un Tammig kaozeadenn etrezomp
lenner ha lennerez, kaner ha kanerez
war don : an hini gozh
Mar plij deoc’h va sonioù nevez,
Klaskit de’ tonioù a zoare,
Tonioù lirzhin, – Tra, la, la,
Tonioù skiltrus, – Tra, la.
Mar o c’havit re enoeüs
(Ar pezh a ve din gwall boanius),
Rogit al levr, – Tra, la, la,
Hep chipotañ, – Tra, la.
Stlapit-eñ, prim, er fornigell,
Tanit dioutañ ho kerniel,
Pakit, gantañ, – Tra, la, la,
Louzoù pe soav, – Tra, la.
Mailhurit butun ha bloneg,
Torchit, zoken, ho… fri, ho peg,
War se ’vo peoc’h, – Tra, la, la,
P’hoc’h eus prenet, – Tra, la.
Hogen, ho pediñ ’ran ervat,
Lezit va sonioù en o stad,
Ger evit ger, – Tra, la, la,
Hep o drailhañ, – Tra, la.
Dreist pep tra, n’o marellit ket
Gant brizh brezhoneg Pabored,
Brizh brezhoneg, – Tra, la, la,
Keginerez, – Tra, la.
Lezit, mar plij, va bugale
Er stumm ma ’meus graet anezhe,
Hep o gwiskañ, – Tra, la, la,
Hep o fentañ, – Tra, la.
Betek-goût n’o zian’vefen,
Betek-goût n’o zianzavfen
’Vel bastarded, – Tra, la, la,
Flutet e Gall, – Tra, la.
Ha c’hwi, tud ouiziek-meurbet,
Gwerzherien flour, barzhed touet,
[ ]Stlapit ar maen gant ma fri,
[ ]Mard oc’h glan a fazi.
Va miserere zo lipet :
A-raok ! Jabadao kounnaret !
Bombard, binioù, – Tra, la, la !
Sutell, viel, – Tra, la !!!