Trede arvest

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ar C’hourrier, 1906
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

D’an trede arvest, Tremeur, Taliesin hag e vignoned a zo kouezhet etre daouarn ar C’hont hag an Drouiz ; e-maint dirak an daol-maen ; emañ ar sakrifis o komañs, pa zegouezh Gildas ; Konomor a dec’h gant ar spont ; Tremeur, entanet e galon gant mouezh ar sant bras, a grog en ur c’hleze prest da stourm.

Met o c’houzout eo mab da Gonomor, ar mezhusañ muntrer a zo bet biskoazh, ar sant yaouank a zo mall gantañ mervel evit kuzhat eus an dizenor ! En em lezel a ra gant Konomor, a zibenn anezhañ war an daol-maen gant un taol kleze !

Kerkent, liammoù Taliesin a gouezh ; sklêrijenn ar Feiz, a yoa pell zo o klask ene an Drouiz yaouank, a bar bremañ war e spered : gant gwad Tremeur, prenet ene Taliesin, ha mouget ar relijion gozh ; prenet ivez ar bobl holl ; rak Taliesin, er pezh-c’hoari-mañ, n’eo penn-da-benn nemet skouer ene Breizh o tilezel an doueoù faos evit ar gwir Doue !

I PENNAD7

GWENC’HLAN hag e Zrouized, TALIESIN hag e re, liammet o zreid hag o divrec’h, TREMEUR er memes doare, KONOMOR, SOUDARDED

GWENC’HLAN
Hor spered re vuan en doa kemeret nec’h ;
Doueoù hon tadoù-kozh ur wech c’hoazh a zo trec’h !
Gant Drouized an derv a chomo ar gounid ;
Hervez al lezenn ret, graet a vezo al lid,
A dle da virviken, war eneoù ar bed holl,
Diazezañ galloud doue santel an heol !…
E-harz an daol-maen sakr, setu amañ Tremeur
Ha gantañ ar pemp drouiz treitourien d’o breudeur.
Ar re-mañ o deus c’hoazh etre daou da zibab :
Reiñ dorn da Gonomor da skuilhañ gwad e vab,
Pe war an daol-maen sakr, o unan hep truez,
Rentañ d’an doueoù o gwad hag o buhez !

TALIESIN
N’eo ket dremm ar bourrev, na dremm kriz an ankoù,
A rafe din kemer perzh en da dorfedoù ;
Setu va c’halon noazh : Bourrev, sko pa gari !

GWENC’HLAN
Anzav, evelato, n’eo ket ur seurt c’hoari
A oas-te o c’hedal, paourkaezhig didalvez,
Pa kredot sevel dec’h ken divergont da vouezh ;
Esper e toa da gaout, o tec’hel diouzhin,
E-lec’h noz ar c’huzh-heol, ar sklêrijenn vintin !
E noz du ar marv bremaik ’vi sebeliet ;
Eus komzoù an Drouiz kozh en doa da genteliet,
Neuze ’teuio soñj dit, ha na pebezh kerse,
O den yaouank diboell, ’savo ennout neuze !

TALIESIN
Sko ! sko ! ’lavaran dit ; mall zo gant Taliesin
Mont da glask er bed all ar sklêrijenn vintin ;
Bet am eus bet hiriv an diswel anezhi ;
Mall eo da’m daoulagad en em beurzigeriñ !

GWENC’HLAN
Holl en ho fallentezh a fell deoc’h kenderc’hel ?

AN DROUIZED YAOUANK
Holl, gant Taliesin, ni a c’houlenn mervel !

GWENC’HLAN
Drouized chomet fidel, troc’hit eus an dervenn
Bep a c’hurunenn c’hlas da lakaat war o fenn !
Konomor, chom amañ gant da gleze dispak,
D’o skeiñ, pa vezint prest, e-harz an daol-maen sakr !…
E-pad an amzer-se me ’gano, d’ho kedal,
Ur c’han reizhet hervez lezenn barzhed gwechall,
Ur c’han da eneoù hon tadoù, d’o gervel
Da zinijal amañ eus ar bevar avel ;
Ur c’han d’hon doueoù d’o lakaat da ziskenn
War douar Breizh-Izel, da skoulmañ da viken,
Etrezo hag etre spered ar Vretoned,
Al liammoù nevez gant ar gwad siellet.
Hag e pign war an daol-maen.
war un ton nevez :
Deredit holl, c’hwi brezelourien kozh
A c’houren c’hoazh, war lein goabrenn an noz,
Gwad en-dro deoc’h o redek a-boulloù,
Ken eo ruz-bev tachenn c’hlas an neñvoù !

C’hwi, Drouized bras, a red goustad ha sioul,
Rez ar pradoù, war karrig ar c’houmoul,
Gant an avel o treiñ ken skañv e rod,
Ma ne weler e roud war glizh ar geot !

C’hwi, doueoù a zo e pep tra holl,
En neñv o reiñ nerzh ha gor d’an heol,
E dorn an Drouiz da reiñ mouezh d’e delenn,
Hag en douar, da reiñ mel d’an dervenn [!]

Deuit ! ma skignfot dre bevar c’horn ar vro,
War an heol sakr, an dud hag an derv,
Ar c’hlizhenn c’hwad, ouzhimp, ’vit ma tec’ho,
Bugale Breizh, speredoù ar marv !

Gildas a zegouezh hep bezañ gwelet !

GWENC’HLAN a gendalc’h
Eneoù eus a bep oad, eneoù eus a bep stumm
Eus ar bevar avel, en-dro deomp ’n em zastum ;
Emaint holl en-dro deomp oc’h hirvoudiñ, war-grenn,
O c’hedal an darvoud a dle amañ tremen.
Hag uheloc’h, en oabl, an doueoù o unan,
Eus goueled an neñvoù, ’deu da selaou va c’han.

GILDAS oc’h ober sin ar groaz war an neñv
Dre urzh an Tad, ar Mab, hag ar Spered Santel,
Speredoù deredet war ar bevar avel :
Gant sin kroaz va Jezuz, me ho skub ac’halenn,
’Vel vez gant an avel skubet ar goumoulenn !

Konomor a wel neuze Gildas ; leusker a ra ur griadenn ; Gwenc’hlan a dro e benn, hag a wel ivez ar manac’h ; diskenn a ra diwar an daol-maen.

GWENC’HLAN
Piv eo ar penn moal-mañ, den disakr ha divezh,
’Touez an Drouized santel a gred en em ziskouez ?
Spontet gant trouz e vouezh speredoù hon tadoù,
A zinije ’vit hor selaou, a-vagadoù.

GILDAS
Penn moal ! Te eo hiroc’h da vlev ha da varv :
Met hiroc’h da c’halloud n’eo ket evelato !
Gant da vlev hir, bremaik, ha gant da varv kaer,
Te ’yelo da welet pelec’h, gant ken bras herr,
Eo tec’het dirazon da zoueoù spontik :
En ifern, ’vit o c’hlask, me da gaso bremaik.

GWENC’HLAN
Kentoc’h, war an daol-maen pell a yoa disec’het,
Da c’hwad a zeredo, ’vit gwalc’hiñ da bec’hed !…
Konomor, krog ennañ, ha gra dezhañ rentañ,
A-raok skeiñ ar re-mañ, e vuhez ar c’hentañ !

GILDAS
Konomor ’neus desket a-bell zo petra ’dal[v]
Da houarn na da zir stekiñ ouzh pennoù moal !…
Dalc’h soñj eus da gastell diskaret en e boull,
Skoet gant nerzh va mouezh kreñvoc’h ’vit an tan foultr !
An anv zo a-walc’h ’vit lakaat da dec’hel
Speredoù an aer dre ar bevar avel,
A c’hellfe, en douar, dindan ho treid, kerkent
War-eeun d’an ifern digeriñ frank an hent ;
Hag eno, a dra sur, d’ar c’hont-meur Konomor
E-touez ar pennoù bras ’vo roet ur gador !…

Skrijañ ’rafe er c’hoad an holl loened gouez ;
Gant va mouezh, ’n ur yudal, a unanfent o mouezh,
Ma vefe displeget dezho da dorfedoù !
Ma vez stlapet outañ stlabez da bec’hedoù,
A-walc’h ’vez anezho ’vit saotrañ an oabl glas,
Ha mougañ sklêrijenn an deiz evit biskoazh !

En anv an Doue, mestr ar bed, e komzan,
’Mañ Doue o sevel, gantañ gwalinier tan ;
Me a glev dre an Neñv o tont, en ur c’hourdrouz,
Mouezh ar c’hu[du]runoù dindan ar c’hoabrenn rouz ;
Me a wel, pleg-displeg, eus ar goumoulenn zu,
Luc’hadenn e gounnar da’z rentañ e ludu.
Warnout, ne santez ket an arnev o pouezañ,
Ken pounner, ma’z eo sklêr eo prestik da gouezhañ ?
Gant da fallagriezh, bemdez a bounnera,
Bemdez a gresk fulor an tan prest da’z flastrañ !

KONOMOR
Drouiz Gwenc’hlan, da’m sikour galv ’ta da zoueoù !
Krenañ ’ra va samm korf evel ur bern delioù !
Dervenn vras ha santel, gant da skourrioù ledan
Difenn an denig paour a zo amañ dindan !
E selloù a zev din va daoulagad ! Pelec’h,
Dirak spont ar vouezh-se, ’kemerin-me an tec’h ?

Lezet en deus e gleze da gouezhañ ; Gildas a grog ennañ, a droc’h liammoù Tremeur, a ro dezhañ ar c’hleze, hag a ra dezhañ pignat war an daol-maen uhel !

GWENC’HLAN da Gonomor
Den muioc’h digalon eget ur plac’h netra :
Setu kollet ganez ar sikour ar c’hreñvañ,
A c’helle da zifenn eus taol da enebour !
Eus a-berzh an doueoù perak goulenn sikour,
Pa oa ’tre da zaouarn, ’vit diskar ar penn moal,
Ar c’hleze n’eo bet c’hoazh trec’het gant unan all,
Ar c’hleze a zalc’has dorn Arzhur e-unan ?

GILDAS
Emañ bremañ etre daouarn e vab-bihan[.]
Tremeur, en da zaouarn kleze ar Rouaned,
O c’hleze en da zorn, hag en da c’hwazhied
O gwad ivez, va mab, gwad Rouaned gwechall,
Kleze ha gwad n’ez eus na kleze na gwad all,
A c’hellfe o zrec’hiñ dindan bolz an neñvoù !
Gant kleze bras Arzhur, troc’het da liammoù !
Stlap pell ouzhit bremañ mantell paour ar venec’h !

Hag a denn e vantell gant Tremeur

O Roue, sav da benn ; brezelour, sav da vrec’h !
Diskouez ar stern brezel, graet gant dir ha gant aour,
A vesker dit bemdez dindan da zilhad paour !
Deu’t bremañ c’hwi, Kont-meur, ha c’hwi, tud didruez,
Gant mab ho Rouaned da lemel e vuhez !
Te ’gave dit, kiger, kaout da gontellañ
Un oanig ne oufe nemet klemm ha krenañ :
Ha setu dirazout, gantañ savet e bav,
Ul leon, skilfoù dir dispak gantañ ken brav !

Tremeur, war urzh Gildas, en deus taolet e vantell ; e-mañ war an daol-maen, gant e stern vrezel skedus, oc’h hejañ kleze Arzhur.

TREMEUR
O kleze, peseurt tan oa kuzhet en da droad ?
Kerkent m’en deus va dorn kroget ennout, va gwad
A-dreuz va gwazhied zo kroget da virvi !
Soñjoù du ar marv, ’vel ur vandenn vrini,
Pell, pell eus va spered o deus tec’het kerkent !
Em c’halon nevezet ne chom mui diagent
Nemet c’hoant da vevañ, c’hoant da vont dre ar bed,
Em dorn kleze Arzhur, o taol tan ha luc’hed !

ARMEL
Dalc’h ’ta, va breur ! Dilamm eus an daol-maen garv,
Distag da vuzell flour eus evaj ar marv !
Lez da gregiñ ennout sec’hed yac’h ar vuhez !
Aezhenn fresk an esper war da galon a c’hwezh :
List hi da zispak dit da askell ’n un dridal,
List hi da’z dibradañ dre an oabl da nijal !…
Gant da stern a vrezel na pegen kaer ’out-te,
Da zremm flamm o parañ eus sked dir da gleze !

TREMEUR
Ya ! douar va c’havell, n’eo ket dre va marv
Eo a fell din bremañ da servijañ, va Bro !
Doue en deus lakaet gwad em gwazhied din,
Doue en deus c’hwezhet tan din ’leizh va feultrin !
N’eo ket un oan aonik en deus graet ac’hanon ;
Din a roas skilfoù ha kalon ul leon !
Ar bed holl o krenañ dirak va c’hleze noazh,
O Jezuz, a soublo bremaik dirak ar groaz !

Mard eo kurunennoù, Konomor, a fell dit,
Deus da heul va c’hleze dre ar bed d’o gounit !
Deus ganeomp, ha tro kein da veleg an derv,
En em daol ganeomp-ni e-kreiz an avel-dro,
Evit bezañ sammet gantañ, dre an neñvoù,
Dreist tronioù an douar hag o c’hurunennoù !

GWENC’HLAN
Va den, a-benn ober d’ar C’hont ur seurt pedenn,
Ha te a oar piv eo ar C’hont, ha peseurt den ?

TREMEUR
Penaos a c’hellfen-me anaout ar C’hont-meur ?
E-touez ar pennoù bras n’em eus bevet nemeur.
Gouzout a ran hepken eo ur brezelekaer ;
Hervez ar pezh am eus lennet em levrioù kaer,
Ur seurt den ’dle ennañ bezañ kalon uhel,
War varc’h kerkent ma son trompilhoù ar brezel,
Eürus pa sav er vro ur Roue kalonek
D’en em deuler d’e heul dre ar bed da redek,
Evit difenn a zroug gwirioù an dud netra,
Diskar an dud uhel a yoa eus o flastrañ ;
Ha dreist-holl ’vit lakaat, war holl bobloù ar bed,
Da ren ar C’hrist-Doue, Roue ar Rouaned !

GWENC’HLAN
Met ma vez ar C’hont-Meur unan eus an dud-se,
Ne garont ken c’hoari nemet c’hoari kleze,
Da doullañ da hemañ e galon, goude-se
Da droc’hañ da hennezh e benn war e zivskoaz ?
Met ne vez bet ar C’hont ’met un den a-viskoazh
Touellet da lazhañ, da zistankañ ar gwad,
Ken a lez e pep hent, ’lec’h ma taolas e droad,
Roudoù gwadigellet er vouilhenn hag er pri :
Ha te a lakfe c’hoazh da zorn en e hini ?

TREMEUR
Ya, va dorn a rafen, a-raok e gas d’ar groug,
Da skoulmañ ar gordenn dezhañ eus e c’houzoug !
Ur Roue, daoust ma dle d’an holl dud bezañ tad,
A dle skeiñ ar re fall ’vit difenn ar re vat !

GWENC’HLAN
Ac’hanta, Konomor, ha dihunañ a ri ?…
O welet er paotr-mañ kement a goantiri,
Ennout, ’gav din, oa krog an deneridigezh,
Hag a deuze dija ennout da galon gouez,
Gant komzoù ar paotrig, enno mesket ken brav,
Evit da douellañ, mel flour ha tan berv.
Bremañ ’welez ’eo ret pe lazhañ pe mervel ;
Met ged c’hoazh, ur pennad, ma vo dit roet ar gwel
Eus ar pezh ’zo kuzhet evidout e kalon
An neb a ginnige da gemer da vignon !…

Tremeur, petra ’ri -te, pa vi roue un deiz,
Ma teufes da gaout, e-touez sujidi Breizh,
Unan hag en defe bet ar fallagriezh,
Eñ savet a netra, da vont d’en em ziskouez
Dre balezioù ar vro, ’touez an dudjentiled,
Da douellañ eno c’hwec’h a zimezelled,
Da euredañ ganto an eil goude eben,
’Vit o lazhañ gant o bugel, war un daol-maen ?…

TREMEUR
O Drouiz, te a gont din sorc’hennoù bugale
Evit lakaat amañ ac’hanon da zale ;
Biskoazh ne vo kavet, e-touez holl gouenn an dud,
Un den trec’h e grizder d’an anevaled mut !

GWENC’HLAN
Ha ! kalz traoù, gant Gildas, a zo bet dit desket,
Met her gwelet a ran, ar manac’h n’en deus ket
Disklêriet dit traoù all, mat ivez da c’houzout !

GILDAS
Tav, den kriz ! Ne ro ket d’ar paotr da anaout
Traoù hag a ve goude, war ar spered, evel
Bilim tan da zeviñ e eskern hag e vel !

GWENC’HLAN
Manac’h, te ’gave dit, dre da c’hourdrouzoù gouez,
Hon trec’hiñ, ni hon daou, gant ar spont hag ar vezh.
Ha te a gave dit, paourkaezhig krouadur,
Hon diskar ’n ur c’hoari gant kleze kozh Arzhur !
N’em eus nemet ur gomz da lavaret, da’m zro,
’Vit ho trec’hiñ ho taou, ha reiñ dit ar marv ;
Ur gomz evit krennañ da skilf, ha da askell,
A yoa dispak ganez ’vit nijal ken uhel,
Goude bezañ skoet ac’hanomp da vervel !
Gant ur gomz a c’hwezhin un tan e-kreiz da vel,
Un tan ha ne c’hellfe ar mor holl da vougañ
P’en do, e-kreiz da c’hwad, gellet en em silañ !
Sed amañ anezhi : an den ken dinatur,
N’en deus anavezet biskoazh ken plijadur
Nemet o tispenn kig an dud gant e gleze,
An den-se eo hennezh ’zo dirazout aze !
Hag an den-se en deus skoet, war an daol-maen,
C’hwec’h pried da vervel an eil goude eben :
An den-se eo da dad, o mab-bihan Arzhur !…
A ! kouezhañ ’ra da benn, a savez ken asur,
Gant an taol-mañ am eus dac’het8 dit ’kreiz da dal !
Digor bremañ eta da askell, ’n ur strakal,
Dispak bremañ da skilf, o leon galloudus !…
Setu sklaset da c’hwad, den yaouank froudennus ;
Mouget eo da ourgouilh, o mab-bihan Arzhur,
Gant ar vezh da vezañ mab d’un den ken hudur !

TREMEUR
O Gildas, o Gildas, astenn din ’ta da zorn !…
Ya, sklaset eo va gwad, brevet eo va askorn !
Gant an teod-mañ, soubet e bilim an ifern,
Eo silet ar marv din e-kreiz va eskern !
A ! lavar din ur gomz, lavar n’eo nemet gaou,
Ar pezh emaon bremaik oc’h ehan da selaou !

GWENC’HLAN
A ! deviñ ’ra an drein am eus sanket ennout !
Evit da zizreinañ, Gildas zo dic’halloud ;
Va c’homzoù zo gwirion, den n’o dislavaro,
Gwazh a se ma int dit ur bilim a varv !
Eus an evaj trenk-mañ, pa eo stag da vuzell,
Betek al li ’vo ret dit riñsañ da skudell !

Ya, te hag a save ken bras lorc’h en da greiz,
O soñjal ’out ganet eus a gaerañ gwad Breizh :
Te zo mab d’ar vilañ, ha d’an izelañ den
A zo bet o vevañ war an douar biken !
Konomor zo hiriv azezet war un tron,
Den ne oar eus a biv en deus sunet ar vronn ;
Un deiz ’meus e gavet e-kreiz ur c’hoad teñval,
O redek, noazh ha gouez evel un aneval ;
Me am eus e savet, furmet korf hag ene,
Evit bezañ em dorn, a-enep da Zoue,
Ur beñveg prest bepred da skeiñ ha da lazhañ ;
Drezon-me eo pignet d’ar renk an uhelañ,
Drezon-me ’neus gellet, e ti ar Rouaned,
En despet da Gildas, goulenn ha kaout pried,
Evit kaout da ginnig da zoueoù an daol-maen,
Evit hol lidoù sakr, gwad bugale kristen !
Da vamm-te da-unan, merc’h da Gont-meur Gwened,
Rouanez dre he gwad koulz ha dre he gened :
Ya, da vamm, un nozvezh, amañ, eus dorn da dad,
War ar maen ’maout warnañ, he deus skuilhet he
Te da-unan, erfin, a-raok zoken genel, [ gwad !
Eo bet ret da ziframm a-zindan e gontell !

TREMEUR
Allaz !… N’eus mui ezhomm eus dir na kontilli
’Vit treuziñ va c’halon, dispenn va izili !
Abaoe mil bloaz zo ma’z eus war da zaol-maen
Tud o skuilhañ o gwad, bez sur, Drouiz, n’eus bet den
Hag a ve ’vel din-me, bet ganeoc’h bourrevet,
En e galon kement a liammoù brevet !
An ourgouilh marteze o c’hwezhañ din em c’hreiz,
’Vel ul labous yaouank pa gimiad ouzh e neizh,
E saven dre en neñv, ’vel mezvet gant ar joa
D’en em santout bepred uheloc’h-uhelañ !
Va spered a nije ken herr ha ken diroll,
Ma tizhis pell du-hont ’lec’h ma sked, ’vel an heol,
Gloar divarvel Arzhur dreist an holl rummoù tud !
Ur pennad war va zal a baras sked e vrud ;
Gant ur barr aour kouezhet e goueled va c’halon,
Gwad va zad-kozh Arzhur en deus tridet ennon.
En eur-se ne oa den a-zindan bolz an neñv
Ken birvidik e c’hwad, ken laouen e ene !

Da vouezh, o skeiñ warnon, ’vel gurun, stank-ha-stank,
Eus bolz glan an neñvoù am diskar ’kreiz ar fank !
Hag e santan, ken rust ma’z eo bet din va lamm,
Eus ar vuhez ennon eo torret pep liamm !

Kenavo a rankan lavaret d’ar vuhez !
Dec’h, hep klemm hag hep poan, am bije eus ar bez,
Gwelet brec’h an Ankoù ’n em astenn da’m c’hemer,
Da falc’hañ da’m buhez he flantennig tener !
Dec’h, ’vel ur vleuniennig, hep bann heol na bann glizh,
D’an douar da vervel ’stoue va fennig skuizh.

Hiriv, pa teue din eus an neñv mil c’hlizhienn,
Pa lugerne ken flour barroù an heol laouen,
Pa bigne em c’halon, eus eienennoù mae,
Dour nerzhus ar vuhez, o ! na kriz eo din-me,
Va Doue, ’n’em lezel gant falc’h dall an Ankoù !…
N’eus forzh, klemmadenn ’bet ne zeuy eus va genoù ;
Krishoc’h eget houmañ eo bet hoc’h angoni,
Ha pounneroc’h eo bet ho kroaz ’vit va hini !

TALIESIN
Piv en deus da rentet ken gwan, ken kizidik,
O brezelour yaouank a welen bremaik
Nerzhusoc’h ha taeroc’h ’vit Doue en emgann,
Da lagad, da gleze, o daou o teuler tan ?
Penn-kil-ha-troad, da gorf ouzhit zo dic’houli,
Sonn da benn war da skoaz, ha yac’h da izili !

TREMEUR
Goulioù zo, diouto kalz diaesoc’h herzel
Eget ar goulioù a zispenn un ezel,
Nag ar re a dreuzfe zoken kalon an den !
Ar goulioù-se a chom diremed da viken !
Ganto ’on bet tizhet ; gouliet va enor,
Pa’z eo re wir, siwazh ! ’on mab da Gonomor !

KONOMOR
Mezh eo dit klevout piv a teus-te bet da dad ?
Mezh eo dit va gwelet dindan da zaoulagad,
Mall eo dit er marv mont da guzhat da vezh ?
Gortoz ma da stlapin eta raktal er bez !

GILDAS da Gonomor
War da giz ! pe kerkent, e noz du ar marv,
A-raok da vabig paour ur ger da ziskaro !

TREMEUR
Ya, ged c’hoazh ; rak ne gouezho ur vlevenn eus va fenn,
E-pad ma vo em dorn an dir-mañ da’m difenn !
War ar maen va-unan bremaik en em ledin :
Met a-raok, ur pennad ’fell din, war va daoulin,
Va Doue ha va mestr, ’n em deuler dirazoc’h.

Hag a zaoulin.

Em c’halon ’barzh mervel, ma tiskenno ho peoc’h !
Re a drubuilh a zo bremañ war va spered,
Evit soñjal ennon va-unan ’giz m’eo ret,
Pa ’mañ ouzh va gervel mouezh aeled ar marv !
Soñjoù eus a bep seurt a zo re war va zro !
O c’has kuit a fell din ’vit ma ne chomo mui
Nemet ur soñj ennon : Jezuz, hoc’h hini-c’hwi !
Tec’hit ouzhin eta, holl soñjoù ar vuhez !
An eil goude eben, tec’hit, pep c’hoantegezh !

TALIESIN
O ! na digar ’out-te evidon-me, Tremeur !
Perak reiñ din bremaik an anv dous a vreur
Mard eo kerkent, siwazh ! evit va dilezel,
Ha dilezel ganin hor mamm Bro Breizh-Izel ?

TREMEUR
An den ne oar morse pe mervel pe bevañ
Dezhañ ha d’ar re all eo an talvoudusañ !
Bremaik me a wele, evel dre un huñvre,
Dreist ar menezioù Du ha menezioù Are,
Dispak da’m daoulagad holl douar Breizh, va Bro !
Penn-da-benn dre enni oa digor un Erv,
Un Erv don, ledan hag hir, ken a dizhe
A-dreuz ar menezioù, eus ur mor d’egile !
Hag a seblante din e oa an Erv-se
Roet din da frankat c’hoazh, gant beg va c’hleze !
Gwelet a ran bremañ n’eo ket ur c’hwezenn zour,
Nag ivez ur vuhez a stourm hag a labour,
Eo am eus-me da reiñ da zouaroù va Bro :
Va gwad eo a rankan skuilhañ ’kreiz an Erv,
Va gwad ’vit ma savo, eus pep glizhiennig ruz,
’Vit pobloù Breizh-Izel, pennoù-ed puilh ha druz !

Doue, gant va marv ha gant va angoni,
C’hwi ’raio ul labour kaeroc’h ’vit an hini
A rafen-me ’vit Breizh gant nerzh va yaouankiz !
Dindan bec’h ar pec’hed, ar bed dinerzh ha skuizh,
A bareas gwechall gant gwad ha kroaz Jezuz,
Ha nann dre vurzhudoù ur c’hleze galloudus !

M’ho ped eta, Gildas, va lezit da vervel !
Gant ho mouezh burzhudus, na’z it ket da c’hervel
Nerzh Doue da’m ziframm eus a skilf ar marv ;
Ar vuhez a ve din re griz ha re c’hwerv :
E sioulder ar marv, va lezit da ziskenn,
War galon va Doue, da yac’hat va anken !

GILDAS
Ya, va mab, re sklêr eo, youl Doue e-unan
Eo a verk an eur-mañ evit da dremenvan ;
Diskenn e peoc’h er bez, va mab ha va Roue !
Pe gentoc’h, dispak frank askilli da ene,
O merzher Breizh-Izel, evit nijal d’an neñv ;
Evit nijal n’an neñv, dispak da askilli,
Da askilli ruz-tan ha gwenn ’vel al lili,
Gwenn dre ma varvez gwerc’h, ruz dre ma’z out merzher !
Met diwall da grediñ, Drouiz fallakr ha muntrer,
E tigoro e c’hwad an hent, ’vit an distro,
War zouar Breizh-Izel da’z doueoù marv !
Peuriferniet a vo bremañ da zoueoù faos !
Eus gwad Tremeur a sav an diwezhañ mallozh,
A dle pouezañ warno evit o chadennañ
Da viken e goueled an ifern an donañ !

Ya, gwir eo, gwad Tremeur, hervez da brofedioù,
A vo silvidigezh ha buhez d’an eneoù ;
Diframmet ’vint bremañ a-zindan an derv,
’Lec’h ma krene ar c’houenn gant terzhienn ar marv,
Hag e pignint war gern an dorgennoù uhel,
Da resev sklêrijenn Jezuz, an Heol santel !

TREMEUR
Galvet, ’tre ho tivrec’h e joa ar Baradoz,
Ganeoc’h, o va Doue, va ene da repoz !…
Me a seblant din kle’out evel mouezh eneoù
O skuilhañ en-dro din holl c’hwezh-vad en neñvoù !
Va resevit ganeoc’h, o eneoù divlam !
N’emaoc’h-c’hwi ket ganto, ene santel va mamm ?
Deuit evit sikour o mabig da sevel,
Va askellig harpet ganin ouzh hoc’h askell !…

Bremañ, kleze Arzhur, eus va daouarn a gouezh…
Gourvez a ran laouen a-hed an daol-maen gouez !

Gourvez a ra.

Na kriz eo goulskoude soñjal a dle va gwad
Redek amañ bremaik dre da zorn, o va zad !
Diegi ’meus bremañ da lezel da gouezhañ
Va c’hleze kozh etre da zaouarn da’m lazhañ !
O euzhusañ torfed, o spontusañ marv !

A sav adarre.

N’em boa evet nemet betek al li c’hwerv,
Ha setu em c’halir bremañ ar pep trenkañ !…
Ma c’hellfe va marv bezañ da vihanañ
Eus da holl dorfedoù, siwazh, ur binijenn[,]
A-walc’h evit pellaat dorn Doue eus da benn !
A ! ma c’hellfe va gwad, va zad paour, da walc’hiñ !…

GWENC’HLAN
Konomor, lavar din, ha pelloc’h e chomi
Da selaou, ’vel ur peul, komzoù goullo da vab,
Keit all zo war ar maen, ouzhomp oc’h ober goap ?
Kerzh d’hen diskar kerkent, ha diwall da grenañ !
Kerzh, ha kas d’ar bed all he mab da Drifina !

Amañ a gouezh ar c’hleze eus dorn Tremeur.

KONOMOR e-maez anezhañ e-unan
Trifina ! Trifina, bourrev va samm buhez !
Setu dirazon c’hoazh da ene didruez !…
Gwenc’hlan, ne welez ket aze, war an daol-maen,
Trifina gourvezet, he mab en he c’hichen ?
Ar memes gwad bepred eus he gouli a red.
Gwad milliget, berañ a ri eta bepred ?
Ennout ’yelo bremaik beg va c’hleze ken don.

Astenn a ra ar c’hleze.

Ma evo ar restad eus gwad ruz da galon :
…Dal, viltañs milliget !… Ha dal, te, prezeger !

Skeiñ a ra daou pe dri daol.

War barlenn flour da vamm te a gousko emberr !…
…Setu da benn d’an traoñ a-ziwar da zivskoaz,
Ha da c’henoù serret da’m gourdrouz da viskoazh !…

TALIESIN
O burzhud !… Kouezhet eo liammoù hon daouarn,
Evel pa vent troc’het gant ul lavnenn houarn !
Ar memes taol kleze en deus da zibennet,
Bugel santel, en deus-ni hon dichadennet !…

…O korf marv, peseurt galloud a sav ouzhit ?
E-lec’h leñvañ da’m mignon paour, ennon a drid
Gant joa, en despet din, va c’halon em feultrin !
Peseurt nerzh a ra din kouezhañ war va daoulin ?
En em daol d’an daoulin.

C’hoant ganin, ’vel ur c’hi, stagañ va muzelloù
Da evañ ar vuhez a red eus da c’houlioù !
Pep gouli zo ennout un eienenn buhez,
O teuler gant ar gwad, dour ar silvidigezh !…
Ene Breizh o c’hedal pell zo ar sklêrijenn,
Sell hi o sinklañ dit, ’vel eus un eienenn,
Eus ar goulioù ruz-mañ, ruz ’vel faoutoù an neñv,
Pa deu er volz mintin da barañ gouloù-deiz !…

Bremañ a welan sklêr petra eo an Heol-se
A yoa, hep e anaout, o c’hervel va ene.
Doue kristen, te eo, te eo an Heol skedus
A welen keit all zo em huñvreoù burzhudus !
Te eo am eus pedet gant va zelenn bremaik,
Ha dit eo a fell din kanañ c’hoazh va c’hantik :

Dre holl a drid ar maezioù.
Me ’glev an alc’hweder o kanañ,
War nij, dreist ar menezioù,
Da c’hervel gouloù deiz ba barañ ;
Tridal a ra va gwad ha va spered,
Kan dudius a voud em c’halon ;
Heol burzhudus, strink da sked
Ma paro dudi an deiz warnon !

Ene Tremeur, d’an Neñv, o paouez da sevel,
Eo an alc’hweder-se a dlee da c’hervel !
Pa’z eo savet, setu te o strinkañ dre-holl
Dre Vreizh da sklêrijenn, o dudiusañ Heol !

Du-hont, war gern ar menez,
Setu c’hwi o skediñ, Heol laouen,
Heol glan, deiz al levenez !
Diskenn e strad teñval an draonienn !
Pobl o leñvañ e-kreiz noz ar marv,
Tavit, setu an Heol o sevel ;
A-dreuz da goadoù derv,
An Heol a bar warnout, Breizh-Izel !

Ya, Breizh holl zo bremañ, hag a vo da viken,
O vevañ, o tridal dindan da sklêrijenn !
Breizh eo ar c’horn douar a zalc’ho da barañ
Warni, o Heol divin, da sked dudiusañ !
Neblec’h ne vo gwelet kement a eneoù
Drezout o vleuniañ stank warno bleuñv an neñvoù !
Neblec’h ne vo gwelet irvi toullet ken don
Ha trempet, ma vez ret, gant gwad pur hor c’halon,
’Vit ma savo warno, gant nerzh da c’hor, o Heol,
Ed puilh da reiñ bara da eneoù ar bed holl !


7 N’eus ’met ur pennad ennañ.

8 evit tizhout ?