ar Soudard fougeer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

FANTIG AN DURKEZ, gwreg ar marichal 
Sellit ! Sellit ! Ar brizh aotroù ! 
Penaos e lugern e votoù ! 
Ur ribot blevek war e benn, 
Keit ha lost ur big e chupenn ! 

DISKAN 
  Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar brizh Breizhad ! 
  Bec’h da gof-gar ar renead* !    [renavi] 

JANED WIN-TOMM, amiegez 
E vlev zo rannet ha flouret, 
E voustachoù ruz zo peget, 
Stummet e giz da higennoù 
Evit pesketa kalonoù. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

MARGOD HIR-LAÑCHENN,  ostizez
Ur c’houriz glas en e gerc’henn, 
War e zaoulagad div werenn, 
Ouzh e chadenn grizilhonoù, 
War e grabanoù manegoù. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

JAKETA FLEMM-RUZ, fournierez 
Kaozeal a ra kraoñennek, 
Distagañ ’ra pezhioù gallek, 
E dad a zo monsieur mon père
E vamm, mar plij ! madam’ ma mère

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

AN ITRON K. L.,  skolierez 
Betek al loudourenn e c’hoar, 
A zo bremañ, mam’zelle Victoir’
Ma aotroù n’eo ’met un vieil âne
Ha me, une fichue bazane

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

METIG AR WIBER, kouezerez 
E dad, ur c’hakous a lignez 
A gign markenned* a zoare,    [skoedoù] 
E vamm a rastell, en hent bras, 
Gant he c’hrabanoù, fiez glas. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

KATO FRI MINAOUED, gwreg ar c’here 
E c’hoar, foei ! a zo leanez 
E leandi ar Patatez ; 
Ha gwelet hon eus an aotroù, 
E roched lous ’maez e vragoù. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

LOEIZA MITAOUIK, leanez 
Ne salud person na kure, 
’Vel ur pagan e tou Doue, 
Ne gred ket, tamm, d’an diaouloù, 
D’ar bugel-noz, na d’an teuzoù. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

MADALEN RAN-TAN-PLAN, gwreg an tabouliner 
Seizh vloaz eo bet soudard brudet, 
War dour Malakoff ’neus kludet, 
Ha panevet n’ouzon petra 
E vije kabiten bremañ. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

MARTINA BIM-BAON, gwreg ar c’hloc’her 
Atav ! Soudard ! Ur soudard kaer ! 
Soudard (respet deoc’h) an talier ! 
Ar marmouz biskoazh ’neus gwelet ! 
Met tan ar gegin, en oaled ! 

N’en deus gwelet enebourien 
Met war zu gin ar vedalenn ; 
Ma ’neus lazhet  un enebour 
N’eus her beuzet gant un tenn dour. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

MIKELIG BEG-MEL, plac’h majorez 
Mestrezed a lavar, ’neus bet, 
Ken na ouie pelec’h lammet, 
Ha ranket ’neus skampat dre laer, 
Pe vijent deut d’e heul d’ar gêr. 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

JOBENNIG AR C’HAVR,  dañserez kounnaret 
Ouzh ar vombard ’ra ur sutell, 
Ouzh ar sac’h binioù, ur porc’hell, 
Dañserien ha dañserezed 
A zo ur stroll saout penn follet ! 

DISKAN, Kis ! Kis ! … 

AN HOLL C’HOMEREZED EN UR VOUEZH 
Harao ! Warnañ, prim ac’halenn, 
Kozh kemenerig ! brouder c’hoeñ[v], 
Kerzh da glask da grinolinoù, 
Da strinkerezh ha da louzoù ! 

DISKAN 
  Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar brizh Breizhad ! 
  Bec’h da gof-gar ar renead !