Pempet pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Morlaix, A. Le Gloaziou, 1903
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

GWENVAR, EVEN, AR MANAC’H, ALAN, DIRLAWEN, FAWTRA, KRABAN ha goude HILLIGERN

KRABAN
Ar barzh kozh Hilligern ’fell dezhañ ganeoc’h-c’hwi,
Kont veur, komz hepdale diwar-benn traoù guzhet.

Ha kuit.

HILLIGERN en un antreal
Demat deoc’h, aotrounez ! Me ho ped, va lezet*    [-zit]
Da zisplegañ diouzhtu pezh ’zo em diabarzh :
’Mañ silvidigezh Breizh etre daouarn ar barzh !

GWENVAR
Komz dizoan, Hilligern : n’en deus den ebet re.

HILLIGERN
Ur bagad Normaned zo deut ’vit ar beure,
Pa oan er gêr o son telenn war va c’hador,
Da stlapañ ’kreiz an ti kozh koadaj brein va dor.
Unan ’lavaras din, ’n ur seurt brezhoneg fall :
– Daoust ha te ’vefe son gant hounnezh ’vit dañsal ?
– E-pad hanter kant vloaz ’meus warni hep ehan,
Em’on-me, c’hoariet an dañs-kouez hag ar c’han ;
’Vidon da vezañ kozh, n’on fallaet tamm ebet.
– Mat ! ’mezañ, deus emberr, gant sonioù dibabet,
D’ober deomp-ni dañsal evit un eured gran ;
’Tevo ken nemet goul’, oc’h erruout er c’hlann,
Kaozeal gant Brodur, mestr bras ar gedourien.
Mar teuez, a vo dit roet forzh gwenneien ;
Mar ’deuez ket, warc’hoazh ’vo devet da gozh ti.
– P’hini eo ’n eured-se, ’vo da son eviti ?
’C’houlennis digantañ, o soñjal a rae goap :
– hon roue, emezañ, ’za d’eurediñ e vab
Gant merc’h koant Thorgaldin, hon gwellañ brezelour ;
Hag a zo lâret din klask un telenner flour,
Priz pe briz, evit son da zañsal ’pad an noz.
Dont a ri pe ’ri ket ! – Mont a rin, met penaos
A c’hallin-me bale diriskl betek du-se ?
– Sell ! kemer, war da viz ar walennig ruz-se :
Gant hounnezh te ’vo sakr da bep soudard norman.
Neuze, ’tre va daouarn ’lakaas ar walenn-mañ.
Hag a tiskouez ’nezhi war e viz.
Ha diouzhtu ’zajont kuit dre zindan ar c’hoad don.

GWENVAR
Daoust ha te ’gredfe mont da c’hoari ha da son
Evit tud milliget na zegasont er vro
Nemet tan ha glac’har, muntrerezh ha daeroù ?
’Teus ket aon a lamfe ganit kerden santel
An delenn ’neus sonet keit all ’vit Breizh-Izel,
Hag a fell dit plegañ fenoz da dreitouriñ ?

HILLIGERN en ur sevel e delenn d’an nec’h
Selaouit mat, Gwenvar : biskoazh son na c’hoari
’Neus graet an delenn-mañ ken talvoudus da Vreizh
’Vel ar son a lamo hepdale deus he c’hreiz,
Mar be tud da sentiñ ouzh he gourc’hemennoù.
Gouzout a ran a zo tro-war-dro bandennoù
Kadourien o c’hedal, armoù ’leizh o daouarn,
Ar gwellañ koulz d’implij an dir hag an houarn :
Gouzout a ran emañ dirazon ar mistri
’Neus lakaet betek-henn kalonoù da virvi,
Hag a lakao divrec’h da skeiñ pa ’devo c’hoant.
Mat ! pa vo pep Norman gant un dañserez koant,
Leun e gof a dour-mel, e benn a blijadur,
Ankouaet ’vit un nozvezh e dorfedoù hudur,
Pa vont holl ar muiañ kaozeüs ha farv,
Mar kirit, me ’sono warne son ar marv !

ALAN en ur stardañ dorn Hilligern
Da zorn amañ, barzh kozh : te zo ur gwir Breizhad !

DIRLAWEN
Re abred a oa dec’h hen dianzav, va zad :
Setu kavet gantañ ar pezh a glaskemp holl,
An aesetañ doare da gas da vat hon zaol.

GWENVAR
Stad bras a zo ennon, bremañ pa’z eo anet*.    [anat]
N’halle ket Hilligern treiñ gant an Normaned ;
Ha kaout ’ra din ’zo lec’h da sentiñ penn-da-benn
Deus ar son a verko fenoz war e delenn.

ALAN da Hilligern
Mar kerez, te ’sono Kan bale Breizh-Izel,
Pa vo poent deomp-ni taol hon youc’hadenn vrezel.

HILLIGERN
Ober ’rin. Ha bremañ, d’ar c’hlann hep koll amzer :
N’eo ket mat a ouefent petra ’soñj o soner.
Stardañ ’ra daouarn ar re all, pere ’lavar en ur vouezh :
Kenavo, Hilligern, Doue da kennerzha !

Hilligern a ya kuit.