Razh kêr ha razh kouer

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war un ton anavezet 

  I 

Ur razh, aotroù pinvidik, 
Eus a Gêr-Is, genidik, 
A bedas ur razhig kouer 
Da goaniañ gantañ, er gêr. 

Ar c’houer, goude kalz neuzioù, 
Soublerezh, – skrapadennoù, – 
A yeas d’e heul timat, 
E gortoz ouzh ur pred mat. 

  II 

Souezhet eo, ar paourkaezh, 
Pa zegouezh ’barzh ar palez : 
E c’henoù, frank digoret, 
E zaoulagad dislonket. 

Na wel ’met aour o lintriñ, 
Melezourioù o skediñ, 
War an daol ur stal bladoù, 
Leun a bep seurt madigoù. 

Digor frank e ziv froen, 
Da ruflañ o mogedenn, 
Tramouilhat ’ra e c’henoù, 
Ha lipat e vuzelloù. 

Divad[aou]iñ ’ra evelkent, 
Gant ar c’hwezh vat ; a nerzh dent, 
A greiz kalon ’n em laka 
Da grignat ha da zrailhañ. 

« – Ma feiz ! – ’Me Yann ar Maezioù 
Un askell en e c’henoù, 
– Bezañ aotroù zo gwall gaer ! 
Me a ranko chom e kêr. 

An diaoul gant ar panez, 
An irvin, ar patatez ! 
Hag ouzhpenn c’hoazh ma ranker 
O chakat er parkeier ! 

Lonkañ dour ’vel gleskered, 
Hounnezh n’eo c’hoari ebet ! 
Gwellañ gwin zo e Kêr-Is ! 
D’ho yec’hed, aotroù markiz ! » 

  III 

Hogen, e-kreiz ar stok gwer, 
Oe klevet un drouz pounner, 
Gant merc’h Gralon o c’hoarzhin, 
Hi ha meur a vastokin. 

Ha ma razhed da redek 
Hep gallout torchañ o beg, 
War o lerc’h chas kounnaret, 
Un targazh ha lankoned. 

An daou gaezh a red, a red 
Evel loened difelc’het, 
Ha panevet un toull go[z], 
’Oant skubet gant an Anko[ù]. 

  IV 

« – E feiz ! – ’me gouer, dialan, – 
Ar foutr ganez ha da goan ! 
Gwell eo din louzoù, hep nec’h, 
Eget kig, e kêr, gant rec’h ! 

  V 

Nag a reuz ! Bugaligoù, 
P’erru mestr an avaloù ! 
Nag a vec’h ! Pipi al laer, 
Ma vez tapet c’hoazh emberr ! 

  da Yann-Frañsez ar Mestr, 
  mignon feal e pep amzer 
  pe vo an oabl teñval pe gaer