V Pennad
TREMEUR, ARMEL, TALIESIN
TALIESIN d’an daoulin dirak Tremeur
Me eo, me eo, Tremeur, an ene paour-se !
Betek ennout eo bet douget, dre urzh Doue,
Va c’hlemmoù pa edon bremaik, e-kreiz an noz,
Pleget va chouk dindan n’ouzon peseurt mallozh !
Met divec’hiet ’on holl o selaou trouz da vouezh :
Eus ar mallozh warnon ne santan mui ar pouezh ;
Hag a seblant din kaout bremañ ’vel divaskell,
Da alan o c’hwezhañ enno ’vel un avel,
Un avel da’m dibrad da nijal, drant ha skañv,
Da nijal ’n ur ganañ ’vel laboused an hañv !
TREMEUR
Met piv ’out-te, va breur ?
TALIESIN
Hel lavaret am eus,
Me eo an ene paour, ene hor bro, a teus
E-kreiz an noz teñval klevet oc’h hirvoudiñ !
Gant an Drouized edon betek-henn o pediñ,
Doueoù an derv bras ; met va c’halon pell zo,
A-nebeudoù, en em zistage anezho,
O c’hedal ur gredenn dousoc’h d’an eneoù,
Hag un Doue gwelloc’h eget o doueoù !
Ya, Breizh holl, dre va mouezh, eo a yoa o c’hervel
Un Doue all evit he miret da vervel !
Gant an nebeud komzoù am eus klevet ganit
Kement a zo ennon gant nerzh ha joa a drid ;
Rak en da gomzoù c’hwek va spered a dañva
Saour ar wirionez evit ar wech kentañ !…
Met tec’h, ha tec’h buan eus al lec’h euzhus-mañ !
Eus da spiañ a zo tud bleizi dre amañ ;
Soudarded zo kuzhet a bep tu dre ar c’hoad,
Mall ganto war ar maen aze skuilhañ da c’hwad !
Deus ha heul ac’hanon dre ur riboul distro,
Me ’c’hellfe da ziframm eus a skilf ar marv !
Met deus buan ; bremaik e vezo diwezhad !
TREMEUR
O va breur, bennozh dit ’vit da avizoù mat !…
Met eus al lec’hioù-mañ, perak ’klaskfen tec’hel,
Ma int bet merket din gant Doue da vervel ?…
Pa vin taolet warnout, na mouk ha blod a vi,
O daol-maen vras digriz, bremaik da’m izili ;
Na skedus ’vi bremaik da zaoulagad Jezuz,
Pa ziruilho warnout a-boulloù va gwad ruz !
TALIESIN
Petra a c’hell rentañ ken dous dit ar marv ?
Bev kentoc’h da vezañ silvidigezh ar Vro !
Bev, pa’z eus en da c’hwad nerzh da zifenn hor Breizh,
Pa strink eus da c’henoù evel sked gouloù deiz,
Pa bar da spered fur ’vel un heol a lugern,
Ma tridan dirazout, holl, spered hag eskern !
Siwazh, ha ret a vez a ve mouget kerkent
Ar gouloù a groge da barañ war va hent ?
O ! dre druez ouzhin, hag ur meur a vil all
A red, heñvel ouzhin, dre an noz, ’vel tud dall,
Den yaouank, ne’z ez ket d’en em reiñ d’ar marv,
A-raok ma vo dre-holl, o parañ war ar Vro,
Ar sklêrijenn dinamm a santan eus da greiz,
’Vel eus un heol divin, o sevel war Bro Vreizh !
TREMEUR
Ya, sklêrijenn divin war bro Vreizh a baro !…
N’eo ket eus va buhez, breur, met eus va marv
A strinko dre an neñv ar sklêrijenn divin !
Me eo ar goumoulenn a weler da vintin
Dirak an heol evit e viret da barañ :
Teuzet ar goumoulenn, hag an deiz a sklêra ;
Pa vo teuzet ivez mogedenn va buhez,
Neuze eo a savo war Breizh un deiz nevez ;
Neuze va zad Gildas, gant e vouezh entanet,
A c’hwezho feiz Jezuz e-kreiz ar Vretoned ;
Neuze, o drouiz yaouank, war da benn a weli,
Splann ha dudius holl, heol Jezuz o skediñ !
TALIESIN
Gildas ! Piv eo hennezh ?
ARMEL
N’hen anavezez ket ?
Gildas eo nerzh Doue en hon touez, degaset
Da blegañ penn an holl dirak ar Groaz kristen ;
Selloù e zaoulagad zo ’vel div luc’hedenn,
E vouezh he deus galloud ar c’hu[du]run, pa groz ;
Kestell brezel a freuz dindan pouez e vallozh ;
E vantell, pa e zaol d’an avel war ar mor,
A gerzh evel ur vag gant he gouelioù digor.
Ha dre ar bed krouet n’eus galloud den na tra,
Pa sav Gildas e vrec’h, kement na rank plegañ.
TALIESIN
Hag e pelec’h e chom an den burzhudus-se ?
ARMEL
Emañ dre ar c’hoadoù en tu bennak aze !
TALIESIN
O Jezuz a c’halvan evit ar wech kentañ :
Va renit, me ho ped, dre an hent ar berrañ,
Evit ma c’hellin kaout, hag el lec’h-mañ degas
Da saveteiñ Tremeur, da servijer Gildas !
Fin an eil arvest