Kentañ pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Morlaix, A. Le Gloaziou, 1903
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

GWENVAR, EVEN azezet o daou war skabelloù goad

GWENVAR
Pell zo, kenderv Even, oa din bezañ marv :
N’am bije ket gwelet amzerioù ken garv.

EVEN
Gwir eo, ’mañ an Arvor dindan ar blanedenn,
Gwenvar ; amañ ’tered da gargañ o bouedenn
Kement lankon a bell, kement ki divroad,
Kement sparfell euzhus a vev dre sunañ gwad.
Ni zo bet a-viskoazh debret gant an dud all :
Da gentañ, ’n em lakaas bleizi Rom da yudal
En-dro d’hon eürusted, pa oamp en enez Vreizh ;
Goude, gwasket hon bro gant ar Saozon direizh,
Er sell ’vijemp didrouz ’n em dennjomp amañ tre ;
Setu neuze ’teuas ar Gall deomp adarre,
Ha, mar ’vije ket bet Nominoioù ur gwaz,
A oa pleget hon chouk ganeomp dindanañ c’hoazh.
’Kreiz ma soñjemp a oa deut da vat hon mennozh,
A kouezh war hon gorre laeron an hanternoz,
An dud ar muiañ kriz ’ve gwelet o vale,
N’espernont gwreg na plac’h, tud kozh na bugale.

GWENVAR
Tost da’m zi-meur o deus stennet o zinelloù
Ha bemdez, tu-pe-du, ’klever deus o c’heloù :
Laeronsi, dir ha gwad, muntrerezh ha tan-gwall.
Derc’hel ’rankomp atav gedourien da ziwall
’Drek ar c’hleuzioù uhel ’zo ’c’h ober tro va forzh.
Alies, ’kreiz an noz, o klevet hopal forzh,
A savomp, nec’het bras hag hanter dihunet
Da zifenn an ti-meur enep an Normaned ;
Hag, anez ’mañ kelc’hiet ar c’hleuzioù gant dour don,
Anez da’m zud feal, ken douget evidon,
’Tije kavet amañ, va c’henderv paour Even,
Nemet ludu va zi, mesket gant eskern gwenn.

EVEN
Bremañ, dre c’hras Doue, ’c’hallin mervel ganit,
Nemet kaout a rafe Breizh an tu da c’hounit
’N ur gas diwar he zro ar pennoù-bloc’h daonet.

GWENVAR
Breizh ’nevo re d’ober, Even : an Normaned
A zo, deus a glevan, pemp mil bennak aze ;
Ni, biken ne savfomp hanter deus an dra-se.

EVEN
N’eus forzh, pa vo sonet ar c’horn-boud a vrezel,
A tispako gwazed a bep korn Breizh-Izel.
Gwelet am eus zoken, ’vit an noz tremenet,
Ar menezioù nesañ gant tan sklêrijennet,
Hag am eus lavaret kerkent, laouen va c’hreiz :
« Hepdale ’vo klevet neventi vat e Breizh ! »

GWENVAR
Petra ? an tan brezel ac’h eus gwelet, Even ?

EVEN
Ya : menez an Duzig ha menez ar Peulven
Zo bet warne bep eil daou dan eus ar c’haerañ.

GWENVAR
Doue ra vo meulet ! Dirlawen ha Fawtra,
Va mibien, aet da glask brezelourien tro-zro,
En deus labouret mat o daou evit o bro.
Souezhet ’on, ervat, goude ’meump tre dindan,
War menez ar Peulven ’meump ket gwelet a dan.

EVEN
’To, Gwenvar, tu kuzh-heol na oa ken entanet
Evit kuzhañ, moarvat, dimeus an Normaned.

GWENVAR
Setu deut va c’halon, kenderv, muioc’h seder,
O soñjal en deus graet va mibien o dever.
Met piv a deu aze ?