Dan aotroù Félix Faure

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

marv penn-sturier Bro-C’hall

En amzer ma oa kivijer,
E touge skañv an davañjer,
O poaniañ, laouen ha seder,
          En-dro d’al ler.

En amzer ma oa marc’hadour,
Gwerzher leal, prener gedour,
E stourmas ’vel ur brezelour
          Nerzhus ha flour.

En amzer ma oa ur bagad
Brini sav-heol o klask argad,
E pakas, o kinnig e wad,
          Kroaz ar re vat.

En amzer ma oa penn-sturier,
Meur a roue, meur ’impalaer
En deus stardet dorn ar poanier
          Bet kivijer.

En amzer ma oa ar marv
O prientañ kañv ha daeroù,
Ne glevas den diwar e dro
          Ur ger c’hwerv.

Gouezet ’neus bevañ ha mervel
Etre e vez hag e gavell,
’Neus baleet, mestr pe mevel,
          Bepred heñvel.

Bet eo bihan ha bet eo bras ;
Nemet ’n e lec’h n’eo bet biskoazh :
E pep stad en em diskouezas
          Evel ur gwaz.

Rak-se, graet gantañ e dever,
Ha leuniet mat ur vuhez verr,
’N devoa ket aon, hon fenn-rener,
          Rak ar Barner.

Ra vezo diskuizh e gousked,
Hag e huñvreoù alaouret,
E-kreiz ar vro gaer ’neus karet
          Don douaret !