Eizhvet pennad

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Morlaix, A. Le Gloaziou, 1903
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

GWENVAR, AR MANAC’H, EVEN

Dont a reont o zri da greiz al leur-zeatr.

GWENVAR
Penaos ’mañ ’r bed, Even ?

EVEN
                                                    Breizh-Izel a zo trec’h ;
Deus an tu-se, kenderv, ’c’hallez bezañ dinec’h.

GWENVAR nec’het
Un dra bennak a zo erru gant va mibien ?

EVEN
Ya, gant unan ane’, ar paourkaezh Dirlawen,
A zo bet gwall dizhet war diwezh an argad.

GWENVAR
Daoust hag eñ ’ve marv, ur paotr ken kreñv ; ken mat ?

EVEN
Emañ o tont aze, bev hag an’ouedek c’hoazh ;
Hogen, poan en devo o vont a bell, siwazh.

GWENVAR
O wel’t Breizh dishual oa re a stad ennon ;
Eviti ’zan da goll glanañ gwad va c’halon.