Anna Vreizh

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Rennes, Manuscript 0990 from the Bibliothèque municipale of Rennes « Les Champs Libres »
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Priz kentañ kenskrivadeg Montfort l’Amaury er bloavezh 1899

            I

    Huñvreet ’meus, kaerañ huñvre !
    Dindan bolz dudius an Neñv
    Holl laboused Breizh a gane ;

    I dastumet eus a bell bro
    War gwez ur veredig distro,
    Dreilh spern-gwenn oc’h ober an dro ;

    A gement liv, a gement vent,
    War o fluenn poultrenn meur a hent1,
    O c’han koulskoude ’unanent.

    Ur bez digor frank oa er c’hreiz,
    Ennañ kalon rouanez Breizh,
    Bleunioù koant o tiwan e-leizh ;

    Dreist-holl, ur c’haer a lili gwenn,
    Eus ar galon stag e wrizienn,
    A save sonn ’vel ur wezenn.

    Ha tro-war-dro bleuñv glas, bleuñv ruz,
    Bleuñv a bep liv, betek re du,
    Hag ur banniel e pep a du :

    Unan du-kañv, hini ’n Arvor,
    Gant an amzer gozh hec’h eñvor,
    Gant kantvedoù lorc’h hag enor ;

    Eben, ruz-glas-gwenn, astennet
    War-zu an amzer da zonet,
    Ha ’blij ivez d’ar Vretoned.

    Hag an div vanniel stok-ha-stok,
    Pleget o fennoù war ’n a-raok,
    ’Vel pa ’n em roent pep a bok.

    Kanañ ken brav ’rae ’l laboused,
    Ma tave ar mor souezhet,
    Hag an holl mouezhioù dre ar bed.

    Hag a welen un erminig,
    ’Kichen an dreilh, hec’h unanig,
    O selaou, stouet he fennig.

            II

Evned Breizh a lâre sklêr dre o c’hanaouenn :
« Kanomp ha richanomp, ha bezomp holl laouen !
            ’Lâre o c’hanaouenn,

Setu ’mañ deut en-dro koun an amzer gwechall,
’Mañ c’hwezh ar bleunioù kozh dre an oabl o nijal,
            C’hwezh ar bleunioù gwechall :

Digor eo ar bez don e-lec’h ma oa kousket
Hon Rouanezig koant, enor gouenn hon Duked,
            ’B’oe kantvedoù kousket ;

Hag he c’halon atav ken flamm en he glanded
’Vel an deiz ma teuas deus Bro-C’hall da Naoned,
            Ken dispar he glanded !

Anna, Dukezig vat, selaou ha pegen kuñv
A kanomp holl hirie ’vit luskellat da hun,
            Pegen flour, pegen kuñv !

Sav da benn ur wech c’hoazh eus da wele douar,
Ma teuy da’z frealziñ an aezhenn ken klouar
            A c’hwezh war hon douar ;

Ma teuy dit ar c’hwezh-vat a daol ar bleuñv spern-gwenn,
An ed-du leun a vel, al lanneg aour melen,
            Bleuñv koantik ar spern-gwenn ;

Ma klevi ar mor bras o klemm ’hed an amzer
Klemmvan ar vordidi beziet en e donder,
            Ruilhet ’hed an amzer ;

Ma klevi da Vreizhiz o komz, atav heñvel,
Ar yezh ’vije komzet e-kichen da gavell,
            Hag hi bepred heñvel !

            III

Hag a weli neuze, dudi ’leizh da galon,
Un emglev peurbadus, ur garantez wirion,
            O ren etre Gall ha Breton.
                                                                                   
Ur bec’h bihan eo bet war skoaz Breizh ha Bro-C’hall,
Ha sae an erminig, difank ha didamall,
            ’Neus tremenet meur a bleg fall.

E bro al Lili Gwenn koulz evel en Arvor,
Deus ar gourc’hemenn kozh eo unanet an eñvor :
            – Koll buhez kentoc’h ’vit enor !

Na oa ket er bed-mañ gwelloc’h da ’n em barat
Evit banniel ar Gall ha banniel ar Breizhad,
            O div badezet ’mesk ar gwad ;

Bet dispaket o div o flegoù divarvel
War douar dre bep heol, war vor dre bep avel,
            Savet dre-holl sonn hag uhel !

Rak-se, Dukezig vat, war da vez ’n em bokont
Bannieloù ’n amzer bet hag an amzer da zont,
            Nemet unan ken ne reont.

Eürus eo Breizh o heul an hini ruz-glas-gwenn :
Ed aour ’leizh he farkoù, ’ni menez lann melen,
            Laouen ha nerzhus he mibien ;

Ha, daoust d’ar gwall avel, chomet bev en he c’hreiz
Gerioù sakr ar yezh kozh, sklêrijenn glan ar feiz,
            Hep pere ’vije ken a Vreizh !

Kousk eta da hunig dinec’h, Dukezig vat :
Un dra fur ’tevoa graet, talvoudus da’z proad,
            En un ober Gall gant Breizhad.

Koun eus a gement-se ’n hon c’halon a vano,
Ha telennoù Arvor da viken a gano
            Da zremm karet ha da anv.

Keit ha vo tud e Breizh, te a vo benniget,
Keit ha vo Breizh-adarr’, a vo dit kinniget
            Kanaouennoù labousiged ! »

            IV

            Hag an evnigoù da devel
            Ha, ’vel ur c’houmoul o sevel,
            Da nijal kuit a droc’h-askell.
            Kerkent, serret bez an Dukez,
            E welis an erminig kaezh
            O skuilh daeroù a levenez.