Bloavezh mat !

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 14/01/1906
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Me ’gred, va mignon ker,
E kavo va lizher,
Daoust ma’z eo kalz re verr,
Ar gwellañ degemer.

Evidoc’h, em fedenn,
Va c’halon a c’houlenn
Ur bloaz santel, laouen,
Didrabas, dianken.

Amzer an arne bras
Zo degouezhet, siwazh !
Den ebet ne oar c’hoazh
Petra ’vezo warc’hoazh.

Gant ur fiziañs nerzhus
Lavaromp da Jezuz :
« Hor stad zo truezus ;
Salva nos, perimus ! »

Evel an Ebestel,
Marteze ’vo ket pell,
Ni ’welo an avel
Hag ar mor o tevel.

N’eus forzh petra ’vezo,
Dalc’homp, dalc’homp atô,
Tre betek ar marv,
Da garet Breizh, hor bro.