Bale ar C’heltied

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

En noz-mañ, ’tiskennas warnon, tra ma kousken,
Un huñvre burzhudus ha n’ankouain biken.

Soñjal a rae ganin, pell en amzerioù bet,
Klevet youc’hadennoù o tiston dre ar bed,
Ha gwel’t war-zu Kuzh-Heol galloudus o tonet
Keltied bras gwechall, tud kozh ar Vretoned.
Evel ur wagenn ruilh o vont dall gant he hent,
Ouzh netra n’o doa aon, dirak den ne dec’hent ;
Met son o c’hleze dir, forzh pelec’h e stoke,
A rae d’ar bobligoù redek kuit araoke.
    Hag i ’zalc’he bepred da vont, da vont en-dro,
Da lammat dreist pep stêr, pep menez ha pep bro,
Evit tizhout, hentet gant o Doue Belen,
Ar mor glas ’lec’h ma kuzh bep noz e benn melen,
’Lec’h ma lugern, e deun ur blaenenn benniget,
Ar Baradoz eürus graet ’vit ar C’heltied.
    Kerzhat a raent, bountet war-zu o flanedenn,
Frealzet gant o feiz, douget gant o c’hredenn,
Ha luskellet, e-kreiz o baleoù skuizhus,
Gant ar c’hanaouennoù brezelek ha nerzhus
A gane o Barzhed noz-deiz war an delenn.
    Atav e tremenent, hag atav e sellen…
Ha va sammig kalon gant al lorc’h a c’hwezhe
O soñjal e oan deus ar gwad gant ar re-se.