deus hoc’h heul mouezh frealzus an ael :
« Un tamm pennadig c’hoazh, va zud kaezh, da c’hedal,
Hag en em gavimp holl unanet er bed all ! »